Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/813

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
779
levr ar furnez.

han̄ ével bléô gwenn, hag eur vuez dinam ével eur gôzni eûruz.

10. Néb en deûz plijet da Zoué a zô bét dilennet gan̄t-han̄, hag hé zizouget en deôz, pa vévé é-touez ar béc’hérien.

11. Skrapet eo bét gan̄t-han̄ gan̄d aoun na vé bét saotret hé skian̄t gan̄d ann drougiez, ha na vé bét saouzanet hé éné gan̄d ann touellérez.

12. Râk strôbinel ar vibiliez a dén̄vala ar mâd, ha diboell ar wall-ioul a ziskar ar spéred dizroug.

13. Pétrâ-bennag ma en deûz bévet berr amzer, en deûz leûniet eur vuez hîr.

14. Râg hé éné a oa kavet mâd gan̄t Doué ; râk-sé eo en em hastet d’hé denna eûz a greiz ar fallagriez. Ar boblou a wél kémen̄t-sé, ha na boellon̄t két ; na zeû két enn hô ménoz,

15. Pénaoz éma grâs Doué hag hé drugarez war hé zen̄t, hag hé azaouez war hé ré zilennet.

16. Hôgen ann dén reiz marô a damall ar ré fallagr béô ; hag ar iaouan̄ktiz tréménet buhan a damall buez hîr ann dén direiz.

17. Râk hî a wélô marô ann dén fûr, ha na boellin̄t két pétrâ en dévézô mennet Doué diwar hé benn, ha pérâg en dévézô ann Aotrou hé gennerzet.

18. Hi a wélô, hag a zisprizô anézhan̄ ; hôgen ann Aotrou a rai goab anézhô.

19. Goudé-zé é varvin̄t héb énor, hag éz ain̄t é-touez ar ré varô enn eur vézégez peûr-baduz ; râg ann Aotrou a vrévô anézhô, hag hô lakai da véza mézek ha mûd ; hô héja a rai bétég ann diazéz, ha bétég ann divéza glac’har é kasô anézhô ; keina a rain̄t, hag ann én̄vor anézhô a vézô kollet.

20. Leûn a spoun̄t é teûin̄t pa hô dévézô koun eûz féc’héjou, hag hô fallagriézou a zavô da damall enn hô énep.


————


V. PENNAD.


Gounid ar ré reiz. Keûz didalvez ar ré zireiz.


1. Neûzé ar ré reiz a zavô gan̄d eunn herder brâz a-éneb ar ré hô dévézô aozet spiou out-hô, hag hô dévézô lamet diout-hô frouez hô labouriou.

2. Ar ré zireiz ô wélout kémen̄t-sé a vézô spoun̄tet-brâz, hag a vézô souézet pa wélin̄t ar ré reiz salvet.

3. Hag é livirin̄t enn-hô hô-unan, gan̄d ar c’heûz, ha gan̄d ann an̄ken a waskô war hô c’haloun : Ar ré-zé eo a béré hon eûz gwéc’hall gréat goab, ha péré hon eûz gôlôet a vézégez.

4. Pégen diskian̄t é oamp ; hô buez a zellemp ével eur follen̄tez, hag hô marô ével eunn drâ héb énor.

5. Chétu koulskoudé émin̄t nivéret é-touez bugalé Doué, hag hô lôd a zô é-touez ar zen̄t.

6. Faziet omb éta eûz a hen̄t ar wirionez, goulou ar reiz n’en deûz két luc’het évid-omp, hag héol ar furnez né két bét savet war-n-omp.

7. Skuizet omb bét é hen̄t ar fallagriez hag ar gollidigez, é hen̄c’hou diez hon eûz baléet, ha n’hon eûz két anavézet hen̄t ann Aotrou.

8. Pétrâ eo talvézet d’é-omp hor rogen̄tez ? Pé da bétrâ eo bét mâd d’é-omp fougé hor madou ?

9. Râk tréménet eo kémen̄t-sé ével eur skeûd, hag ével eur réder a ia ébiou ;

10. Pé ével eul léstr a ia a-dreûz d’ar c’hoummou kéflusket, a béhini na gaveur két al lerc’h, goudé ma eo tréménet, na doaré é-béd anézhan̄ war ar c’hoummou ;

11. Pé ével eunn evn, a nich enn éar, hag a béhini na gaveur rouden é-béd ; hôgen hép-kén trouz hé ziou-askel a skô war ann éar, hag a rann anézhan̄ gan̄t strîv ; goudé ma eo tréménet oc’h héja hé ziou-askel, na gaveur arouéz é-béd eûz hé drémen ;

12. Pé ével eur zaez a zô bét tennet étrézé hé léac’h ; ann éar a oa bét rannet en em framm râk-tâl, hép ma anavézeur dré béléac’h eo tréménet.

13. Ével-sé a véac’h ma omp ganet, ma hon eûz éhanet da véza : n’hon eûz gellet diskouéza arouéz é-béd eûz hon nerz, hag omb bét bévézet gan̄d hon drougiez.

14. Chétu pétrâ a lavarô ar béc’herien enn ifern.