Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
ar c’hanédigez.

18. Hôgen Judas ô tôstaat nésoc’h out Jozef, a lavaraz d’ézhan̄ heb aoun : Mé az péd, va aotrou, lez da zervicher da lavaroud d’id eur gér enn da skouarn, ha na vuanéka két oud da zervicher ; râg goudé Faraon,

19. Té a zô va aotrou. Goulennet éc’h eûz da gen̄ta oud da zervichérien : Ha béza hoc’h eûz-hu ho tâd, pé eur breûr all ?

20. Ha nî hon eûz lavaret d’id, va aotrou : Eunn tâd hon eûz hag a zô kôz, hag eur mâb bihan d’ézhan̄, a zô bét ganet d’ézhan̄ enn hé gôzni ; breûr hé-man̄ a-vamm a zô marô, hag hé vamm n’é deûz lézet némét-han̄ ; hag hé dâd her c’hâr stard.

21. Ha té a lavaraz d’az servichérien : Digasit-hén̄ d’in, évit ma her gwélinn.

22. Ha nî a lavaraz d’id, va aotrou : Ar bugel-zé na hell két pellaat diouc’h hé dâd ; râk mar pella diout-han̄, hel lakai da vervel.

23. Ha té a lavaraz d’az servichérien : Ma na zeû két hô preûr iaouan̄ka gan-é-hoc’h, na wélot mui va dremm.

21. Pa oemp éta distrôet étrézég hon tâd, da zervicher, é tanévelchomp d’ézhan̄ kémen̄t éz pôa lavaret d’é-omp, va aotrou.

25. Hag hon tâd a lavaraz d’é-omp : Distrôit, ha prénit d’é-omp eunn nébeût éd.

25. Ha nî a lavaraz d’ézhan̄ : Na hellomp két mon̄t. Mar tiskenn hor breûr iaouan̄ka gan-é-omp, éz aimp kévret ; anéz, ma na zeû két, na grédimp két en em ziskouéza dirâk dremm ann dén-zé.

27. Hag hén̄ a lavaraz d’é-omp : C’houi a oar pénaoz va grég Rachel é deûz ganet daou vâb d’in.

28. Unan anézhô a iéaz war ar méaz, hag é léverchot d’in : Eul loen en deûz hé zebret : ha bété vréman̄ n’eo két bét gwélet.

29. Mar kasit ivé hé-man̄ gan-é-hoc’h, ha ma c’hoarvez eunn drouk-bennâg gan̄t-han̄ enn hen̄t, é kasot va fenn gwenn er béz gan̄t glac’har.

30. Ma’z ann éta da gavout va zâd, da zervicher, ha ma na véz két ar bugel gan-én̄, ô véza ma talc’h hé vuez eûz a vuez hé-man̄,

31. Pa wélô pénaoz n’éma két gan-é-omp, é varvô ; ha da zervichérien a gasô hé benn gwenn er béz gan̄t glac’har.

32. Ra vézinn éta ken̄toc’h sklâv d’id, mé péhini em eûz kéméret ar bugel dindân va c’harg, ô lavarout : Ma n’hen digasann két, é vézinn da véza tamallet a béc’hed da-vikenn é-kén̄ver va zâd.

33. Râk-sé é chouminn da sklâv d’id é léac’h ar bugel, évit servicha va aotrou, hag ar bugel a zistrôiô gan̄d hé vreûdeûr.

31. Râk na hellann két distrei étrézé va zâd, ma na vez két ar bugel gan-én̄, gan̄d aoun na venn test va-unan eûz ar c’hlac’har a waskô war va zâd.


————


XLV. PENNAD.


Jozef en em rô da anaout d’hé vreûdeûr, hag a gâs da gerc’hat hé dâd.


1. Jozef na hellé mui en em zerc’hel dirâk ann holl dûd a oa war hé drô. Gourc’hémenni a réaz éta hô lakaad holl er-méaz, évit na vijé diavésiad é-béd, pa en em rôjé da anaout d’hé vreûdeûr.

2. Neûzé, enn eur wéla, é savaz hé vouéz, a oé klevet gan̄d ann Éjiptianed ha gan̄d holl dûd ti Faraon.

3. Hag é lavaraz d’hé vreûdeûr : Mé eo Jozef ; ha béô ef-hén̄ va zâd ? Hé vreûdeûr na helchon̄t két komza out-han̄, ker sponn̄tet é oan̄t.

4. Jozef a gomzaz out-hô gan̄t madélez, hag a lavaraz d’ézhô : Dinésait ouz-in. Ha pa oen̄t dinéséet, mé eo, émé-z-han̄, Jozef, hô preûr, péhini hoc’h eûz gwerzet évit mon̄d d’ann Éjipt.

5. Na spoun̄tit két, ha na vézit két glac’haret ô véza ma hoc’h eûz va gwerzet évit béza digaset er vrô-man̄ ; râg évid hô savétei eo en deûz Doué va c’haset enn hô raok d’ann Éjipt.

6. Râk daou vloaz zô eo déraouet