Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/812

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
778
levr ar furnez.

daoulagad ann dûd direiz ; hag hô dilez eûz ar béd a zô bét sellet ével eur c’hlac’har ar vrasa ;

3. Hag hô rann diouz-omp ével eunn disman̄tr : hôgen hî a zô é péoc’h.

4. Ha ma hô deûz gouzan̄vet en̄krézou dirâg ann dûd, eûz ar beûr-badélez eo leûn hô géd.

5. Bihan eo bét hô glac’har, ha brâz é vézô hô gôbr ; râk Doué en deûz hô arnodet, hag en deûz hô c’havet din anézhan̄.

6. Hô arnodet en deûz ével ann aour er fournigel, hag ével hostiv eur sakrifiz-losk en deûz hô digéméret, hag eunn amzer a vézô é sellô out-hô gan̄t trugarez.

7. Ann dûd reiz a lugernô, ével elvennou a réd é-touez ar raos.

8. Hî a varnô ar brôadou, hag a aotrouniô ar boblou, hag hô Aotrou a rénô da-vikenn.

9. Ar ré a laka hô fisian̄s enn-han̄ a glévô ar wirionez ; hag ar ré a zô féal enn hé garan̄tez hô dévézô anézhan̄ ; râg ar rô hag ar péoc’h a zô évid hé ré zilennet.

10. Hôgen ar ré fallagr a vézô kastizet hervez hô ménosiou ; ô véza ma hô deûz dilézet ar reizded, ha ma in̄t pelléet diouc’h ann Aotrou.

11. Néb a zistol ar furnez hag ar c’hélen a zô réûzeûdik ; gwân eo hô géd, ha difrouez hô labouriou, ha didalvez hô ôberiou.

12. Diskian̄t eo hô gragez, ha gwall-zrouk hô bugalé.

13. Milliget eo hô gwenn ; euruz eo ann hini a zô bréc’han̄ ; ann hini a zô dizaotr, hag é deûz miret hé gwélé dinam, é dévézô hé gôbr, pa zellô Doué oud ann énéou san̄tel :

14. Eurus eo ivé ar spâz péhini n’en deûz két gréat a fallagriez gan̄d hé zourn, ha n’en deûz két bét a wall vénosiou a-énep Doué ; râk Doué a rôiô d’ézhan̄ évid hé féalded eunn dra dioc’h ann dibab hag eur gôbr ar brasa enn hé dempl.

15. Râk frouez al labouriou mâd a zô leûn a c’hloar, ha grisien ar furnez na zizec’h morsé.

16. Hôgen bugalé ann avoultrérien n’hô dévézô két eur vuez euruz, ha gwenn ar gwélé saotret a vézô kaset-da-gét.

17. Ha pa hô défé eur vuez hîr, é vézin̄t sellet ével nétrâ, hag hô c’hôzni hé-unan a vézô heb énor.

18. Mar marvon̄t ken̄toc’h, n’hô dévézô géd é-béd, hag enn deiz é péhini é vézô anavézet pép-trâ, n’hô dévézô két a fréalzidigez.

19. Râg ar wenn fallagr é dévézô eur gwall varô.


————


IV. PENNAD.


Marô ann dén reiz dishén̄vel diouc’h hini ann dén fallagr.


1. Péger kaer eo ar wenn c’hlân hag hi skéduz ; ann én̄vor anézhi a zô peûr-baduz ; hag énoruz eo dirâk Doué ha dirâg ann dûd.

2. Skouér a géméreur diout-hi pa éma bézan̄d, hag é keûzieur d’ézhi pa eo éat-kuît ; trec’hi a râ, hag eo kurunet da-vikenn goudé béza gounézet gan̄t-hi ar gôbr er stourm évid ar glanded.

3. Hôgen gwenn ar ré fallagr, péger paot-bennâg eo, a vézô didalvez, ar c’hreskou bastard na rôin̄t két a c’hrisiou doun, ha na zeûin̄t két da véza stard.

4. Ha mar taolon̄t skourrou gan̄d ann amzer, ô véza n’in̄t két grisiennet stard, é vézin̄t héjet gan̄d ann avel, ha gan̄t nerz ar barr-amzer é vézin̄t disgrisiennet.

5. Hô skourrou a vézô torret abars ma vézin̄t deûet d’hô c’hresk ; hô frouez na vézin̄t két mâd ; pût é vézin̄t d’ar génou, ha na vézin̄t mâd da nétrâ.

6. Râg ar vugalé a zô ganet diwar eur gwélé direiz, mar gréeur en̄klask diwar hô fenn, é teûon̄t da destou eûz a fallagriez hô zûd.

7. Hôgen ann dén reiz, mar d-eo saouzanet gan̄d ar marô, a vézô koulskoudé fréalzet.

8. Râg ar péz a laka ar gôzni da véza énoruz né két hirder ar vues, na niver ar bloavésiou ;

9. Hôgen poell ann dén a zô d’éz-