Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/821

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
787
levr ar furnez.

diboell hag enn direiz, éc’h eûz rôet en̄krézou brâz gan̄d ar péz hô dôa azeûlet.

24. Râk pell-amzer hô dôa kerzet é hen̄t ar fazi, ô sellout ével douéed al loéned ar ré zispléta, hag ô véva ével bugalé diskian̄t.

25. Râk-sé éc’h eûz gréat goab anézhô, oc’h hô c’hastiza ével bugalé diskian̄t.

26. Hôgen ar ré péré n’in̄t két bét kastizet a-walc’h gan̄d ann dael ha gan̄d ar c’hrôz, hô deûz gouzan̄vet eur varn dîn eûz a eunn Doué.

27. Râk doaniet ô wélout pénaoz é oan̄t en̄krézet gan̄d ann traou a zellen̄t ével douéed, ha pénaoz é oan̄t dispennet gan̄t-hô, éc’h anavézchon̄t ar gwir Zoué, péhini na fellé két d’ézhô da anaout ken̄t ; hôgen gan̄d ann divéza barn é oen̄t mac’het.


————


XIII. PENNAD.


Dallen̄tez ar ré péré hô deûz rôet ann hanô a Zoué da labour daouarn ann dûd.


1. Avel n’eo kén ann dûd péré na anavézon̄t két Doué, ha n’hô deûz két gellet poella, gan̄d ar madou a wéleur, ann hini a zô, ha n’hô deûz két anavézet ar C’hrouer, ô selloud oc’h hé ôberiou.

2. Hôgen hî hô deûz krédet pénaoz ann tân, pé ann avel, pé ann éar skan̄v, pé strollad ar stéred, pé loun̄k ann douréier, pé ann héol hag al loar, a oa ann douéed a réné ar bed holl.

3. Ma hô deûz krédet pénaoz é oa ar ré-man̄ douéed, ô véza ma oan̄t kaer ; gwézen̄t pégémen̄t eo kaéroc’h c’hoaz ann hini a zô hô Aotrou ; râk krouer ann holl gaerded eo en deûz gréat kémen̄t-sé holl.

4. Ma in̄t bét souézet gan̄t galloud hag ôberiou ar ré-man̄ ; ra boellin̄t ac’hanô pénaoz eo c’hoaz krévoc’h ann hini en deûz hô gréat.

5. Râg ar brasder hag ar c’haerder eûz ar c’hrouadur a rô da anaout ha da wélout ar c’hrouer anézhô ;

6. Hôgen né két c’hoaz kenn tamalluz ar ré-man̄ ; râk mar teûon̄t da fazia, eo martézé ô klask Doué, ha gan̄d ar c’hoan̄t d’hé gavout.

7. Hé glask a réon̄t ô véva é-kreiz hé ôberiou ; ha saouzanet in̄t gan̄d ar c’haerded eûz ann traou a wélon̄t.

8. Hôgen a-hen̄d-all na zellézon̄t két a drugarez.

9. Râk ma hô deûz bét gwiziégez a-walc’h évid anaout reiz ar béd, pénaoz n’hô deûs-hi két kavet éasoc’h c’hoaz ann hini a zô da Aotrou war-n-ézhan̄ !

10. Hôgen reûzeûdig eo, ha dic’héd néméd é-touez ar ré varô, ar ré péré a rô ann hanô a zouéed da ôberiou dourn ann dûd, d’ann aour ha d’ann arc’han̄t, da ijinou ar skian̄t, da skeûdennou al loened, ha da eur méan didalvez, labour eunn dourn ann amzer gôz.

11. Eul labourer gwén a drouc’h enn eur c’hoat eur wézen éeun ; hé diruska a râ gan̄d ijin, hag ô laboura diouc’h hé skian̄t, é râ gan̄t-hi eunn annez évid ézommou ar vuez.

12. Gan̄d ar péz a zô choumet goudé hé labour, é râ tân évid aoza hé voéd :

13. Hag ô wélout pénaoz ann dilerc’h eûz ar wézen n’eô mâd da nétrâ, ô véza ma eo eur c’hoat kroumm, ha leûn a skôdou, é kizell anézhan̄ gan̄t préder enn hé amzer gollet, hag é rô eunn doaré d’ézhan̄ gan̄d hé wiziégez, hag hel laka da véza hén̄vel oud eunn dén,

14. Pé oud eul loen-bennâg ; hag ô liva anézhan̄ gan̄t liou tané, hel laka da véza rûz, hag é kûz gan̄d al liou ann holl nammou anézhan̄.

15. Ober a râ évit-han̄ eul lôjel gaer ; hé lakaad a râ er vôger, hag é starta anézhan̄ gan̄d houarn ;

16. Gan̄d aoun na gouézché. Évez a laka, ô véza ma oar pénaoz na hell két en em skoazella hé-unan ; râg eur skeûden n’eo kén, hag eûz a eur skoazel en deûz ézomm.

17. Gwéstlou a râ d’ézhan̄, hag é péd anézhan̄ évid hé vadou, évid hé vugalé, évid eunn dimézi. N’en deûz kéd a véz ô komza oud eunn dra diéné :

18. Évid hé iéc’hed é péd ann hini