Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/876

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
842
levr ar prézéger.

18. Râk-sé én deûz Doué miret eul lôd bihan a dûd war ann douar, pa eo deûet al livaden.

19. Étré hé zaouarn eo bét lékéat ar gévrédigez gréat gan̄d ar béd, évit na vézô két hiviziken kaset-da-gét pép kîg gan̄d al livaden.

20. Abraham ar brâz a zô bét da dâd d’al lôd brâz eûz ar brôadou, ha n’eûz bét kavet hini hén̄vel out-han̄ évid ar c’hloar : miret en deûz lézen ann Uc’hel-meûrbéd, hag en deûz gréat kévrédigez gan̄t-han̄.

21. Ann Aotrou en deûz startéet hé gévrédigez enn hé gîk, hag enn arnod eo bét kavet féal.

22. Râk-sé en deûz touet d’ézhan̄ pénaoz é lakajé hé c’hloar enn hé wenn, hag hel lakajé da baotta ével poultr ann douar ;

23. Pénaoz é savjé hé wenn ével ar stéred, hag é lédché hô digwéz adaleg eur mor bétég eur môr all, hag adaleg ar ster a Eufratez bété penn ar béd.

24. Enn hévélep doaré en deûz gréat é-kén̄ver Izaak enn abek da Abraham.

25. Hé vennoz en deûz rôet ann Aotrou d’ann holl vrôadou enn hé wenn ; startéet en deûz ivé hé gévrédigez war benn Jakob.

26. Hé vennosiou en deûz skuḻet war-n-ézhan̄ : hé zigwéz en deûz rôet d’ézhan̄, hag hé rannet en deûz évit-han̄ é daouzék breûriez.

27. Miret en deûz d’ézhan̄ tûd trugarézuz, péré hô deûz kavet grâs dirâg ar béd holl.


————


XLV. PENNAD.


Ar vélégiez krétéet da Aaron ha d’hé vipien.


1. Moizez a zô bét karet gan̄d Doué ha gan̄d ann dûd : é bennoz éma ann én̄vor anézhan̄.

2. Ann Aotrou en deûz rôet d’ézhan̄ eur c’hloar hevel oud hini ar zen̄t : hé lékéat en deûz da véza doujet gan̄d hé énébourien ; ha gan̄d hé c’heriou en deûz habaskéet ann anévaled direiz.

3. Hé énoret en deûz dirâg ar rouéed : hé c’hourc’hémennou en deûs rôet d’ézhan̄ dirâg hé bobl, hag en deûz diskouézet d’ézhan̄ hé c’hloar.

4. Hé zan̄télet en deûz enn hé feiz hag enn hé gun̄vélez ; hag hé zilennet en deûz é-touez ann dûd holl.

5. Râk Doué en deûz hé zélaouet, ha klevet hé vouéz, hag hé lékéat da von̄d er goabren.

6. Hé c’hourc’hémennou en deûz rôet d’ézhan̄ dirâg hé holl bobl ; al lézen a vuez hag a gélen, évid deski hé gévrédigez da Jakob, hag hé varnédigézou da Israel.

7. Gorréet en deûz hé vreûr Aaron, a oa hén̄vel out-han̄, hag ével-t-han̄ eûz a vreûriez Lévi.

8. Gréat en deûz gan̄t-han̄ eur gévrédigez peûr-baduz : rôet en deûz d’ézhan̄ bélégiez hé bobl : hé leûniet en deûz a wenvidigez hag a c’hloar.

9. Eur gouriz a énor en deûz lékéat war hé zargreiz ; eur zaé a c’hloar en deûz gwisket d’ézhan̄ ; eur gurunou a furnez en deûz lékéat war hé benn.

10. Rôet en deûz d’ézhan̄ eur zaé hîr, eur zaé verr, hag eur van̄tel : lékéat en deûz war-drô d’hé zaé eul lôd brâz a gleiérigou aour ;

11. Evit ma rajé trouz pa valéché, ha pa vijé klevet ann trouz-zé enn templ, ma vijé da gélen da vipien hé bobl.

12. Rôet en deûz d’ézhan̄ ann arouéz zan̄tel, gwéet gan̄d aour, gan̄t limestra ha gan̄d tané, gan̄d eunn dén fûr, leûn a skian̄t hag a wirionez.

13. Ann arouéz-zé a oa gréat gan̄d eunn ijin brâz, gan̄t neûd trô a liou tané : daouzék méan talvouduz a oa frammet enn aour, hag hî bénet ha kizellet gan̄d eunn dén gwén ; évid digas da goun da Aaron daouzék breûriez Israel.

14. Eur gurunen aour en dôa war hé vitr, ha war-n-ézhi é oa kizellet hanô ar san̄t brâz, é-kreiz ar c’hloar hag ann énor. Ann arouéz-zé a oa leûn a veûrded, hag hétuz-brâz d’ann daoulagad.

15. Na oé biskoaz abarz hé-man̄, abaoé ar penn-ken̄ta, gwisk é-bed ker kaer.