Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/833

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
799
pé ann ekklésiastik.

é péhini éz ai a vézô benniget gan̄d Doué.

15. Ar ré a zervich anézhi, a zen̄tô oud ar san̄t, hag ar ré a gâr anézhi a vézô karet gan̄d Doué.

16. Ann hini a zélaou anézhi, a varnô ar brôadou : hag ann hini a arvest anézhi a choumô stard.

17. Ma en deûz fisian̄s enn-hi, é vézô hî da zigwéz d’ézhan̄, hag hé nésted en dévézô anézhi.

18. Râg enn arnod é valé gan̄t-han̄, hag étré ar ré gen̄ta é tilenn anézhan̄.

19. Hé gâs a rai enn aoun, er spoun̄t hag enn arnodou : hé héga a rai gan̄d en̄krez hé c’hélennou, kén n’é dévézô c’houiliet enn hé vénosiou, ha ma hellô hî fisiout enn hé éné.

20. Hé grévaat a rai ; distrei a rai étrézég enn-han̄ dré eunn hen̄t éeun, hag é laouénai anézhan̄.

21. Diskouéza a rai d’ézhan̄ ar péz é deûz a guzéta, hag é lakai enn-han̄ eunn ten̄zor a wiziégez hag a boell eûz ar reizded.

22. Hôgen mar teû hén̄ da fazia, é tilezô hî anézhan̄, hag hel lakai étré daouarn hé énébour.

23. Va mâb, mîr ann amzer, ha pella diouc’h ann drouk.

24. É talvoudégez da vuez, n’az péz két a véz ô lavarout ar wirionez.

25. Râg eur véz a zô hag a zigas ar péc’hed, hag eur véz a zô hag a zigas ar c’hloar hag ar c’hrâs.

26. Na zell két oud dremm ann dén é koll da zilvidigez, ha n’en em rô két d’ar gevier é koll da éné.

27. Na énor két da nésa enn hé lamm :

28. Ha na zalc’h két da c’hér é amzer ar zilvidigez. Na gûz két da furnez enn hé skéd.

29. Râg enn téôd en em ziskouéz ar furnez : hag ar skian̄t, hag ar wiziégez, hap ar gélénadurez en em ziskouéz é lavar ann dén skian̄tek ; hag hé stardder é ôberiou ar reizded.

30. Na éneb é nép doaré é-béd out lavar ar wirionez ; hag az péz méz eûz ar gevier é péré oud kouézet dré ziwiziégez.

31. N’az péz két a véz oc’h an̄savout da béc’héjou ; hôgen na blég két da bép dén évid ar péc’hed.

32. Na éneb két oud dremm ann dén galloudek, ha na harz két out réd ar ster.

33. Stourm évid ar reizded é gounid da éné, hag en em gann bétég ar marô évid ar reizded, ha Doué a stourmô évid-od a-énep da énébourien.

34. Na véz két téar enn da lavar, ha didalvez ha gorrek enn da ôberiou.

35. Na véz két ével eul léon enn da dî, oc’h heskina da zervicherien, hag ô vac’ha ar ré a zô dindân da c’halloud.

36. Na vézet két digor da zourn évid digémérout, ha serret évit rei.


————


V. PENNAD.


Réd eo choum stard é hen̄t ann Aotrou.


1. N’en em harp két war ar madou direiz, ha na lavar két : Péadrâ em eûz évit béva : râk kémen̄t-sé na vézô mâd da nétrâ é amzer ar ven̄jan̄s hag ann dévalien.

2. Na heûl két enn da nerz gwall ioulou da galoun :

3. Ha na lavar két : Pénaoz em eûz-mé gellet ? Pé piou am lakai da bléga évit va ôberiou ? Râk Doué évit-gwîr en em ven̄jô.

4. Na lavar két : Péc’het em eûz, ha pé zoan a zô c’hoarvézet d’in eûz a gemen̄t-sé ? Râg ann Uc’hel-meûrbéd a zô gorrek ô kastiza.

5. Na véz két héb aoun diwar-benn ar péc’hed a zô bét distôlet d’id, ha na vom két péc’hed war béc’hed.

6. Ha na lavar két : Brâz eo trugarez Doué, eûz va féc’héjou nivéruz-brâz en dévézô truez.

7. Râk mar d-eo brâz hé drugarez, hé vuanégez ivé a zô téar ; hag enn hé vuanégez é sell oud ar béc’herien.

8. Na zalée két da zistrei oud ann Aotrou, ha na c’hourzéz két a zeiz é deiz ;

9. Râg hé vuanégez a zeûi enn-eunn-taol, hag é amzer ar ven̄jan̄s é kollô ac’hanod.