Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/796

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
762
ann eklésiastes,


II. PENNAD.


Avel enn dudiou. Avel er madou.


1. Mé em eûz lararet em c’haloun : Déomp, en em rôomp d’ann dudiou, ha piaouomp ar madou, hag em eûz gwelet pénaoz eo ivé avel kemen̄t-sé.

2. Ar c’hoarz em eûz prizet ével eur fazi ; ha d’al lévénez em eûz lavaret : Pérâg en em douellez-té enn-aner?

3. Mennet em eûz em c’haloun tenna va c’hîk diouc’h ar gwîn, évid dougen va spéred d’ar furnez, ha tec’hout diouc’h ar follen̄tez, kén n’em bijé gwélet pétrâ a zô mâd da vugalé ann dûd, ha pétrâ a dléon̄t da ôber dindân ann héol héd holl zeisiou hô buez.

4. Labouriou brâz em eûz gréat ; tiez em eûz savet évid-oun ; gwiniennou em eûz plan̄tet.

5. Liorsou ha berjézou em eûz gréat, hag em eûz plan̄tet enn-hô gwéz-frouez a bép doare.

6. Gréat em eûz lennou dour, évid doura gwéz iaouan̄k ar c’hoajou.

7. Bét em eûz mévellou ha mitisien, ha kalz a dûd all, hag eul lôd brâz a éjenned hag a zén̄ved, dreist ar ré holl a zô bét em raok é Jéruzalem.

8. Dastumet em eûz évid-oun arc’han̄t hag aour, ha danvez ar rouéed hag ar brovin̄sou ; bét em eûz kanérien ha kanérézed, ha kémen̄d a zô dudiuz da vugalé ann dûd, kôpou ha listri évit servicba ar gwîn.

9. Ha madou em eûz bét dreist ar ré holl a zô bét em raok é Jéruzalen ; hag ar furnez a zô choumet bépréd gan-én̄.

10. Kémen̄d hô deûz c’hoan̄téet va daoulagad da gaout, em eûz rôet d’ezhô ; n’em eûz két miret out va c’haloun n’en em rôjé d’al lévénez, ha da gémen̄d dudi em bôa aozet ; ha mé em bôa krédet pénaoz é oa va lôd tenna frouez eûz va holl labouriou.

11. Ha pa em eûz trôet va daoulagad étrézeg holl ôberiou va daouarn hag étrézég al labouriou em bôa gréat gan̄t kémen̄d a c’houéz didalvez, em eûz gwélet pénaoz né oa enn-hô holl néméd avel ha glac’har a spéred, ha pénaoz né oa nétrâ a zigéflusk dindân ann héol.

12. Neûzé ounn trôet da arvesti ar furnez, ar faziou hag ar follen̄tez. (Pétrâ eo, émé-vé, ann dén, évit ma helfé heûlia ar roué en deûz hé grouet ?)

13. Hag em eûz gwélet pénaoz ar furnez a zô kémen̄t dreist ar follen̄tez, ével ma eo ar goulou dreist ann dévalien.

14. Daoulagad ann dén fûr a zô enn hé benn ; ann dén foll a valé enn dévalien ; ha desket em eûz pénaoz é varv ann eil hag égilé.

15. Hag em eûz lavaret em c’haloun : Mar tléann mervel kerkoulz hag ann dén foll, pétrâ a dâl d’in béza bét furoc’h ? Neûzé em eûz lavaret em spéred, pénaoz kémen̄t-sé a oa ivé avel.

16. Râk na vézô két peûr-baduz én̄vor ann dén fûr, ken-nébeût hag hini ann dén foll, hag ann amzériou da zon̄t a c’hôlôi pép-trâ gan̄d ann an̄kounac’h ; ann dén gwiziek a varv kerkoulz hag ann dén diwiziek.

17. Râk-sé eo deûet kasauz ar vuez d’in, pa em eûz gwélet pénaoz éma ann holl boaniou dindan ann héol, ha ma eo pep-trâ avel ha glac’har a spéred.

18. Goudé-zé em eûz argarzet ann holl bréder gan̄t péhini em eûz labouret dindân ann héol, évit lézel eur mâp en dévézô va madou em goudé,

19. Péhini a zeûiô da vestr war va holl labouriou em eûz gréat gan̄t kémen̄d a c’houéz hag a bréder, hép ma ouzoun pé é vézô fûr pé é vézô foll. Hag eunn dra a zô kenn avéluz ?

20. Dré-zé em eûz éhanet, ha va c’haloun é deûz dinac’het pelloc’h ôber labour é-béd dindân ann héôl.

21. Râg goudé ma en deûz eur ré labouret gan̄t furnez, gan̄t poell, gan̄t préder, é lez ar péz en deûz gréat da eunn dén lézirek ; ha kémen̄t-sé a zô ivé avel, hag eunn drouk brâz.

22. Râk pétrâ a dalô d’ann dén hé holl labouriou hag hé c’hlac’har a spéred, gan̄t péré eo bét en̄krézet dindan ann héol ?

28. Hé holl zeisiou a zô leûn a boan hag a reûz ha n’en deûz két a éhan