Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/817

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
783
levr ar furnez.

délez, hag é lézinn eunn hanô peûr-baduz d’ar ré a zeûi va-goudé.

14. Ar boblou a réninn ; hag ar brôadou a vézô dindân va galloud.

15. Ar rouéed ar ré gréva a vézô spoun̄tet, pa glevin̄t komza diwar va fenn ; mé a ziskouézô pénaoz ounn mâd é-kén̄ver va fobl, ha galloudek er brézel.

16. P’az inn em zî, éc’h éhaninn gan̄t-hi : râg hé frézégen né két c’houerô, na doaniuz hé darempred ; hôgen laouénidigez ha dudi in̄t.

17. Hôgen ô venna kémen̄t-sé, oc’h hé boelladi em c’haloun, ô véza ma éma ar beûr-badélez kévret gan̄d ar furnez,

18. Eunn dudi brâz enn hé c’haran̄tez, pinvidigézou diniver é ôberiou hé daouarn, ar poell é stourmou hé lavariou, hag eur c’hloar vrâz é roidigez hé lavariou ; em eûz hé c’hlasket trô-war-drô, évid hé c’hémérout évidoun.

19. Hôgen eur bugel gwén é oann, hag eunn éné mâd em bôa bét.

20. Hag ô ton̄t da véza mâd mui-oc’h-vui, ounn deûet enn eur c’horf dizaotr.

21. Hag ô véza ma wienn pénaoz na hellenn két kaout ann dalc’h, némét rôet é vé bét d’in gan̄d Doué ; hag ar furnez é oa gouzout a béhini é teûé ar ré-zé, é komziz ouc’h ann Aotrou, é pédiz anézhan̄, hag é liviriz d’ézhan̄ a greiz va c’haloun :


————


IX. PENNAD.


Péden évit goulenni ar furnez.


1. Doué va zadou, Aotrou a drugarez, té péhini éc’h eûz gréat pép-trâ gan̄d da c’hér,

2. Té péhini éc’h eûz doaréet ann dén gan̄d da furnez, évit ma en dévijé ann aotrouniez war ar grouadurien éc’h eûz gréat,

3. Évit ma renché ar béd gan̄d éeunder ha gan̄t reizded, ha ma tougché hé varnou enn éeunder hé galoun ;

4. Rô d’in ar furnez a zô azézet gan-éz wâr da drôn, ha n’am distol két eûz a douez da vugalé ;

5. Râk da zervicher ounn, ha mâb da vatez, eunn dén gwân, a vuez verr, ha dic’halloudek é-kén̄ver ar furnez eûz ar varn hag eûz al lézennou.

6. Râg ha pa vé eur ré gwiziek-brâz é-touez ann dûd, ma n’éma két da furnez enn-han̄, ével nétrâ é vézô sellet.

7. Va dilennet éc’h eûz da roué d’as pobl, ha da varner d’as mipien ha d’as merc’hed :

8. Lavaret éc’h eûz d’in sével eunn templ war da vénez san̄tel, hag eunn aoter er géar é péhini é choumez, hén̄vel oud da dabernakl san̄tel, éc’h eûz aozet adaleg ar penn-ken̄ta :

9. Ha da furnez pehini a zô gan-éz, eo ann hini a anavez da ôberiou, ann hini a oa énô dira-z-oud pa éc’h eûz gréat ar béd, hag a oar pétrâ a zô mâd dirâk da zaoulagad, ha pétrâ eo éeunder da gémennou.

10. Kâs-hi eûz ann én̄vou da zan̄tuar, hag eûz a drôn da veûrded, évit ma vézô ha ma labourô gan-én, ha ma wézinn pétrâ a zô kavet mâd gan-éz.

11. Râg hî a oar hag a boell pép-trâ ; va c’hâs a rai em ôberiou gan̄d évez-mâd, hag é tiwallô ac’hanoun gan̄d hé galloud.

12. Ha va ôberiou a vézô hétuz d’id ; hag é réninn va fobl gan̄t reiz, hag é vézinn dîn eûz a drôn va zâd.

13. Râk piou eo ann dén a helfé anaout ménoz Doué ? Pé piou a helfé gouzout pétrâ a fell da Zoué ?

14. Râk ménosiou ann dûd a zô abaf, hag hor ken̄t-gwélou a zô arvaruz.

15. Râg ar c’horf péhini en em zaotr a bounnéra ann éné, hag ann ti douar-zé a wask war ar spéred enn niver brâz a bréderiou.

16. Diez eo d’é-omp gouzout ar péz a zô war ann douar ; hag a véac’h eo mar gwélomp ar péz a zô dira-z-omp. Hôgen piou a hellô gwélout ar péz a zô enn en̄vou ?

17. Hôgen piou a anavézô da vénoz, ma na rôez da-unan ar furnez, ha ma na gasez da spéred san̄tel eûz ann uc’héla eûz ann én̄vou ;