Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/823

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
789
levr ar furnez.

22. Ha né két bét a-walc’h d’ézhô béza bét faziet é-kén̄ver ann anaoudégez eûz a Zoué, hôgen ô véva enn eunn diroll brâz enn abek d’hô diwiziégez, é rôon̄t ann hanô a béoc’h da zrougou ker braz ha ker paot.

23. Râk pé é lazon̄t hô bugalé hô-unan, pé é réon̄t é-kûz gwall zakrifisou, pé é lidon̄t nôzvésiou leûn a vézégez.

24. Na viron̄t reiz é-béd nag enn hô buézégez, nag enn hô dimiziou ; hôgen ann eil a lâz égilé dré érez, pé a vézéka anézhan̄ gan̄d ann avoultriez.

25. Ha kemmesket eo pép-trâ, ar goâd, al lazérez, al laéron̄si, ann touellérez, ar saotr, ann disléalded, ar reûstl, ar gwall-sé, strafiḻ ann dûd reiz.

20. Ann an̄kounac’h eûz a Zoué, dic’hlanded ann énéou, ann diforc’hidigez, distardded ann dimiziou, direizded ann avoultriez hag ar c’hadélez.

27. Râk kéélidigez ann idolou eo ann abek, ar penn-ken̄ta hag ar penn-divéza eûz ann holl zrouk.

28. Râk pé é pensaouton̄t enn hô ébatou, pé é tiouganon̄t é gaou, pé é vévon̄t enn eunn doaré direiz, pé é touon̄t é gaou.

29. Râk pa lékéon̄t hô fisian̄s enn idolou, péré n’hô deûz két a éné, n’hô deûz két a aoun da véza kastizet enn abek d’hô gwall-léou.

30. Hôgen a bép tû é teûi ar c’hastiz d’ézhô, ô véza ma hô deûz bét gwall vénosiou é-kén̄ver Doué, ô kééla ann idolou, ha ma hô deûz gréat gwall-léou, ô tisprizout ar reizded.

31. Râk né két galloud ar ré dré béré eo bét touet, hôgen ar reizded a heskin ar béc’herien a gastiz bépréd disléalded ann dûd direiz.


————


XV. PENNAD.


Dallen̄tez ar ré a râ idolou.


1. Hôgen té, hon Doué, a zô kûn̄ ha gwirion, hag habask ; hag é rénez pép-trâ gan̄t trugarez.

2. Ha pa hor bé péc’het, omp d’id, pa anavézomp da veûrded : ha ma n’hon eûz két péc’het, éc’h ouzomp pénaoz omb bét nivéret é-touez da ré.

3. Râk da anaout eo ar reizded klôk : ha gouzoud da reizded ha da reizded ha da c’halloud, eo grisien ar beûr-badélez.

4. Hôgen ni n’omp két bét touellet gan̄t gwall ôberiou ijin ann dûd, na gan̄t labour difrouez al livadurez, na gan̄d ar skeûdennou marellet,

5. Péré a laka gwall-ioul enn eunn dén diskian̄t, hag hel laka da garout skeûd eunn dra diéné.

6. Ar ré a gâr ann drouk a hell lakaad hô géd enn hévélep douéed, kerkoulz ar ré hô grâ, hag ar ré hô c’hâr, hag ar ré hô azeûl.

7. Eur pôder péhini a vér ar pri gwâg, a râ gan̄d hé labour ann holl listri a zô mâd évid-omp ; gan̄d ann hévélep prî é râ al listri a zô mâd évid ann traou déréad, hag ar ré n’in̄t mâd néméd évid ann traou dizéréad ; hag ar pôder eo a venn da bétrâ é vézô mâd ann eil hag égilé anézhô.

8. Ha goudé-zé gan̄d eul labour didalvez é râ eunn doué gan̄d ann hévélep prî, hén̄ péhini, n’eûz két pell, a zô bet gréat gan̄d douar, ha péhini abarz némeûr a dlé distrei enn douar a béhini eo bét tennet, pa vézô goulennet digan̄t-han̄ ann ené a oa bét rôet d’ézhan̄ évid eunn amzer.

9. Hôgen na laka két hé bréder er boan en dévézô, nag é berder hé vuez ; trec’hi a fell d’ézhan̄ ar ré a labour enn aour hag enn arc’han̄t ; heûlia a râ ar ré a labour enn arem, hag é laka hé c’hloar oc’h ôbêr traou didalvez.

10. Râk ludu eo hé galoun, douar dister hé c’héd, ha displétoc’h égét fan̄k hé vuez ;

11. O véza na anavez két hén̄ ann hini en deûz hé c’hréat, ann hini en deûz lékéât da zével enn-han̄ ann éné hel laka da laboura, ann hini en deûz c’houézet enn-han̄ ar spéred a vuez.

12. Lôd hô deûz krédet pénaoz hor buez n’eo néméd eur c’hoari ; ha lôd all pénaoz n’eo néméd eur werzidigez évid ôber gounidou, ha pénaoz eo réd dastumi madou a béb hen̄t mâd pé fall.