Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/797

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
763
pé ar prézéger.

enn hé spéred a-zoug ann nôz ; ha né két avel kémen̄t-sé ?

24. Ha né két gwelloc’h dibri hag éva hag ôber vâd d’hé éné gan̄t frouez hé labouriou ? Ha kémen̄t-man̄ a zeû eûz a zourn Doué.

25. Piou en dévézô hé walc’h hag hé zudi ével-d-oun?

26. Doué en deûz rôet d’ann dén a zô mâd dirâg hé zaoulagad ar furnez, ar wiziégez, hag al lévénez ; hôgen d’ar péc’her en deûz rôet ar c’hlac’har hag ar préder didalvez, évit ma verniô ha ma tastumô madou évit béza rôet d’ann hini a vézô hétuz da Zoué ; hôgen kémen̄t-sé a zô ivé avel, hag eunn en̄krez didalvez a spéred.


————


III. PENNAD.


Pép trâ é deûz hé amzer.


1. Pép trâ é deûz hé amzer, ha pép trâ, goudé béza bét, a drémen dindân ann én̄v.

2. Amzer da c’hénel, hag amzer da vervel ; amzer da blan̄ta, hag amzer da denna ar péz a zô plan̄tet ;

3. Amzer da laza, hag amzer da iac’haat ; amzer da ziskara, hag amzer da zével.

4. Amzer da wéla, hag amzer da c’hoarzin ; amzer d’en em c’hlac’hari, hag amzer da drida ;

5. Amzer da deûrel mein, hag amzer d’hô dastumi ; amzer da boki, hag amzer da bellaad diouc’h ar pokou.

6. Amzer da bréna, hag amzer da golla ; amzer da virout, hag amzer da zisteûrel ;

7. Amzer da regi, hag amzer da c’hria ; amzer da devel, hag amzer da gomza ;

8. Amzer évid ar garan̄tez, hag amzer évid ar gasoni ; amzer évid ar brézel, hag amzer évid ar péoc’h ;

9. Pétrâ a denn ann dén eûz hé labour ?

10. Gwélet em eûz ann en̄krez en deûz rôet Doué da vugalé ann dûd, évid hô lakaad da zoania.

11. Kémen̄d en deûz gréat a zô mâd enn hé amzer, hag ar béd en deûz rôet d’hô strivou ; hag ann dén na anavézô két koulskoudé ann ôberiou gréat gan̄d Doué adaleg ar penn-ken̄ta bétég ann divéza.

12. Ha mé em eûz anavézet pénaoz né oa nétra gwelloc’h égéd en em laouénaat, hag ôber ervâd enn hé vuez.

13. Râk kémen̄d hini a zebr hag a év, hag a denn hé vâd eûz hé labour, en deûz kémen̄t-sé dré eur rô eûz a Zoué.

14. Desket em eûz pénaoz ann holl ôberiou en deûz gréat Doué, a badô da-vikenn ; ha na hellomp na lakaad ouc’h-penn, na lakaat nébeûtoc’h d’ar péz en deûz gréat Doué, évit ma vézô doujet.

15. Ar péz a zô bét, a zô c’hoaz ; ar péz a dlé don̄t, a zô bét ken̄t ; ha Doué a zigas adarré ar péz a oa éat ébiou.

16. Gwélet em eûz dindân ann héol ar fallagriez é léac’h ar varn, hag ann direiz é léac’h ar reiz.

17. Hag em eûz lavaret em c’haloun : Doué a varnô ann dén reiz hag ann dén direiz, ha neûzé é vézô amzer pép-trâ.

18. Lavaret em eûz em c’haloun diwar-benn bugalé ann dûd, pénaoz é arnod Doué anézhô, hag é tiskouéz pénaoz in̄t hén̄vel oud al loéned.

19. Râk-sé ann dûd a varv ével al loéned, hag hô stâd a zô hével-hével ; ével ma varv ann dén, é varv ivé al loen ; enn eunn hévélep doaré é tennon̄t hô alan ann eil hag égilé, hag ann dén n’en deûz nétrâ dreist al loen ; pép-trâ zô avel hag a blég d’ann avel (T).

20. Ha pép-trâ a ia étrézég ann hévélep léac’h ; eûz ann douar in̄t bét tennet, hag enn douar é tistrôon̄t adarré.

21. Ené bugalé Adam, na piou a oar hag hen a biñ d’ann néac’h ? Ené ann anévaled, na piou a oar hag hen a ziskenn d’ann traon̄ ? (T).

22. Hag em eûz anavézet pénaoz n’eûz nétrâ gwelloc’h évit ann dén égéd en em laouénaad enn hé labour, ha pénaoz eo hen-nez hé lôd. Râk piou a zougô anézhan̄ da anaout ar péz a c’hoarvézô hé-c’houdé ?


————