Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/800

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
766
ann eklésiastes,


VII. PENNAD.


Talvoudusoc’h eo ar furnez égéd ar madou.


1. Pétra ’dal d’ann dén klaskout ar péz a zô dreist-han̄, hén̄ péhini na oar két pétrâ a zô talvouduz d’ézhan̄ enn hé vuez, a-héd ann deisiou é péré éz eo diavésiad war ann douar, é-pâd ann amzer a drémen ével eur skeûd ? Pé piou a hellô diskuḻia d’ézhan̄ ar péz a dlé béza enn hé c’houdé dindân ann héol ?

2. Gwell eo eunn hanô mâd, égét louzou-c’houés-vâd ha talvouduz-brâz ha deiz ar marô égéd deiz ar c’hanédigez.

3. Gwell eo mon̄t enn eunn ti kan̄v, égéd enn eunn ti banvez ; râg enn hen-nez é wéleur divez péd dén, hag ann dén béô a laka enn hé én̄vôr pétrâ a dlé c’hoarvézout gan̄t-han̄.

4. Gwell eo ar vuanégez égéd ar c’hoarz ; râk kaloun ann hini a béc’h a zô kélennet gan̄d doan ann dremm.

5. Kaloun ar ré fûr a zô el léach ma éma ann doan, ha kaloun ar ré foll el léac’h ma éma al lévénez.

6. Gwell eo béza kélennet gan̄d eunn dén fûr, égét béza touellet gan̄t likaouérez ar ré foll ;

7. Râk c’hoaz ann dén foll a zô ével ann trouz a râ ar spern pa loskon̄t dindân eur pôd ; hôgen avel eo kémen̄t-sé.

8. Ann drouk-komz a reûstl ann dén fûr, hag a ziskar nerz hé galoun.

9. Gwell eo divez eul lavar égéd hé zerou. Gwell eo eunn dén habask égéd eunn dén rôk.

10. Na véz két téar da vuanékaat ; râg ar vuanégez a gémer hé éhan é askré ann dén foll.

11. Na lavar két : Pérâg eo bét gwelloc’h ann amzériou ken̄t égéd ar ré a vréma ? Râk né két fûr ar goulenn-zé.

12. Talvoudosoc’h eo ar furnez gan̄d ar madou, ha gwelloc’h eo évid ar ré a wél ann héol.

13. Râg ével ma tifenn ar furnez, é tifenn ivé ann arc’han̄t ; hôgen ar wiziégez hag ar furnez hô deûz kémen̄t-man̄ ouc’h-penn, ma rôon̄t ar vuez da néb en deûz anézhô.

14. Sell oc’h ôberiou Doué, ha pénaoz na hell dén gwellaat ar péz en deûz disprizet.

15. Piaou ar madou enn deiz mâd, ha béz daré évid ar gwall zeiz ; râg ével ma en deûz Doué gréat unan anézhô, en deûz ivé gréat égilé, hép ma hell dén hé damallout é nép trâ.

16. Ann dra-man̄ em eûz gwelet ivé é deisiou va avel : ann dén reiz a varv enn hé reizded, hag ann dén fallagr a vév pell enn hé zrougiez.

17. Na véz két ré reiz ; ha na véz két furoc’h égét na eo réd, gan̄d aoun na zeûjez da abafi.

18. Na ra két ré a fallagriézou ; ha na véz két foll, gan̄d aoun na varvchez ken̄t da amzer.

19. Mâd eo d’id skoazia ann dén reiz ; hôgen na denn két da zourn diouc’h ar ré all ; râk néb a zouj Doué na zilez hini é-béd.

20. Ar furnez a gréva ann dén fûr dreist dék prin̄s eur géar.

21. Râk n’eûz két eunn dén reiz war ann douar, a râjé vâd, ha na bec’hché két.

22. Na lékéet két da galoun a évez out kémen̄d a lévéreur ; gan̄d aoun na glevchez da zervicher ô villiga ac’hanod :

23. Râk té a oar enn da goustian̄s pénaoz éc’h eûz ivé alies milliget ar ré all.

24. Gréat em eûz pép-trâ évit béza fûr. Lavaret em eûz : Fûr é teûinn da véza ; hag ar furnez a zô éat pell diouz-in.

25. Pelloc’h eo éat égét na oa. Gwall zoun eo, piou hé c’havô ?

26. Lékéat em eûz va spéred da skléraat pép-trâ, évit gouzout, évid arvesti, évit klaskout ar furnez hag ann abek ; hag évid anaout fallagriez ar ré foll, ha fazi ar ré ziévez :

27. Hag em eûz kavet pénaoz ar c’hrég a zô c’houervoc’h égéd ar marô, lindâg ar wénaerien ; pénaoz hé c’haloun a zô eur rouéd, hag hé daouarn chadennou. Néb a zô hétuz da Zoué a dec’hô diout-hî ; hôgen ar péc’her a vézô paket gan̄t-hî.