Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/822

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
788
levr ar furnez.

a zô sempl ; ar vuez a c’houlenn digan̄t eunn dra varô ; hag é c’halv da skoazel ann hini na hell két en em skoazella hé-unan.

19. Évit gellout kerzout, é péd ann hini ha na hell két baléa. Ha pa fell d’ézhan̄ préna pé ôber eunn dra, pé don̄d a-benn eûz a eunn dra, é ped ann hini hag a zô didalvez é pép-trâ.


————


XIV. PENNAD.


Pénaoz eo deûet ann idolatri.


1. Eunn all ivé ô fellout d’ézhan̄ mon̄t war vôr, en em laka enn hen̄t war ar c’hoummou kéflusket, hag a béd eunn tamm koat breskoc’h égéd ar c’hoat a zoug anézhan̄.

2. Râg ar c’hoan̄t gounid eo en deûz mennet hé zoaréa, hag ar méchérour en deûz hé labouret gan̄d hé wénded.

3. Hôgen da râg-gwéled, ô Tâd, péhini a rén anézhan̄ : râk té eo éc’h eûz digoret eunn hen̄t a-dreûz d’ar môr, hag eur raven̄t kalet é-kreiz ar c’hoummou,

4. Évid diskouéza pénaoz é hellez tenna eûz a bép gwall, ha pa en em rôjé eur ré war ar môr héb ijin é-béd.

5. Hôgen évit na vézô két didalvez ôberiou da furnez, n’hô deûz két a aoun ann dûd da fisiout hô buez enn eur c’hoat dister, hag ô treûzi ar môr, en em zieûbon̄t gan̄d eul léstr.

6. Ével-sé adaleg ar penn-ken̄ta pa oé dispennet gan-éz al lan̄gouinéien, eul léstr a oé ar géd eûz ar béd holl, ha rénet gan̄d da zourn, é viraz évid ar béd ar wenn eûz a béhini é tlié béza ganet a-névez.

7. Râg ar c’hoat dré béhini eo bét gréat ar reizded, a zô eur c’hoat benniget.

8. Hôgen ar c’hoat gan̄t péhini é réeur ann idol, a zô milliget hé-unan, kerkouls hag ann hini en deûz hé c’hréat ; hé-man̄ ô véza ma en deûz gréat eunn idol, hag hen-nez ô véza ma eo eur c’hoat bresk, ha ma toug ann hanô a zoué.

9. Râk Doué a gasa enn eunn doaré kévatal ar fallagr hag hé fallagriez.

10. Râg al labour gréat a c’houzan̄vô ann hévélep poan, hag ann hini en dévézô hé c’hréat.

11. Râk-sé idolou ar brôadou na vézin̄t két espernet, ô véza ma eo deûet krouadurien Doué da véza argarzuz, ha da abeg a douellérez évid ann dûd, ha da lindâg évit treid ar ré ziskian̄t.

12. Râg arnod ann idolou eo bét penn-ken̄ta ar fallagriez, hag ann diazez anézhô saotr ar vuez.

13. N’in̄t két bét adaleg ar penn-ken̄ta, ha na vézin̄t két da-vikenn.

14. Avel ann dûd eo é deûz hô digaset er béd : ha dré-zé é teûiô ann divez anézhô abarz némeûr.

15. Eunn tâd glac’haret eûz a varô téar hé vâb, a lékéaz da ôber skeûden ann hini a oa bét skrapet digan̄t-han̄ ker buhan, hag é téraouaz azeûli ével eunn doué ann hini a oa marô ével eunn dén a-nevez é oa ; hag é savaz évit-han̄ eur géélidigez ha sakrifisou é-touez hé zervicherien.

16. Goudé-zé gan̄d ann amzer, ar gwall voaz-zé a startaaz, ar fazi a oé miret ével eul lézen, hag ar skeûdennou a oé azeûlet gan̄t gourc’hémenn ar rouééd.

17. Ann dûd ivé pa na hellen̄t két énori ar ré a oa ré bell, a lékéaz da zigas a bell ann daolen anézhô ; hag é tiskouézchon̄t skeûden ar roué a fellé d’ézhô da énori, évit kéela gan̄t préder, hag ével bézan̄d ann hini a oa pell.

18. Gwénded brâz ar gizellerien a greskaz c’hoaz kalz ar géélidigez-zé é spéred ar ré ziskian̄t.

19. Pép-hini anézhô évit plijout d’ann hini a brédérié anézhan̄, a labouraz gwella ma hellaz évid ôber eur skeûden glôk.

20. Hag eul lôd brâz a dûd saouzanet gan̄d ar c’haerded eûz al labour, a zellaz ével eunn doué ann hini en dôa énoret nébeûd a oa ével eunn dén.

21. Ac’hanô eo deûet mézévellidigez buez ann dén, péhini pé dré garan̄tez, pé évit plijout d’ar rouéed, hô deûz rôet da vein pé da goat eunn hanô ha na oa két dléet d’ézhô.