Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/850

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
816
levr ar prézéger.

17. Kaloun ann dén diboell a zô evel eul léstr faoutet : na zalc’hô nétrâ eûz ar furnez.

18. Mar klev eunn dén a skian̄t eur gér fûr, hén̄ hé veûlô hag hé gémérô évit-han̄ : ma hé glev eunn dén gadal, é vézô dihétuz d’ézhan̄, hag é taolô anézhan̄ adrén̄ hé gein.

19. Lavar ann dén diboell a zô ével eur sammm enn hen̄t : hag ann neûz-vâd a gaveur war vuzellou ann dén a skian̄t.

20. Génou ann dén poellek a zô kéélet er strolladou, hag ann dûd a vennô hé gomsiou enn hô c’haloun.

21. Ével eunn ti disman̄tret eo ar furnez d’ann dén diboell : ha gwiziégez eunn dén diskian̄t a zô eunn diroll a c’heriou.

22. Ar c’hélen a zô évid ann dén diskian̄t ével kéfiou oud ann treid, pé ével chadennou oud ann dourn déou.

23. Ann dén diskian̄t a zâv hé vouéz pa c’hoarz : hôgen ann den fûr a c’hoarzô a véac’h gwestad.

24. Ar c’hélen a zô évid ann dén poellek eur c’hin̄klérez aour, hag ével eul lagaden oud hé vréac’h déou.

25. Ann dén diskian̄t a laka éaz hé droad é tî hé nésa : hôgen ann dén a skian̄t en em ziskouéz gan̄t poell dirâg eunn dén galloudek.

26. Ann dén diskian̄t a zellô dré ar prénestr enn eunn ti : hôgen ann dén a skian̄t a choumô er-méaz.

27. Ann dén diskian̄t a zélaouô oud ann ôr : hôgen kémen̄t-sé a vézô argarzuz d’ann dén en deûz skian̄t.

28. Muzellou ann dûd diskian̄t a lavarô traou diot : hôgen lavariou ann dûd a skian̄t a vézô poézet er valan̄s.

29. Kaloun ann dûd diskian̄t a zô enn hô génou : ha génou ann dûd fûr a zô enn hô c’haloun.

30. Pa villig ann dén fallagr ann diaoul, é villig hé éné hé-unan.

31. A1 labenner a zaotrô hé éné, hag a vézô kaséet gand ann holl : hag ann hini a choumô gan̄t-han̄ a vézô argarzuz : ann dén poellek ha tavek a vézô énoret.


————


XXII. PENNAD.


Kolla hé amzer eo kélenna ann dén diskian̄t.


1. Gan̄t mein fan̄k é vézô labézet ann dén diek ; hag ann holl a gomzô diwar hé benn évid hé zisprizout.

2. Gan̄t beûzel saout é vézô labézet ann dén diek ; ha kémen̄d hini a stokô out-han̄, a héjô hé zaouarn.

3. Méz hé dâd eo eur mâb digélen : hag eur verc’h digélen a vézô dislébéret.

4. Ar verc’h fûr a vézô eunn digwéz évid hé ozac’h : hôgen ann hini en em wallô a vézékai hé zâd.

5. Ar c’hrég her a vézékai hé zâd hag hé ozac’h ; na blegô két dindân ar ré fallagr ; gan̄d ann eil hag égilé é vézô disprizet.

6. Eunn danévez pa né déré ket, a zô ével eur c’han er c’haon̄ : hôgen ar furnez a skô bépréd gan̄t ar c’hastiz hag ar c’hélen.

7. Néb a zesk ann dén diboell, a zô ével ann hini a felfe d’ézhan̄ framma gan̄t kaot ann darbôd.

8. Néb a gomz oud eunn dén ha na zélaou két anézhan̄, a zô ével ann hini a zihun eunn dén kousket mîk.

9. Néb a gomz eûz ar furnez da eunn dén diskian̄t, a gomz oud eunn dén daré da gouska : ha pa vézô peûr-c’hréat ann danével é lavarô : Piou eo hen-nez ?

10. Lén̄v war eunn dén marô, ô véza m’en deûz kollet ar goulou : lén̄v ivé war eunn dén diboell, ô véza m’en deûz kollet ar skian̄t.

l1. Lén̄v nébeûtoc’h war eunn dén marô, ô véza ma éma enn éhan :

12. Râg gwall vuez ann dén diboell a zô gwasoch égéd ar marô.

13. Eunn dén marô a lén̄veur a-zoug seiz dervez ; hôgen ann dén diboell hag ann dén fallagr a dléeur da lén̄va a-zoug holl zeisiou hô buez.

14. Na gomz két kalz gan̄d ann dén foll, ha n’az â két gan̄d ann dén diskian̄t.

15. En em vir diout-han̄, évit na vézi két en̄krézet : ha n’en em zaotri két gan̄d hé béc’hed.