Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/824

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
790
levr ar furnez.

13. Hôgen hen-nez a oar pénaoz eo gwasoc’h égéd ar ré all holl, hén̄ péhini a râ gan̄d ann hévélep douar listri bresk hag idolou kizellet.

14. Hôgen énébourien da bobl, hag ar ré a faez anézhan̄ a zô rôk, reûzeûdik ha diskian̄t dreist-holl,

15. O véza ma sellon̄t ével douéed holl idolou ar brôadou, péré na wélon̄t két gan̄d hô daoulagad, na c’houézon̄t két gan̄d hô difron, na glevon̄t két gan̄d hô diskouarn, na véron̄t két gan̄t biziad hô daouarn, ha na valéon̄t két gan̄d hô zreid,

16. Râg eunn dén eo en deûz hô gréat : hag ann hini é péhini eo bét lékéat ar spéred a vuez, eo en deûz hô doaréet. Dén é-béd na hell ôber eunn doué hén̄vel out-han̄ hé-unan.

17. O véza ma’z eo dalc’het d’ar marô (T), né râ gan̄d hé zaouarn fallagr néméd eunn dra varô. Ével-sé eo gwelloc’h hén̄ égéd ar ré a azeûl : râg hén̄ a vév, pétra bennâg ma tlé mervel, hôgen hî morsé, na bikenn.

18. Ar ré zistéra eûz al loéned a azeûlon̄t, péré ô véza hévélébékéet oud ar ré ziboell anézhô, a zô distéroc’h égét-hô.

19. Râk lôd eûz al loéned-zé a zô argarzuz da wélout : ha tec’het hô deûz diouc’h meûleûdigez ha bennoz Doué.


————


XVI. PENNAD.


Doué a gastiz ann Éjiptianed, hag a vennig ann Hébréed.


1. Râk-sé in̄t bét heskinet gan̄d ann hévélep loéned-zé ével ma tellézen̄t, ha gan̄d eul lôd brâz anézhô in̄t bét dispennet.

2. É léac’h ann en̄krézou-zé, éc’h eûz gréat-vâd d’as pobl ô rei d’ézhan̄ ar boéd c’houék en dôa c’hoan̄téet, oc’h aoza d’ézhan̄ koaḻed ével eur c’hik blazet-mâd.

3. Ar ré-zé gan̄d ann hast hô dôa da zibri, a heûgé zô-kén ar boédou a oa réd d’ézhô, enn abek d’ar gouliou en dôa Doué kaset d’ézhô ; hôgen ar ré-man̄ péré na oan̄t két bét pell enn ézomm, a gavaz-mâd ar boéd névez-zé.

4. Râk béz’ é oa réd é kouézché eunn disman̄tr didec’huz war ar ré hô dôa gréat heskin, ha diskouéza hép-kén d’ar ré all pénaoz é tisman̄trez hô énébourien.

5. Évit-gwîr eo bét taget ar ré-man̄ gan̄t loéned férô ; lazet in̄t bét gan̄d ar c’hrôg eûz a wall aéred ;

6. Hôgen da vuanégez na badaz két da vikenn : évid eur berr amzer é oen̄t en̄krézet gan̄d ar c’hastiz-zé, a oé da arouéz a zilvidigez d’ézhô, ha da én̄vor eûz a c’hourc’hémenn da lézen.

7. Râg ann hini a drôé oud ann aer-zé, na oa két iac’héet gan̄d ar péz a wélé, hôgen gan-éz, Salver ann holl :

8. Ha dré-zé éc’h eûz diskouézet d’hon énébourien, pénaoz eo té a denn a bép drouk.

9. Râg hî a zô bét lazet gan̄t krôg ar c’hiḻéien-raden hag ar c’helien, ha n’hô deûz két kavet a louzou évid hô iac’haat, râk dellézet hô dôa béza dispennet enn doaré-zé.

10. Hôgen da vugalé n’in̄t két bét trec’het gan̄d den̄t kon̄tammuz ann aéred ; râk da drugarez a zô deûet, hag é deûz hô iac’héet.

11. É koun eûz da lavariou é oan̄t flemmet, ha râk-tâl é oan̄t iac’héet, gan̄d aoun na gouézchen̄t enn eunn an̄kounac’h brâz eûz da lézen, ha na helc’hent mui dellézout da skoazel.

12. Râk né két eul louzaouen, né két eur palastr en deûz hô iac’heet, hôgen da c’hér, ô Aotrou, péhini a iac’ha pép-trâ.

13. Râk té eo, Aotrou, éc’h eûz ar galloud eûz ar vuez hag eûz ar marô, hag a gâs bété dôriou ar marô, hag a zigas ac’hanô.

14. Eunn dén a hell laza eunn all dré zrougiez ; hôgen pa vézô éat ar spéred er-méaz, n’hel lakai két da zistrei, ha na asgalvô két ann éné pa vézô éat-kuit :

15. Hôgen té, Aotrou, na helleur két tec’hout diouc’h da zourn.

16. Râk-sé ar ré fallagr pa hô deûz da zinac’het, a zô bét skourjézet gan̄t nerz da vréac’h : heskinet in̄t bét gan̄t glavéier dibaot, gan̄t kazarc’hiou ha