Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
ar c’hanédigez.

san. Ar ré-zé eo duged ann Horréed, péré hô deûz rénet é brô Seir.

31. Hôgen ar rouéed a rénaz é brô Édom, abarz ma hô dôé eur roué bugalé Israel, a oé ar ré-man̄ :

32. Béla, mâb Béor ; hag hé géar a oa hanvet Dénaba.

33. Hôgen Béla a varvaz, ha Jobab, mâb Zara a Vosra, a rénaz enn hé c’houdé.

34. Ha pa oé marô Zobab, Husam eûz a vrô ann Témanited a rénaz enn hé c’houdé.

35. Pa oé marô hé-man̄, Adad, mâb Badad, péhini a drec’haz ar Vadianited é brô Moab, a rénaz enn hé c’houdé ; hag hé géar a oa hanvet Avit.

36. Pa oé marô Adad, Semla a Vasréka, a rénaz enn he c’houdé.

37. Pa oé marô Semla, Saul a Rohobot war ar ster, a rénaz enn hé c’houdé.

38. Pa oé marô Saul, Balanan, mâb Akobor, a rénaz enn hé c’houdé.

39. Pa oé marô Balanan, Adar a rénaz enn hé c’houdé. Hé géar a oa hanvet Fau, hag hé c’hrég a oa hanvet Méétabel, merc’h Matred, merc’h Mézaab.

40. Chétu hanvou duged Ézau, diouc’h hô c’héren̄tiézou, hag hô lec’hiou, hag hô les-hanvou : Dug Tamna, dug Alva, dug Jétet,

41. Dug Oolibama, dug Éla, dug Finon,

42. Dug Sénez, dug Téman, dug Mabsar,

43. Dug Magdiel, dug Hiram. Ar ré-zé eo duged Édom, a zô bét ô choum é douar hé rouan̄télez ; Ézau a zô ivé tâd ann Iduméed.


————


XXXVII. PENNAD.


Jozef a zô gwerzet gan̄d hé vreûdeûr.


1. Hôgen Jakob a choumaz é brô Kanaan, é péhini é oa bét hé dâd ével eunn diavésiad.

2. Chétu ar pcz a zell oud he dûd. Jozef d’ann oad a c’houézek vloaz, ha pa n’édo c’hoaz néméd ével eur bugel, a ziwallé ann tropel gan̄d hé vreûdeûr ; béz’ édô gan̄t mipien Bala ha ré Zelfa, gragez hé dâd. Hag hén̄ a damallaz hé vreûdeûr dirâg hé dâd eûz a eur gwall ar brasa.

3. Israel a garé Jozef dreist hé holl vipien, dré ann abek ma oa bét ganet d’ézhan̄ hag hén̄ kôz ; hag hén̄ en dôa gréat d’ézhan̄ eur zaé marellet.

4. Hé vreûdeûr ô wélout pénaoz hô zâd a garé anézhan̄ dreist hé vipien all, a zeûaz d’hé gasaat, ha na hellen̄t mui komza out-han̄ gan̄d habaskded.

5. C’hoarvézout a réaz ivé ma tanévellaz d’hé vreûdeûr eunn huvré en dôa bét ; hag ann dra-zé a oé abek da eur brasoc’h kâs c’hoaz.

6. Râg hén̄ a lavaraz dézhô : Sélaouit ann huvré em eûz bét.

7. Mé a gavé d’in pénaoz é oamp oc’h en̄dramma er park ; é savaz va malan hag é choumaz enn hé zâ ; ha pénaoz hô malanou-c’houi péré a oa trô-war-drô a azeûlé va malan-mé.

8. Hag hé vreûdeûr a lavaraz d’ézhan̄ : Hag hor roué é vézi-dé ? Ha pléga a raimp-ni dindân da véli ? Ann huvréou-zé hag ar c’homziou-zé a greskaz ann hérez hag ar c’hâs hô dôa out-han̄.

9. Eunn huvré all en dôé, hag a zanévellaz d’hé vreûdeûr, ô lavarout : Gwélet em eûz enn huvré, é-c’hîz ann héol, hag al loar, hag unnék stéréden, péré a azeûlé ac’hanoun.

10. Goudé ma en dôé danévellet kémen̄t-sé d’hé dâd ha d’hé vreûdeûr, hé dâd a grôzaz anézhan̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a fell d’id é vé (M) ann huvré-zé éc’h eûz bét ? Ha don̄d a raimp-ni, mé, da vamm, ha da vreûdeûr da azeûli ac’hanod war ann douar ?

11. Hé vreûdeûr éta hô doa hérez out-han̄ : hôgen hé dâd a wélé kémen̄t-sé ha na lavaré gér.

12. Pa oé éat breûdeûr Jozef da ziwallout tropellou hô zâd, é choumchon̄t é Sichem.

13. Hag Israel a lavaraz da Jozef : Da vreûdeûr a zô ô tiwallout ann dén̄-