Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/799

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
765
pé ar prézéger.

hag ar gwall varnou, ha diskar ann dén reiz enn eur vrô, na véz két souézet gan̄t kémen̄t-sé : râg ann hini a zô uc’hel en deûz c’hoaz eunn all uc’héloc’h égét-han̄, ha ré all a zô c’hoaz uc’héloc’h égéd ar ré-man̄ ;

8. Hag ouc’h-penn éz eûz eur roué hag a c’hourc’hémenn war ann holl vrô a zô dindân hé c’halloud.

9. Ann dén ré biz n’en dévézô bikenn arc’han̄t a-walc’h ; hag ann hini a gâr ar madou, na dennô két a frouez anézhô ; eunn avel éta eo ivé.

10. El léac’h ma éz eûz kalz a vadou, éz eûz ivé kalz a dûd évit hô dibri. Da bétra éta in̄t-hi mâd d’ann hini en deûz anézhô, némét ma wél gan̄d hé zaoulagad kalz a vadou ?

11. C’houék eo ar c’housk d’ann hini a labour, daoust pé é tebr nébeût, pé é tebr kalz ; hôgen al leûnder a vîr oud ann dén pinvidik na gousk.

12. Eur gwall glén̄ved all a zô c’hoaz, hag em eûz gwélet dindân ann héol : madou miret évit en̄krez hô ferc’hen ;

13. Râk mon̄d a réon̄t da-gét enn eur c’hlac’har vrâz ; bez’ en deûz bét eur mâp a gouézô er baouren̄tez ar vrasa.

14. Ével ma eo deûet enn noaz eûz a gôv hé vamm, ével-sé é tistrôiô ha na gasô gan̄t-han̄ nétrâ eûz hé labouriou.

15. Klén̄ved truézuz-brâz ; ével ma eo deûet, é tistrôiô. Pétrâ éta a dâl d’ézhan̄ béza labouret enn avel ?

16. É holl zeisiou hé vuez en deûz débret enn dévalien, é kalz a brédériou, er reûz hag enn doan.

17. Dré-zé éta em eûz kavet mâd évid eunn dén ma tebrché, ha ma évché, ha ma en em laouénaché enn hé labour a râ dindân ann héol, enn holl zeisiou en deûz rôet Doué d’ézhan̄ ; râg hen-nez eo hé lôd.

18. Ha pa en deûz rôet Doué da eunn dén madou ha danvez, hag ar galloud da zibri anézhô, da biaoua hé lôd, ha d’en em laouénaad enn hé labour ; kémen̄t-sé zô eur rô eûz a Zoué.

19. Râk n’en dévézô két kalz a goun eûz hé vuez, pa zeûiô Doué da garga hé galoun a lévénez.


————


VI. PENNAD.


Stâd truézuz ann dén ré biz.


1. Béz’ éz eûz c’hoaz eunn drouk em eûz gwélet dindân ann héol, hag a zô paot é-touez ann dûd :

2. Eunn dén da béhini en deûz Doué rôet madou ha danvez hag énor, ha péhini en deûz kémen̄t a c’hoan̄ta da gaout : a béré n’en deûz két rôet Doué d’ézhan̄ ar galloud da zibri anézhô ; hôgen ma vézin̄t loun̄ket gan̄d eunn dén a-ziavéaz ; kémen̄t-sé zô avel hag eur reûz brâz.

3. Ha pa en défé ganet eunn dén kan̄t mâb, ha pa en défé bévet meûr a vloaz, ha ma vé deûet da véza kôz ; ma na denn két hé éné hé c’hounid eûz hé vadou hag eûz hé zanvez ; ha mar tiouér eur béz ; mé a lavar pénaoz eur sioc’han a zô gwelloc’h éget-han̄.

4. Râg enn-aner eo eo deûet, hag é kerz enn dévalien, hag hé hanô a vézô kollet enn an̄kounac’h.

5. N’en deûz két gwélet ann héol, ha n’en deûz két anavézet ar mâd diouc’h ann drouk.

6. Ha pa en défé bévet daou vil bloaz, ma n’en deûz két perc’hennet hé vadou ; ha n’éz éon̄t két holl d’ann hévélep léac’h ?

7. Holl labouriou ann dén a zô évid hé c’hénou ; hôgen hé éné na vézô két leûniet.

8. Pétrâ en deûz ann dén fûr dreist ann dén foll ? Ha pétrâ en deûz ar paour, némét ma kerz d’al léac’h ma éma ar vuez ?

9. Gwell eo gwélout ar péz a choan̄taeur, égét c’hoan̄taat ar péz ha na ouzeur két ; hogen kémen̄t-sé a zô ivé avel hag herder a spéred.

10. Néb a dlé beza, a zô a-vréma anavézet dré hé hanô ; gouzoud a réeur pénaoz eo eunn dén, ha pénaoz na hell két striva é barn a-éneb ann hini a zô tréac’h d’ézhan̄.

11. Kalz é komzeur, kalz a c’heriou a lévéreur er strîv, hag avel n’in̄t kén.


————