Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/847

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
813
pé ann ekklésiastik.

ouz-id da-unan, hag é kavi trugarez dirâk Doué.

21. Abarz ar c’hlén̄ved, en em vuel, hag é amzer ar c’hlén̄ved, diskouéz da vuézégez.

22. N’en em vir két da bédi bépréd, ha na éhan két da von̄d dounoc’h er reizded bétég ar marô : râk gôbr Doué a choum da-vikenn.

23. Abarz ar béden aoz da éné ; ha na véz két ével eunn dén a dempt Doué.

24. Az péz koun eûz a vuanégez ann deiz divéza, hag eûz ann amzer é péhini Doué a zistolô da bép-hini hervez hé ôbériou.

25. Az péz koun eûz ar baouren̄tez, é amzer ar puḻder, hag eûz a ézommou ar baouren̄tez é deiz ar binvidigez.

26. Eûz ar min̄tin bétég ar pardaez é trô ann amzer, ha kémen̄t-sé a c’hoarvez enn-eunn-taol dirâk Doué.

27. Ann dén fûr a vézô bépréd enn aoun, hag é deisiou ar gwallou en em virô diouc’h ann diégi.

28. Pép dén gwén a anavez ar furnez, hag a énor ann hini en deûz hé c’havet.

29. Ann dûd a skian̄t a ziskouéz hô furnez enn hô lavariou : anaoud a réon̄t ar wirionez hag ar reizded, hag é sévénon̄t al lavariou-trôet hag ar barnédigézou.

30. N’az â két war-lerc’h da wall-ioulou, ha distrô diouc’h da ioul da-unan.

31. Mar bastez da éné enn hé gwall ioulou, é lakai ac’hanod da véza goapéet gan̄t da énébourien.

32. N’en em blij két er strolladou brâz nag er strolladou bihan ; râk kalz a béc’héjou a réeur enn-hô.

33. N’en em laka két er baouren̄tez, oc’h empresta war gampi, pa n’éc’h eûz nétrâ enn da ialc’h ; râg ével-sé é kolli ann doaré da véva.


————


XIX. PENNAD.


Pénaoz éc’h anavézeur ar wir furnez hag ar furnez c’haou.


1. Ar méchérour mezvier na binvidikai két : néb a zispriz ann traou dister, a gouézô nébeûd-a-nébeût.

2. Ar gwîn hag ar merc’hed a laka da gouéza bétég ar ré fûra, hag a zigas ar vézégez war ar ré fûr.

3. Neb a zaremprédô ar plac’hed fall a zeûi da véza fallagr : da voéd é teûi d’ar vreinadurez ha d’ar prén̄ved ; eur skouér vrâz a vézô gréat anézhan̄, hag hé éné a vézô tennet eûz a niver ar ré-véô.

4. Néb a zô krédik a zô skan̄v a galoun ; hag hén̄ a vézô dislébéret : hag ouc’h-penn é vézô sellet ével ann hini a béc’h a-éneb hé éné.

5. Néb a gâr ar fallagriez, a vézô mézékéet ; ha néb a gasa ar gélennou, é vézô krennet hé vuez : hag ann hini a gasa al labennérez, a vougô ann drougiez.

6. Néb a bec’h a-éneb hé éné en dévézô keûz : ha neb en em laouéna enn hé zrougiez, a vézô mézékéet.

7. Na aslavar két eur gér drouk ha dichek, ha na vézi két dislébéret.

8. Na lavar két da vénoz na d’as miñoun na d’as énébour ; ha ma éc’h eûz gréat drouk, n’hen diskuḻ két ;

9. Rag hén̄ a zélaouô ac’hanod, hag a arvestô ac’hanod, hag oc’h ôber neûz da zidamallout ann drouk, é kasai ac’hanod, hag ével-sé en em ziskouézô d’id bépred.

10. Ha klévet éc’h eûs-té eur gér a-énep da nésa ? ra varvô enn-od, ha laka évez na zispennô két ac’hanod.

11. Ann dén diskian̄t a c’hân eur gér, ével eur c’hrég a zô é poan-vugalé.

12. Eur zaez san̄ket é kîg ar morzed, ével-sé eo ar gér é kaloun eunn dén diskian̄t.

13. Tamall da viñoun, gan̄d aoun n’en défé két poellet ha na lavarfé : N’em eûz két gréat : pé ma en deûz gréat, évit na rai mui hivizikenn.

14. Tamall da nésa gan̄d aoun n’en défé két lavaret ; pé ma en deûz lavaret, évit na lavarô mui.

15. Tamall da viñoun ; râg aliez é tamalleur é gaou.

16. Na gréd két kémen̄d a lévéreur ; tûd zô hag a fazi gan̄d ann téôd, ha na râ két gan̄d ar galoun.