Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/820

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
786
levr ar furnez.

ô véza ma eo pép-trâ d’id, ô Aotrou, péhini a gâr ann énéou.


————


XII. PENNAD.


Madélez hag habaskded Doué.


1. O Aotrou, péger mad eo da spéred, ha péger kun̄ eo é pép-trâ !

2. Râk-sé eo é kastizez nébeûd-a-nébeûd ar ré a fazi ; hag é kélennez hag é ken̄téliez ar ré hô deûz péc’het ; évit ma tilézin̄t ann drouk, ha ma krédin̄t enn-od, Aotrou.

3. Té a argarzé ar ré a choumé ken̄t enn da zouar san̄tel,

4. O véza ma réan̄t ôberiou kasauz gan̄t strôbinellou ha gan̄t sakrifisou fallagr,

5. Ma lazen̄t hép truez hô bugalé hô-unan, ma tebren̄t bouzellou ann dûd, ma loun̄ken̄t ar goâd a-énep d’as gourc’hémenn san̄tel ;

6. Ha m’az oan̄t kévret ann tadou hag al lazerien-mâb eûz ann énéou dilézet ; hag eo bét fellet d’id hô c’holl dré zaouarn hon tadou,

7. Évit ma teûjé ann douar-zé, péhini eo ar muia-karet gan-éz, da véza da zigwéz dellézuz da vugalé Doué.

8. Hôgen hô espernet éc’h eûz ével tûd m’az oan̄t, hag éc’h eûz kaset gwesped ével ar réderien é-raok da armé, évit ma hô dispenchen̄t a-nébeûd-é-nébeût.

9. Né két n’az pijé gellet lakaad da bléga gan̄d ar brézel ar ré fallagr dindân ar ré reiz, pé hô dispenna gan̄d al loéned ferô, pé gan̄d eur gér garô ac’hanod :

10. Hôgen oc’h hô barna a-zez-é-dez, é rôez léac’h d’ézhô da ôber pinijen, pétrâ-bennâg ma wiez pénaoz é oa eur gwall vrôad, ha ma oa hô drougiez enn hô aoz, ha na zistrôjé bikenn hô gwall vénoz :

11. Râg hô gwenn a oa milliget adaleg ar penn-ken̄ta : hag oc’h hô espernout evel-sé enn hô féc’héjou, n’ez pôa aoun râk dén é-béd.

12. Râk piou a lavarô d’id : Pérâg éc’h eûs-té gréat ével sé ? Pé piou a zavô a énep da varn ? Pé piou en em ziskouézô dira-z-od évid difenni ann dûd fallagr ? Pé piou a damallô ac’hanod mar tispennez ar brôadou éz pôa krouet ?

13. Râg goudé té, péhini a lékéez da bréder enn holl dûd, n’eûz Doué all é-béd dirâk péhini é tléfez diskouéza pénaoz n’eûz nétrâ a zireiz er barnou a zougez.

14. N’eûz na roué na prin̄s a gémen̄d a helfé en̄klaskout pérâg é tispennez eur ré.

15. O véza éta ma oud reiz, é rénes pép-trâ gan̄t reizded ; hag é sellez ével eunn dra er-méaz eûz da c’halloud, tamalloud eur ré péhini na zellez két béza kastizet.

16. Râk da c’halloud eo ar penn-abek eûz ar reizded ; hag ô véza ma oud Aotrou ann holl, oud daman̄tuz é-kén̄ver ann holl.

17. Da c’halloud a ziskouézez, pa na grédeur két éz pé eur c’halloudégez vrâz, hag é vézékeez herder ar ré peré na anavézon̄t két ac’hanod.

18. Hôgen ô véza ma oud ann Aotrou galloudek, é varnez gan̄d habaskded, hag é rénez ac’hanomp gan̄t kalz a azaouez : râk pa giri é helli diskouéza da c’halloud.

19. Oc’h ôber ével-sé éc’h eûz desket d’as pobl pénaoz eo réd béza reiz hag hégarad ; hag eur géd mâd éc’h eûz rôet d’as pugalé ; pa eo gwîr pénaoz oc’h hô barna, é rôez léac’h d’ézhô da ôber pinijen goudé hô féc’héjou.

20. Râk pa éc’h eûz kastizet énébourien da zervicherien hag ar ré hô dôa dellézet ar marô, pa éc’h eûz gréat kémen̄t-sé gan̄t kémen̄d a azaouez, ô rei d’ézhô ann amzer hag al léac’h da hellout distrei eûz hô drougiez ;

21. Gan̄t péger brâz évez éc’h eûz-té barnet da vipien, da dadou péré éz pôa rôet da c’hér gan̄t lé, ô rei da c’héda d’ézhô madou ker braz ?

22. Pa rôez éta kélen d’é-omp, éc’h en̄krézez hon énébourien é meûr a zoaré, évit ma likiimb évez oud da vadélez enn da varnou, ha ma c’hédimp da drugarez, pa deûi d’hor barna.

23. Dré-zé d’ar ré hô dôa bévet enn