Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/827

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
793
levr ar furnez.

vanuz ar ré a wélé marô hô mipien.

11. Ar sklâv a oa gwanet ével hé aotrou, hag ann distera eûz ar bobl ével ar roué hé-unan.

12. Ével-sé éz oa dré-holl marvou diniver, hag ann holl a ioa skôet gan̄d ann hévélep marô. Na oa két a-walc’h eûz ar ré veo évit bésia ar ré varô ; râg ar ré gréva eûz a bép tiad a oa bét dispennet enn eunn taol.

13. N’hô dôa két krédet d’ann holl vurzudou all enn abek d’hô strôbinellerien ; hôgen goudé ma oé dispennet hô ré gen̄ta-ganet, éc’h an̄savchon̄t pénaoz é oa hen-nez pobl Doué.

14. Râk pa édô pép-trâ enn eunn éhan didrouz, ha pa édô ann nôz é-kreiz hé réd hag hé hen̄t,

15. Da c’her holl-c’halloudek a zeûaz eûz ann én̄v, eûz hé drôn a roué, hag ével eur brézéliad krîz é tilammaz war ann douar-zé a dlié béza dispennet,

16. Gan̄d eur c’hlézé lemm enn hé zourn, é tougé da varn didorruz hag é leûniaz pép-trâ a varô ; hag hén̄ enn hé zâ war ann douar a dizé bétég enn én̄v.

17. Neûzé é oen̄t en̄krézet war-eunn-drô gan̄t gwélédigézou hag huvréou heûzuz, hag eur spoun̄t téar a grôgaz enn-hô.

18. Hag unan taolet enn eunn tû han̄ter-varô, hag eunn all enn eunn tû all, a ziskouezé ann abek eûz hô marô.

19. Ar gwélédigézou gan̄t péré é oan̄t bét spoun̄tet, hô dôa rôet da anaout kémen̄t-sé d’ézhô araok, gan̄d aoun na varvc’hen̄t hép gouzoud ann abek eûz ann drougou a c’houzan̄ven̄t.

20. Évit-gwîr ar ré reiz hô dôé ivé eunn taol a varô, hag ar bobl a oé skôet gan̄d eur gouli enn distrô : hôgen da vuanégez na badaz két pell.

21. Râg eunn dén dinam a hastaz da bédi évid ar bobl ; lakaad a réaz da eûbi d’id tiren hé zervich ; hag hé béden ô piña étrézég enn-od gan̄d ann ézan̄s a gennigé d’id, a sioulaaz da vuanégez, hag a lékéaz ar gouli da éhana, hag a ziskouézaz pénaoz é oa da zervicher.

22. Na drec’haz két ann en̄krez-zé gan̄t nerz ar c’horf, na gan̄t galloud ann armou, hôgen énébi a réaz oud ann dispenner, ô rei da goun d’ézhan̄ ar péz a oa bét touet d’hô zadou, hag ar gévrédigez a oa bét gréat gan̄t-hô.

23. Pa oa dijâ berniou tûd-varô kouézet ann eil war égilé, en em lékéaz étré-z-hô, hag éc’h harzaz oud ar frouden, hag é rannaz ann hen̄t a gasé étrézég ar ré a oa béô.

24. Râg ar béd holl a oa doaréet gan̄d ar zaé hîr a zougé ; hanvou brâz ann tadou kôz a oa kizellet war bévar reiz mein talvouduz, ha da hanô kaer-meûrbéd a oa kizellet war dalgenn hé benn.

25. O wélout kémen̄t-sé éc’h éhanaz ann dispenner, hag é oé spoun̄tet gan̄t-hô ; râg a-walc’h é oa béza diskouézet d’ézhô ann arnod-zé eûz da vuanégez.


————


XIX. PENNAD.


Burzudou Doué é-kén̄ver hé bobl enn distrô.


1. Hôgen buanégez Doué a gouézaz war ar ré fallagr bétég ann divez ; râg hén̄ a wélé a-raok ar péz a dlié da c’hoarvézout gan̄t-hô.

2. Râg hî, goudé béza aotréet gan̄d ann Israélited mon̄t-kuît, ha goudé béza hô lézet da von̄t gan̄t kalz a hast, hô dôé keûz kerken̄t, hag a iéaz war hô lerc’h.

3. Pa édo c’hoaz ann daérou enn hô daoulagad, ha pa lén̄ven̄t é-tâl bésiou hô mipien marô, é teûaz d’ézhô eur ménoz all, eur ménoz diskian̄t ; mon̄d a réjon̄t war lerc’h ar ré hô dôa ken̄t pédet stard da von̄t-kuît.

4. Da gémen̄t-sé é oan̄t kaset gan̄d eur rédi hô dôa dellézet : kollet é oa gan̄t-hô ann én̄vor eûz ar péz a oa c’hoarvézet gan̄t-hô, évit ma teûjé men̄t hô c’hastiz da véza leûniet gan̄d ar péz a oa réd évid hô feûr-en̄krez :

5. Ha ma teûjé da bobl enn hévéleb amzer da dreûzi ar môr enn eunn doaré burzuduz, pa zeûjé-hî da gavout ar marô enn eunn doaré névez.

6. Da holl grouadurien, ével er