Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
ar c’hanédigez.

out-hô dré c’hénou eunn disklérier-iéz.

24. Jozef a bellaaz évid eunn nébeûd amzer, hag a wélaz ; hag ô véza distrôet, é komzaz c’hoaz out-hô.

25. Lakaad a réaz kregi é Siméon, hag hé éréa dira-z-hô ; hag é c’hourc’hémennaz d’hé ovisérien karga leûn hô séier a éd, ha lakaad arc’han̄t pep-hini enn hé zâc’h, goudé béza rôet d’ézhô boéd évid ann hen̄t ; hag hî a réaz ével-sé.

26. Hag ar ré-man̄ a lékéaz hô éd war hô azéned ; hag éz éjon̄t-kuit.

27. Unan anézhô ô véza digoret hé zâc’h enn hostaléri, évit rei boéd d’hé azen, a wélaz hé arc’han̄t é génou ar sac’h ;

28. Hag é lavaraz d’hé vreûdeûr : Distaolet eo va arc’han̄t d’in : chétu éma em zac’h. Hag hî souézet ha spoun̄tet-brâz, a lavaraz ann eil d’é-gilé : Pétrâ eo ann dra-zé en deûz gréat Doué d’é-omp ?

29. Pa oen̄t deûet é ti Jakob hô zâd, é brô Kanaan, é tanévelchon̄t d’ézhan̄ kémen̄t a oa c’hoarvézet gan̄t-hô, ô lavarout :

30. Aotrou ar vrô-zé en deûz komzet dichek ouz-omp, hag en deûz hor c’héméret évit spiérien er rouan̄télez.

31. Nî hon eûz lavaret d’ézhan̄ : Tûd a béoc’h omp, ha na aozomp spi ébéd.

32. Daouzék breûr omb bet ganet eûz ann hévélep tâd. Unan n’éma mui war ann douar ; hag ar iaouan̄ka a zô gan̄d hon tâd é brô Kanaan.

33. Hag hén̄ en deûz lavaret d’é-omp : Ével-henn éc’h anavézinn mar d-oc’h tûd péoc’huz : list ganén̄ unan eûz hô preûdeûr ; kémérit ar boéd a zô réd évid hô tiez, hag ît-kuît ;

34. Ha digasit d’in hô preûr iaouan̄ka, évit ma wézinn pénaoz n’oc’h két spiérien, ma hellot kâs gan-é-hoc’h ann hini a zô dalc’het aman̄ er vâc’h, ha ma hellot aman̄ hiviziken préna ar péz a gerrot.

35. Goudé beza lavaret kémen̄t-sé, ha pa c’houllôen̄t hô séier, é kavaz pép-hini an̄ézhô hé arc’han̄t éréet é génou hé zac’h ; ha spoun̄tet holl é oen̄t.

36. Ha Jakob hô zâd a lavaraz d’ézhô : Hép bugalé hoc’h eûz va lékéet : Jozef n’éma mui war ann douar ; Siméon a zô dalc’het er vâc’h, ha Ben̄jamin a fell d’é-hoc’h da lémel digan-én̄. Kémen̄t-sé holl a zô kouézet war-n-oun.

37. Ha Ruben a lavaraz d’ézhan̄ : Lâz va daou vâb, ma n’hen digasann két d’id. Laka anézhan̄ étré va daouarn, ha mé hen digasô d’id.

38. Ha Jakob a lavaraz : Va mâb n’az ai két gan-é hoc’h. Hé vreûr a zô marô, hag hén̄ a zô choumet hé-unan. Mar tigwéz gan̄t-han̄ droug é-béd er vrô m’az it, é lékéot va fenn gwenn da von̄t er béz gan̄t glac’har.


————


XLIII. PENNAD.


Mipien Jakob a zistrô d’ann Êjipt gan̄t Ben̄jamin.


1. Koulskoudé ann naounégez a waské direiz war ar béd.

2. Goudé éta ma oé debret ann éd hô dôa digaset eûz ann Êjipt, é lavaraz Jakob d’hé vipien : Distrôit, ha prénit d’é-omp eunn nébeût boéd.

3. Ha Judas a lavaraz : Disklériet en deûz d’é-omp ann dén-zé, enn eur doui, ô lavarout : Na wélot két va dremm, ma na zigasit két hô preûr iaouan̄ka gan-é-hoc’h.

4. Mar fell d’id éta hé gâs gan-é-omp, éz aimp kévret, hag é prenimp d’id ar péz a zô réd.

5. Hôgen ma na fell két d’id, na’z aimp két ; râg ann dén-zé, ével ma hon eûz lavaret d’id aliez, en deûz disklériet d’é-omp : na wélot két va zremm, hép hô preûr iaouan̄ka.

6. Hag Israel a lavaraz d’ézhô : Em reûz eo hoc’h eûz disklériet d’ézhan̄ pénaoz hô pôa eur breûr all.

7. Hag hî a lavaraz : Ann dén-zé en deûz goulennet digan-é-omp doaré hon tûd, a rumm da rumm (M) : ma oa béo hon tâd, ma hor bôa eur breûr all ; ha ni a lavaraz d’ézhan̄ hervez ma c’houlenné. Ha nî a hellé gouzout pénaoz é lavarché d’é-omp : Digasit hô preûr gan-é-hoch ?