Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/805

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KANAOUEN


KANAOUENNOU SALOMON.


————


I. PENNAD.


1. Ra bokô d’in gan̄d eur pok eûz hé c’hénou ; râk da zivronn a zô gwelloc’h égéd ar gwîn ;

2. Hag ar c’houés anézhô ével al louzou ar ré c’houéka. Ével éôl skuḻet eo da hanô ; râk-sé eo é kâr ar plac’hed-iaouan̄k ac’hanod.

3. Didenn ac’hanoun ; nî a rédô war da lerc’h diouc’h ar c’houés eûz da louzou mâd. Ar roué en deûz va lékéat da von̄t enn hé gamprou : trida a raimp, hag en em laouénaimp enn-od, pa zeûi da goun d’é-omp pénaoz da zivronn a zô gwelloc’h égéd ar gwin.

4. Dû ounn, hôgen kaer ounn, merc’hed Jéruzalem, ével teltou Sedar, ével tinellou Salomon.

5. Na likiit két a évez ouz-in ô véza ma ounn demzu ; râg ann héol eo en deûz va dislivet ; merc’hed va mamm hô deûz stourmet ouz-in ; va lékéat hô deûz évid diwallout ar gwiniennou ; ha n’em eûz két diwallet va gwinien va-unan.

6. Diskouéz d’in, té péhini a gâr va éné, péléac’h é kasez da zén̄ved da beûri, péléac’h é c’hourvézez diouc’h ar c’hrésteiz, gan̄d aoun na zeûjenn da fazia oc’h heûlia tropellou da eiled.

7. Ma n’en em anavézez két, ô ar gaéra é-touez ar merc’hed, kéa er-méaz, hag heûl ann tropellou, ha kâs da venned da beûri é-tâl teltou ar vesaerien.

8. O va miñounez, da lékéat em eûz keit ha va c’hézek sternet out kirri Faraon.

9. Kaer eo da zivoc’h ével eunn durzunel ; ha da c’houzoug ével kelc’hennou.

10. Chadennou aour marellet gan̄d arc’han̄t a raimp d’id ;

11. Pa édô gourvézet ar roué, va nard en deûz rôet hé c’houés.

12. Va miñoun a zô d’in ével eur vôdennik mirr, étré va divronn é c’houmô.

13. Va miñoun a zô d’in ével eur bôd rézin Sipr, é gwiniennou Engaddi.

14. Chétu té a zô kaer, va miñounez, chétu té a zô kaer ; da zaoulagad a zô ével ré ar c’houlmed.

15. Chétu té a zô kaer ha koan̄t, va miñoun. Hor gwélé a zô gôlôet a vleûn̄.

16. A goat sedr eo kébrou hon tiez, hag hor c’hoadach a goat siprez.


————


II. PENNAD.


1. Mé eo bleûen ar park, ha lili ann traon̄iennou.

2. Ével al lili é-kreiz ar spern, ével-sé éma va miñounez é-kreiz ar merc’hed.

3. Ével eur wézen-avalou é-kreiz gwéz ar c’hoajou, ével-sé éma va miñoun é-kreiz ar vugalé. Dindan skeûd ann hini em bôa c’hoan̄téet ounn bét