Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/819

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
785
levr ar furnez.


X. PENNAD.


Ar furnez é deûz kaset ann Israélited a-dreûz d’ann distrô.


1. Hô c’haset é deûz enn hô ôberiou gan̄d eur profed san̄tel.

2. Kerzet hô deûz a-dreûz lec’hiou distrô, hag a oa dizud : hag é lec’hiou distrô hô deûz steñet hô zeltou.

3. Oud hô énébourien in̄t bét savet, ha tréac’h in̄t bét d’ézhô.

4. Séc’hed hô deûz bét, hag hô deûz da bédet ; ha té éc’h eûz rôet d’ézhô eûz a eur roc’h uc’hel, hag hô zéc’hed a zô bét torret gan̄d eur méan kalet.

5. Râg ével ma oa kastizet hô énébourien, pa na gaven̄t két a zour, enn hévéleb amzer ma en em laouénéé bugalé Israel ô véza ma hô dôa hô gwalc’h a zour,

6. Hén̄ a réaz vâd d’hé dûd neûzé, ô rei d’ézhô dour, pa hô dôa ézomm.

7. Ével-sé é-léac’h douréier eur ster hag a rédé bépréd, éc’h eûz rôet goad dén da éva d’ar ré zireiz.

8. Hag é-léac’h ma varvé ar ré-man̄ enn abek d’ar vugalé hô dôa lazet, éc’h eûz rôet d’as tûd dour a-walc’h pa n’hé c’héden̄t két ;

9. O tiskouéza dré ar zéc’hed a c’hoarvézaz neûzé, pénaoz é savez da dûd, hag é lékéez da vervel hô énébourien.

10. Râg goudé ma eo bét arnodet da ré, hôgen gan̄d eur c’hastiz leûn a drugarez, hô deûz anavézet pénaoz éc’h en̄krézez ar ré fallagr, oc’h hô barna enn da frouden.

11. Ar ré-man̄ éc’h eûz arnodet ével eunn tâd péhini a gélen, ar ré-zé éc’h eûz kastizet ével eur roué a varn gan̄t garven̄tez.

12. Râk pé é oan̄t gan̄t-hô, pé né oan̄t két, in̄t bét en̄krézet.

13. Diou zoan ha daou geinvan hô dôa, pa zeûé da goun d’ézhô ar péz a oa treménet.

14. Pa glevc’hon̄t pénaoz ar péz en dôa hô en̄krézet a oa deûet da vâd évid ar ré all, éc’h anavézchon̄t ann Aotrou, souézet ma oan̄t gan̄d digwéz ann traou.

15. Enn divez é selchon̄t gan̄t souéz oud ann hini a béhini hô dôa gréat goab, enn abek d’ar gwall zilez a oa bét gréat anézhan̄ pa wélchon̄t pénaoz é oa dishen̄vel hô zéc’hed diouc’h hini ar ré reiz.

16. Hag ô véza ma eo hét fellet d’id kastiza ar ménosiou diskian̄t eûz a fallagriez ar boblou-zé, ha dirollou lôd anézhô péré a azeûlé aéred mûd, ha loéned displéd, éc’h eûz kaset d’ézhô évid en em ven̄ji, eul lôd brâz a loéned vûd :

17. Évit ma wézchen̄t pénaoz pép-hini a zô en̄krézet gan̄d ar péz gan̄t péhini en deûz péc’het.

18. Râk né oa két diez d’as dourn galloudek, péhini en deûz krouet ar béd gan̄d eunn danvez dizoaré, kâs out-hô eul lôd brâz a oursed, pé a léoned férô,

19. Pé loéned eûz a eur wenn névez ha dianaf, leûn a frouden, péré a daolché flammou eûz hô difron, pé a fenché eur môged dû, pé a strin̄kché eûz hô daoulagad elvennou tân hag hî eûzuz ;

20. Péré hô dévijé gellet hô laza gan̄d hô den̄t, pé hô lakaad da vervel gan̄d ar spoun̄t oc’h hô gwélout.

21. Hép-sé zô-kén é hellen̄t béza lazet gan̄d eur c’houézaden, gan̄d ann heskin eûz hô gwallou hô-unan, ha diskaret gan̄d ar c’houéz eûz da c’halloud : hôgen té a reiz pép-trâ gan̄t men̄t, gan̄t niver, ha gan̄t poéz.

22. Râg ar véli vrâz a zô d’id da-unan, hag a choum bépréd gan-éz : ha piou a hellô énébi oud da vréac’h ?

23. Ar béd holl a zô dira-z-oud ével eur poéz bihan a lékéeur er valan̄s, hag ével eur banné glîz a gouéz war ann douar diouc’h ar min̄tin.

24. Hôgen truez éc’h eûz oud ann dûd holl, ô véza ma hellez pép-trâ, hag é c’hôlôez hô féc’héjou évit ma rain̄t pinijen.

25. Râk té a gâr kémen̄d a zô, ha na gasaez nétrâ eûz a gémen̄t éc’h eût gréat ; râk ma éz pijé hé gaséet, n’az pijé két hé c’hréat.

26. Pétrâ a helfé padout, ma na felfé két d’id ? Pé a helfé en em virout hép da urs ?

27. Habask oud é-kén̄ver ann holl,