Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/792

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
758
levr ar c’hrenn-lavariou.

lagr a béc’h ; hag ann dén reiz a veûlô Doué hag en em laouénai.

7. Ann dén reiz a gémer ali diwar-benn kéfridi ar béorien ; ann dén fallagr na gémer ali é-béd.

8. Ann dûd saotret a zisman̄tr kéar hôgen ar ré fûr a zistrô ar frouden.

9. Mar strîv ann dén fûr oud ann dén foll, pé é vuanékai, pé é c’hoarzô, ann dén fûr na gavô kéd a éhan.

10. Ann dûd a c’hoad hô deûz kas oc’h ann dén éeun ; hôgen ar ré reiz a glask hé éné.

11. Ann dén foll a skîñ kémen̄d a zô enn hé spéred ; ann dén fûr a c’hourzéz, hag en em vir évid ann amzer da zon̄t.

12. Ar prin̄s a zélaou a-c’hrâd-vâd ar gévier, n’en dévézô némét ministred fallagr.

13. Ar paour hag ar c’hrédour a zô en em gavet kévret ; ann Aotrou a sklera ann eil hag égilé.

14. Ar roué a varn ar béorien er wirionez, a wélô hé drôn startéet da-vikenn.

15. Ar wialen hag ar c’hastiz a rô ar furnez ; hôgen ar bugel a vézô lézet d’hé ioul hé-unan, a vézékai hé vamm.

16. Pa baottô ar ré fallagr, é paottô ann drouk ; hag ar ré reiz a wélô hô disman̄tr.

17. Kélenn da vâb, hag hén̄ a fréalzô ac’hanod, hag a rôi dudi d’as éné.

18. Pa na vézô mui a zeskadurez, ar bobl en em vévézô ; hôgen ann hini a vîr al lézen, a zô euruz.

19. Ar sklâv na hell két béza kélennet gan̄t komziou, râk klévout a ra ar péz a lévérez, hôgen faé eo gan̄t-han̄ respoun̄ta.

20. Ha gwélet éc’h eûz-té eunn dén téar da gomza ? Géd ken̄toc’h follentez diout-han̄, égét gwellaen.

21. Néb a vâg hé zervicher gan̄t c’houékder a-vihanik, her gwélô goudé-zé ô sévél enn hé énep.

22. Ann dén buanek a laka da zével strivou ; ha néb a zô téar da vuanékaat, a zô téaroc’h da béc’hi.

23. Ann dismégan̄s a iélô war lerc’h ann dén rôk ; hag ar c’hloar a vézô lôd ann dén zô izel hé galoun (T).

24. Néb a zô kévrennek da eul laer, a gasa hé éné ; klevoud a ra é c’houlenneur lé, ha n’hen diskuḻ két.

25. Néb a zouj ann dûd, a gouézô hép dalé ; néb a laka hé c’héd enn Aotrou, a vézô savet.

26. Meûr a hini a glask sell ar prin̄s ; hôgen ann Aotrou eo barner pép dén.

27. Ann dûd reiz a argarz ar ré fallagr ; hag ar ré fallagr a argarz ar ré a gerz enn hen̄t éeun.

Ar mâb a vîr ar gér, na gouézô két er gollidigez.


————


XXX. PENNAD.


Teir dra dreist hor skian̄t.


1. Geriou ar stroller, mâb ar skiñer.

Gwélédigez eunn dén, gan̄t péhini éma Doué, ha péhini ô véza krévéet gan̄d Doué a choum enn-han̄, en deûz lavaret ;

2. Ann diskian̄ta ounn eûz ann dûd, ha furnez ann dûd n’éma két gan-én̄.

3. N’em eûz két desket ar furnez, ha na anavézann két gwiziégez ar zen̄t.

4. Piou a zô piñet enn én̄v, hag a zô diskennet ? Piou en deûz dalc’het ann avel enn hé zaouarn ? Piou en deûz éréet ann douréier ével enn eur gwisk ? Piou en deûz startéet holl harzou ann douar ? Pé hanô ef-hén̄, ha pé hanô eo hé vâb, ma her gouzoud a rit?

5. Pép gér Doué a zô leûn a dân ; eunn diren eo-hén̄ évid ar ré a laka hô géd enn-han̄.

6. Na laka nétrâ ouc’h-penn d’hé gomziou, gan̄d aoun na vijez tamallet ha kavet gaouiad.

7. Diou zra em eûz goulennet digan-éz ; plijet gan-éz hô rei d’in (T) abarz ma varvinn.

8. Pella diouz-in ar fougé hag ar gévier.

Na rô d’in na paouren̄tez, na madou ; rô d’in hép-kén péadrâ da véva,

9. Gan̄d aoun, pa’m bézô va gwalc’h, na zeûjenn d’az tilézel (T) ha da lavarout : Piou eo ann Aotrou ? Pé mar kouézann er baouren̄tez, na zeûjenn da laéra ha da derri al lé em eûz gréat d’am Doué.