Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/790

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
756
levr ar c’hrenn-lavariou.

râk na ouzoud két pétrâ a c’hoarvézô enn deiz da zon̄t.

2. Ra veûlô eunn all ac’hanod, ha nann da c’hénou ; eunn diavésiad, ha nann da vuzellou da-unan.

3. Ar méan a zô pounner, hag ann tréaz a zô poézuz ; hôgen buanégez ann dén foll a zô pounnéroc’h égét-hô hô-daou.

4. Ar vuanégez hag ann diboell a darz a zô didrugarez ; ha piou a hellô herzel out frouden eunn dén buanek ?

5. Gwell eo eur c’hélen anat, égéd eur garan̄tez kuzet.

6. Gwell eo gouliou ann hini a gâr, égét pokou touelluz ann hini en deûz kasoni.

7. Ann éné en dévézô hé walc’h a flastrô ann diren-vél ; hag ann éné naouniet a gavô c’houék ar péz a zô c’houérô.

8. Ével eunn evn a ia er-méaz eûz hé neiz, ével-sé eo ann dén a zilez hé léac’h hé-unan.

9. Ann trétou hag al louzou c’houés-vâd a laouéna ar galoun : ha kuzuliou mâd eûr miñoun a laka ann dudi enn éné.

10. Na zilez két da viñoun, na miñoun da dâd : ha n’az a két é tî da vreûr é deiz da c’hlac’har.

Gwell eo eunn amézek tôst, égéd eur breûr pell.

11. Desk ar furnez, va mâb, ha laouéna va c’haloun : évit ma helli respounta da néb az tamallô.

12. Ann dén gwén en deûz gwélet ann drouk, hag a zô en em guzet ; ar ré zister a zô éat ébiou, hag hô deûz gouzan̄vet ar c’holl.

13. Tenn hé zaé digan̄d ann hini en deûz krétéet évid eunn diavésiad : ha tenn digan̄t-han̄ ar gôbr en dôa rôet évid ann diavésidi.

14. Néb a vennig hé nésa gan̄d eur vouéz gré, adaleg ar min̄tin pa zâv, a vézô hén̄vel oud ann hini a villig anézhan̄.

15. Ar chrég krôzuz a zô hén̄vel oud eunn dôen hag a ziver héd ar goan̄v.

16. Ann hini a fell d’ézhan̄ hé derc’hel, a zô ével ma felfé d’ézhan̄ derc’hel ann avel, pé ann éôl a zô enn hé zourn.

17. Ann houarn a lemm ann houarn, ha gwéled ar miñoun a gen̄traou ar miñoun.

18. Néb a vîr ar wézen-fiez, a zébrô eûz hé frouez : ha néb a vîr hé aotrou, a vézô savet é gloar.

19. Ével ma wéleur enn dour penn ar ré a zell enn-han̄, ével-sé kalounou ann dûd a zô anad d’ar ré fur.

20. Ann ifern hag al loun̄k n’in̄t morsé leûn : ével-sé daoulagad ann dûd né d-in̄t két évit kaout hô gwalc’h.

21. Ével ma eo arnodet ann arc’han̄t er c’hleûzeûr, hag ann aour er fornigel ; ével-sé ann dén a zô arnodet gan̄t génou ann hini a veûl anézhan̄.

Kaloun ann dén fallagr a glask ann drouk, hag ar galoun éeun a glask ar wiziégez.

22. Ha pa bilfez ann dén foll enn eul léstr-brév, ével ma pileur greûn gan̄d eunn horz, na dennfez két ar follen̄tez diout-han̄.

23. Sell oud da loéned, ha laka évez oud da zén̄ved ;

24. Râk n’az pézô két bépréd ar galloud ; hôgen eur gurunen a vézô rôet a rumm-é-rumm.

25. Digor eo ar prajeier, hag é wéleur ar géot glâz, ha dastumet eo ar foenn diwar ar ménésiou.

26. Ann ein a évid da ziḻad ; hag ar venned-gevr évit gôbr ar park.

27. R’az pézô awalc’h gan̄t léaz ar gevr évid da voéd, évid ar péz a zô réd enn da dî, hag évit maga da vitisien.


————


XXVIII. PENNAD.


Eûz ann hini a varn gan̄d direizded.


1. Ar fallagr a dec’h ha dén war hé lerc’h ; hôgen ann dén reiz, fisiuz ével eul léon, n’en dévezô aoun é-béd.

2. Enn abek da béc’héjou ann douar é teû ar brin̄sed da greski é niver : hag enn abek da wiziégez ann dén, pa oar ar péz a lévéreur, é vézô hiroc’h buez ar prin̄s.

3. Ann dén paour péhini a wask war ar ré baour, a zô hen̄vel oud ar glaô diboell a zigas ann naounégez.