Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/810

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LEVR AR FURNEZ


————


I. PENNAD.


Ar marô na zeû két a berz Doué.


1. Karit ar reiz, c’houi péré a varn ann douar. Hô pézet ménosiou mâd é-kén̄ver ann Aotrou, ha klaskit-hén̄ gan̄d eur galoun éeun :

2. Râg kavet é vez gan̄t ar ré na dempton̄t kéd anézhan̄ (M) ; hag hén̄ en em ziskouéz d’ar ré hô deûz fisian̄s enn-han̄.

3. Râg ar gwall vénosiou a bella diouc’h Doué ; ha néb a dempt hé c’halloud a véz ken̄drec’het war follen̄tez ;

4. Râg ar furnez n’az ai két enn eur gwall éné, ha na choumô két enn eur c’horf techet d’ar péc’hed.

5. Râk spéred san̄tel ar wiziégez a dec’h diouc’h ann trôidellérez ; pellaat a râ diouc’h ar ménosiou diskian̄t, ha pa zeû ar fallagriez éz â-kuît.

6. Râg ar spéred a furnez a zô hégarad, ha na lézô két digastiz muzellou ann drouk-komzer : râk Doué a wél hé digroazel, a furc’h bété gwéled hé galoun, hag a glev hé déôd.

7. Râg spéred ann Aotrou a zô er béd holl ; ha pa zalc’h pép-trâ, é oar kémen̄d a lévéreur.

8. Râk-sé néb a lavar traou fallagr, na hell két en em guza, hag ar varn a dlé kastiza na dréménô két ébiou d’ézhan̄.

9. Râg goulennet é vézô koun̄t oc’h ann dén fallagr eûz hé vénosiou ; hag hé lavariou a iélô bété Doué, péhini hô c’hlevô, hag a gastizô anézhan̄ eûz hé fallagriezou.

10. Râg eur skouarn oazuz a glev pép-trâ, ha safar ar c’hrôsou na vézô két kuzet out-hi.

11. En em virit éta diouc’h ar c’hrôz, péhini n’eo mâd da nétrâ ; pellait ar gwall-gomz eûz hô téôd, rag al lavar ar c’huzéta n’az ai két ébiou ; hag ar génou a lavar gévier a lâz ann éné.

12. Na glaskit két gan̄t préder ar marô é faziou hô puez, ha na brénit két hô kollidigez gan̄d ôbériou hô taouarn.

13. Râk Doué n’en deûz két gréat ar marô, ha n’en em laouéna két eûz a goll ar ré véô.

14. Krouet eo pép-trâ gan̄t-han̄ évit ma choumô ; holl boblou ann douar en deûz gréat iac’h ; ha né oa nétrâ da vervel enn-hô, ha né oa két rén ann ifern war ann douar.

15. Râk ar reiz a zô postek ha peûr-baduz.

16. Hôgen ar ré fallagr hô deûz hé c’halvet gan̄d hô ôberiou ha gan̄d hô lavariou. Hag ô krédi éz oa miñoun d’ézhô, in̄t bét bévéset gan̄t-han̄ ; hag hî hô deûz gréat kévrédigez gan̄t-han̄, ô vésa ma oan̄t dellézek da véza a dû gan̄t-han̄.


————


II. PENNAD.


Ann diaoul eo en deûz digaset ar marô.


1. Ar ré fallagr hô deûz lavaret enn-