Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/787

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
753
levr ar c’hrenn-lavariou.

35. Hag é liviri : Va c’hannet hô deûz, hôgen n’am eûz két hé verzet ; va zidennet hô deûz ; ha n’em eûz két hé wézet : peûr é tihuninn-mé, hag é kavinn-mé c’hoaz gwîn da éva ?


————


XXIV. PENNAD.


Doujan̄s Doué hag ar roué.


1. Na hérez két ar gwall zûd, ha na c’hoan̄ta két béza gan̄t-hô.

2. Râg hô spéred a boellad war ar skrabou, hag hô muzellou na lévéron̄t némét traou touelluz.

3. Ann tî a vézô savet gan̄d ar furnez, hag a vézô startéet gan̄d ar poell.

4. Gan̄d ar gélennadurez é vézô karget ar soliérou a galz traou kaer ha talvouduz-brâz.

5. Ann dén fûr a zô kré ; hag ann dén gwiziek a zô nerzuz ha galloudek :

6. Râg gan̄d ar poell é réneur ar brézel ; hag el léac’h ma vézô kalz a guzuliou, é vézô ann dieûb.

7. Ré uc’hel eo ar furnez évid ann dén diskian̄t ; na zigorô két hé c’hénou é-tâl ar pors.

8. Néb a glask ôber ann drouk, a vézô galvet foll.

9. Ménoz ann dén diskian̄t eo ar péc’hed ; hag ar gwall-gomzer a zô argarzuz d’ann dûd.

10. Mar teûez da véza digaloun é deiz ann an̄ken, da nerz a vézô dislébéret.

11. Difenn ar ré a gaseur d’ar marô ; ha na éhan két da zieûbi ar ré a géméreur évid hô laza.

12. Ma lévérez : N’éma két ann nerz gan-én̄ : néb a furch ar c’halounou her poellô ; râk n’eûz nétrâ a guzet out mirer da éné, hag hén̄ a zistolô d’ann dén hervez hé ôberiou.

13. Va mâb, debr mél, râk mâd eo, hag ann diren-vél péhini a zô c’houék-brâz d’as génou.

14. Evel-sé é vézô gwiziégez ar furnez évid da éné ; p’az pézô hé c’havet, az pézô fisian̄s enn da zeiz divéza, ha da c’héd na vézô két kollet.

15. Na aoz két a spiou oud ann dén reiz, ha na glask két ar fallagriez enn hé dî, ha na reûstl két hé éhan.

16. Râk seiz gwéach é kouézô ann dén reiz, hag é assavô ; hôgen ar ré fallagr a vézô stlapet enn drouk.

17. Pa vézô kouézet da énébour, n’en em laouéna két ; ha pa vézô bévézet, na dridet két da galoun,

18. Gan̄d aoun n’her gwélfé ann Aotrou, ha n’her c’hafché két mâd, ha na zeûfé da denna hé vuanégez diwar-n-ézhan̄.

19. Na c’hourvenn két ar gwall-dûd, na hérez két ar ré fallagr :

20. Râg ar ré zroug n’hô deûz két a c’héd enn amzer da zon̄t  ; ha kleûzeûr ar ré fallagr a vougô.

21. Va mâb, douj ann Aotrou hag ar roué ; ha n’en em vesk két gan̄d al lan̄chennéien ;

22. Râg hô c’holl a zeûiô war ennn taol ; ha piou a anavez ar c’hastiz a rain̄t hô-daou ?

23. Kémen̄t-man̄ a zô ivé évid ar ré fûr ; né két mâd kaoud azaouez évid dén er varn.

24. Ar ré a lavar d’ann dén fallagr : Eunn dén reiz oud, a vézô milliget gan̄d ar boblou, hag argarzet gan̄d ar brôadou.

25. Ar ré a grôz anézhan̄, a vézô meûlet ; hag ar vennoz a ziskennô war-n-ézhô.

26. Néb a respoun̄d da eur ré gan̄t reizded, a bok d’ézhan̄ war hé c’hénou.

27. Aoz da labour er-méaz, ha fourgas da bark gan̄t préder ; évit ma savi goudé da dî.

28. Na véz két eur gwall-dést a-énep da nésa ; ha na likaou dén gan̄d da vuzellou.

29. Na lavar két : Ével ma en deûz gréat d’in, é rinn d’ézhan̄ ; mé a zistolô da bép-hini hervez hé ôberiou.

30. Tréménet ounn dré bark ann dén diek, ha dré winien ann dén diskian̄t.

31. Ha chetu é oa leûn holl a linad, ha gôlôet a spern ; hag ar vôger vein a oa diskaret.

32. Pa em eûz gwélet kémen̄t-sé, em eûz hé lékéat em c’haloun, hag ounn en em zesket gan̄d ar skouér-zé.