Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
ar c’hanédigez.

56. Koulskoudé ann naounégez a greské bemdez enn douar holl ; ha Jozef a zigoraz ann holl zôliérou, hag a werzé d’ann Éjiptianed ; râg ann naounégez a waské ivé anézhô.

57. Hag eûz ann holl vrôiou é teûed d’ann Éjipt évit préna boéd, hag évit terri ners ann droug a réa ann diénez.


————


XLII. PENNAD.


Breûdeûr Jozef a ia d’ann Éjipt.


1. Hôgen pa glevaz Jakob pénaoz é werzed éd enn Éjipt, é lavaraz d’hé vipien : Pérâg oc’h-hu lézirek ?

2. Kleved em eûz pénaoz é werzeur éd enn Éjipt ; diskennit dî, ha prénit ar péz a zô réd évid-omp, évit ma hellimp béva, ha na vézimp két bévézet gan̄t ann diénez.

3. Dék vreûr Jozef a ziskennaz éta d’ann Éjipt, évit préna éd ;

4. Râk Ben̄jamin a oa bét dalc’het er géar gan̄t Jakob, péhini a lavaraz d’hé vreûdeûr pénaoz en dôa aoun na c’hoarvézché drouk gan̄t-han̄ enn hen̄t.

5. Mon̄d a réjon̄t d’ann Éjipt gan̄d ar ré all péré a iéa évit préna éd ; râg ann naounégez a ioa é brô Kanaan.

6. Ha Jozef a ioa mestr é brô ann Éjipt, ha na werzed ann éd d’ar boblou néméd dré hé urs. Hag hé vreûdeûr ô véza stouet dira-z-han̄,

7. Hén a anavézaz anézhô, hag ô komza out-hô dichek ével oud diavésidi, é c’houlennaz digan̄t-hô : A bé-léac’h é teûit-hu ? Hag hî a lavaraz : Eûz a vrô Kanaan, évit préna péadrâ da véva.

8. Ha pétrâ-bennag ma anavézaz hé vreûdeûr, na oé két anavézet gan̄t-hô.

9. Hag ô kaout koun eûz ann huvréou en dôa bét gwéchall, é lavaraz Josef d’hé vreûdeûr : Spiérien oc’h ; évit gwélout al léc’hiou gwân eûz ar vrô oc’h deûet.

10. Ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Né két ével-sé, Aotrou ; hôgen da zervichérien a zô deûet évit préna éd.

11. Mipien ann hévélep dén omb holl : ével tûd a béoc’h é teûomp, ha da zervichérien n’hô deûz ménoz fall ébed.

12. Ha Jozef a lavaraz dézhô : Gan̄d eur ménoz all eo ; évit gwélout al léc’hiou digré eûz ar vrô oc’h deûet.

13. Hag hî a lavaraz : Nî, da zervicherien, a zô daouzék vreûr, mipien ann hévélep dén é brô Kanaan. Ar iaouan̄ka a zô gan̄d hon tâd, hag égilé n’éma mui war ann douar.

14. Éma kémen̄t-sé ével ma em eûz hé lavaret : spiérien oc’h.

15. Mon̄d a rann bréman̄ da wélout pétra oc’h. Dré iéc’hed Faraon n’az éot két kuît ac’hann, kén na vézô deûet hô preûr iaouan̄ka.

16. Kasit unan ac’hanoc’h évid hé gerc’hat : hôgen c’houi a choumô er vâc’h, kén n’em bézô anavézet anat mar d-eo gwir pé gaou ar péz hoc’h eûz lavaret ; anéz, dré iéc’hed Faraon, oc’h spiérien.

17. Lakaad a réaz éta hô c’hâs d’ar vâc’h a-héd trî dervez.

18. Hôgen ann trédé deiz ô véza hô zennet eûz ar vâc’h, é lavaraz d’ézhô : Grîd ar péz em eûz lavaret, hag é vévot ; râk mé a zouj Doué.

19. Mar d-oc’h tûd a beoc’h, unan eûz hô preûdeûr a vézô éréet er vâc’h ; hôgen ît-kuît c’houi, ha kasit d’hô tiez ann éd hoc’h eûz prénet.

20. Ha digasit d’in hô preûr iaouan̄ka, évit ma hellinn gouzout mar d’-eo gwir hô kériou, hag évit na varvot két. Ober a réjon̄t ével m’en dôa lavaret ;

21. Hag é leverchon̄t ann eil d’égilé : Gan̄t gwir abek eo é c’houzan̄vomp ann dra-man̄, ô véza ma hon eûz péc’het a-énep hor breûr, hag ô wélout an̄ken hé ené, pa bédé stard ac’hanomp, ha n’hon eûz két hé zélaouet ; râk-sé eo eo bét kouézet war-n-omp ar c’hlac’har-zé.

22. Ruben, unan anézhô, a lavaraz : Ha n’em eûz két lavaret d’é-hoc’h : Na béc’hit két oud ar bugel-zé ; ha n’hoc’h eûz két va sélaouet ? Chétu eo goulennet hé c’hoad digan-é-omp.

23. Hôgen na wien̄t két pénaoz Jozef a glevé anézhô, ô véza ma komzé