Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/814

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
780
levr ar furnez.

15. Râg géd ann dén fallagr a zô ével ar plouz a zô savet gan̄d ann avel ; hag ével ann éon skan̄v a zô skiñet gan̄d ann arné, hag ével ar môged a zô bévézet gan̄d ann avel ; hag ével én̄vor eunn tréméniad ha na choum néméd eunn dervez.

16. Hôgen ar ré reiz a vévô da-vikenn ; é tî ann Aotrou é vézô hô gôbr, hag ar c’houn anézhô é tî ann Uc’hel-meûrbéd.

17. Râk-sé é vézô rôet d’ézhô gan̄d dourn ann Aotrou eur rouan̄télez gaer, hag eur gurunen skéduz : râg hô gôlei a rai gan̄d hé zourn déou, hag é tiwallô anézhô gan̄d hé vréac’h zan̄tel.

18. Hé oaz a gémérô hé armou, hag éc’h armô hé grouadurien évid en em ven̄ji eûz hé enébourien.

19. Da harnez é kémérô ar reizded, ha da dôk-houarn eur varn gwîr.

20. Kéméroud a rai ann éeunder ével eunn diren didreûzuz.

21. Hôgen lemma a rai hé vuanégez didruez é-c’hîz eur goaf, hag ar béd holl a stourmô gan̄t-han̄ a-éneb ar ré ziskian̄t.

22. Ar c’hurunou a iélô râg-éeun étrézég enn-hô ; hag hî a vézô bannet eûz ar c’hoabr ével saésiou eur warek steñet-kaer, hag é kouézin̄t war eul léac’h merket.

23. Buanégez Doué, ker kalet hag ar méan, a gasô kazarc’h out-hô ; ar môr a daolô out-hô hé zour gwennet, hag ar steriou a zic’hlannô gan̄t frouden.

24. Eunn avel gré a savô out-hô, hag a skiñô anézhô ével eur gourven̄ten ; hô fallagriez a gasô ann douar holl da eunn distrô, hag hô drougiez a ziskarô trôn ar ré c’halloudek.


————


VI. PENNAD.


Eûr-vâd ar ré a heûl ar furnez.


1. Gwell eo ar furnez égéd ann nerz ; ha gwell eo ann dén fur égéd ann dén kré.

2. Klevid éta, rouéed, ha poellit ; deskit, barnérien ann douar.

3. Rôit skouarn, c’houi péré a rén ar boblou, hag a zô fougé gan-é-hoc’h kaout ar brôadou dindân hô kalloud.

4. Râg ar galloud a zô bét rôet d’é-hoc’h gan̄d ann Aotrou, hag ann nerz gan̄d ann Uc’hel-meûrbéd, péhini a en̄klaskô hoc’h ôberiou, hag a furchô hô ménosiou :

5. O véza, pa oc’h ministred hé rouan̄télez, n’hoc’h eûz két barnet gan̄d éeunder, n’hoc’h eûz két miret lézen ar reizded, ha n’hoc’h eûz két baléet hervez ioul Doué.

6. Enn eunn doaré spoun̄tuz hag abarz némeûr en em ziskouézô d’é-hoc’h : râg eur varn didruez a rai d’ar ré a rén ar ré all.

7. Râk trugarez a gâv ar ré zister ; hôgen ar ré c’halloudek a vézô en̄krézet gan̄t kalz a c’harvder.

8. Râg Doué n’en dévézô azaouez é-béd évid dén ; ha na zoujô brasder hini é-béd : râg ar ré vihan en deûz gréat kerkoulz hag ar ré vrâs : hag hé bréder a laka enn holl.

9. Hôgen ar brasa en̄krézou a zô miret évid ar ré vrasa.

10. Évid-hoc’h éta, ô rouéed, eo ar geriou-man̄ d’in, évit ma teskot ar furnez, ha na bellaot két diout-hi.

11. Râg ar ré hô dévézô heûliet ar reiz gan̄t reizded, a vézô san̄télet ; hag ar ré hô dévézô desket kémen̄t-man̄, a gavô péadrâ d’en em zifenni.

12. Ioulit éta va lavariou, karit-hô, hag hô pézô ar gelennadurez.

13. Splann eo ar furnez, ha na zeû morsé da wén̄vi ; ar ré hé c’hâr, hé gwél hép poan, hag ar ré hé c’hlask, hé c’hâv.

14. Diaraogi a râ ar ré a c’hoan̄ta anézhi, hag hi en em ziskouéz d’ézhô da-gen̄ta.

15. Néb a veḻ diouc’h ar min̄tin évid hé c’haout, n’en dévézô két a boan ; hé c’havout a rai azézet é-tâl hé zôr.

16. Lakaad hé vénoz enn-hi eo éta eur furnez klôk ; hag ann hini a veḻô évit-hi, a vézô buhan enn éhan.

17. Râg hî a drô hé-unan a bép tû, évit klaskout ar ré a zellez anézhi : en em ziskouéza a râ d’ézhô gan̄d dudi enn hé hen̄c’hou, hag éz a d’hô diambrouga gan̄d hé holl râg-gwél.