Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/811

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
777
levr ar furnez.

ho hô-unan é direizded hô gwall vénosiou : Amzer hor buez a zô berr ha rec’huz, ann dén goudé hé varô n’en deûz fréalzidigez é-béd, ha na anavézeur hini a vé bét distrôet eûz ann ifernou ;

2. O véza ma omp ganet eûz a nétrâ, ha goudé ar marô e vézimp ével pa né vemp két bét ; râg ar c’houéz a zô enn hon difron ével eur môged, hag ar gér eunn elven a laka hor c’haloun da fin̄va.

3. Pa vézô mouget hou-man̄, hor c’horf na vézô mui némét ludu, hag ar spéred a ziaézô ével eunn éar skan̄v, hag hor buez a iélô ébiou ével eur goabren a drémen, hag a iélô-da-gét evel eur vrumen a zô boun̄tet gan̄t bannou ann héol, ha diskaret gan̄d ann domder anézhan̄.

4. Hag hon hanô a vézô an̄kounac’héet gan̄d ann amzer, ha dén é-béd n’en devézô koun eûz hon ôberiou.

5. Râg amzer hor buez n’eo néméd eur skeûd a drémen, ha goudé hor marô n’eûz mui a zistrô : lékéat eo ar ziel, ha dén na zistrô.

6. Deûit éta, ha piaouomp ar madou a-vréma, hag hastomp kerza ar c’hrouadurien en̄dra ma omp iaouan̄k.

7. En em leûniomp gan̄d ar gwîn ar gwella, en em lardomp gan̄d éôl c’houés-vâd ; ha na lézomp két flour ann amzer da von̄d ébiou.

8. En em gurunomp gan̄t roz abarz ma vézin̄t gwévet ; na vézet prad é-béd é péhini na vézô tréménet hor gadélez.

9. Na vézet hini ac’hanomp diskarg eûz hor gadélez ; lézomp é pép léac’h arouésiou a lévénez ; râg hol lôd eo hag hon darvoud.

10. Mac’homp ann dén reiz enn hé baouren̄tez, na espernomp két ann in̄tan̄vez, ha n’hor bézet azaouez é-béd évid ar gôzni hag ar bléô gwenn.

11. Bézet hon nerz lézen ar reizded ; râg ar péz a zô dinerz a gaveur didalvez.

12. Aozomb éta spiou d’ann dén reiz, ô véza ma eo didalvez évid-omp. Mar teû da énébi hon ôberiou, mar tamall d’é-omp terridigez al lézen, ha ma vézéka ac’hanomp ô wall-gomza diwar-benn hor buézégez ;

13. Éma enn-han̄, war hé vénô, gwiziégez Doué, ha mâb Doué en em c’halv.

14. Deûed eo da gélenner d’hor ménosiou hô-unan.

15. Ar gwél anézhan̄ a zô kasauz d’é-omp, ô véza ma eo dishén̄vel hé vuez diouc’h hini ar ré all, ha ma heûl hen̄chou all.

16. Ével louaded omp sellet gan̄t-han̄, pellaad a ra diouc’h hon hen̄chou ével diouc’h eunn dra saotr, gwell é kâv marô ar ré reiz, ha fougéa a râ ô lavarout pénaoz eo Doué hé dâd.

17. Gwélomb éta hag hen zô gwîr ar péz a lavar, arnodomp ar péz a c’hoarvézô gan̄t-han̄, hag é wézimp pétrâ é vézô hé zivez.

18. Râk mar d-eo gwir vâb Doué, Doué a zifennô anézhan̄, hag a dennô anézhan̄ eûz a zaouarn hé énébourien.

19. Arvestomp-hén̄ gan̄d ann dismégan̄s hag ann en̄krez, évit ma anavézimp hé gun̄vélez, ha ma arnodimp hé habaskded.

20. Barnomp-hén̄ d’ar marô mézusa : râg hervez hé lavariou é vézô sellet gan̄d azaouez out-han̄.

21. Ével-sé hô deûz mennet, hag hô deûz faziet : râg hô drougiez é deûz hô dallet.

22. N’hô deûz két anavézet sékréjou Doué ; n’hô deûz két gédet gôbr ar ré reiz ; n’hô deûz két gréat a stâd eûz a énor ann énéou san̄tel.

23. Râk peûr-baduz en deûz Doué krouet ann dén, ha diouc’h skeuden hé hévélédigez en deûz hé c’hréat.

24. Hôgen gan̄d érez ann diaoul eo deûet ar marô er béd.

25. Hag ar ré a zô a dû gan̄t-han̄, a ra ével-t-han̄.


————


III. PENNAD.


Eûr-vâd ar ré reiz ka dizeûr ar ré zireiz goudé ar marô.


1. Hôgen énéou ar ré reiz a zô é dourn Doué, hag en̄krez ar marô na gouézô két war-n-ézhô.

2. E doaré tûd varô é oant dirak