Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/779

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
745
levr ar c’hrenn-lavariou.

13. Ar galoun laouen a laka ann dén laouen ; glac’har ann éné a laka ar spéred da wévi.

14. Kaloun ann dén fûr a glask ar gélennadurez ; ha génou ar ré ziboell en em vag gan̄d diwiziégez.

15. Holl zeisiou ar paour a zô fall ; ann éné habask a zô ével eur banvez peûr-baduz.

16. Gwell eo d'é-omp kaout nebeût gan̄t doujan̄s ann Aotrou, égéd kaout ten̄zoriou brâz né d-omp két évit kaout hor gwalc’h anézho (T).

17. Gwell eo béza galvet da zibri louzou gan̄t karan̄tez, égéd da zibri al leûé lard gan̄t kâsoni.

18. Ann dén buanek a laka strivou da zével ; néb a zô habask a béoc’ha ar ré a oa savet.

19. Hen̄t ar ré ziek a zô ével eur c’haé spern ; hen̄t ar ré reiz héb harz é-béd.

20. Ar mâb fûr a laouéna hé dâd ; ann dén diboell a zispriz hé vamm.

21. Ar follen̄tez a zô lévénez ann dén foll ; hôgen ann dén fûr a zell oc’h hé gamméjou.

22. Ar ménôsiou a îa-da-gét el léac’h n'eûz két a guzul ; hôgén el léac’h m’az eûz kalz a guzuliérien, in̄t startéet.

23. En em laouénaad a ra ann dén é lavar hé c’hénou ; hôgen al lavar déréad eo ar gwella.

24. Raven̄t ar vuez a zô a-ziouc’h d’ann dén desket, évit ma pellaiô diouc’h gwéléd ann ifern.

25. Ann Aotrou a ziskarô tî ar ré rôk ; hag é startai harzou ann intan̄vez.

26. Ar gwall vénosiou a zô argarzuz d’ann Aotrou ; hag al lavar glan̄ a vézô hétuz-brâz d’ézhan̄.

27. Néb a zô gwall-biz a gâs ar reustl enn hé dî ; hôgen néb a gasa ar roou, a vévô.

Gan̄d ann drugarez hag ar feiz eo glanét ar béc’héjou ; gan̄d doujan̄s ann Aotrou é pellaio pép hini diouc’h ann drouk.

28. Kaloun ann dén mâd zô hé fréder sen̄ti (T) ; gériou ar ré fallagr a zô léûn a zroug.

29. Pell éma ann Aotrou diouc’h ar ré fallagr ; hag hén̄ a zélaoûô out pédennou ar ré reiz.

30. Luc’h ann daoulagad a laouéna ann éné ; ann hanô-mâd a larda ann eskern.

31. Ar skouarn a zélaou ar c’hélen a vuez, a choumô é-kreiz ar ré fûr.

32. Néb a zistol ar c’hélen, a zispriz hé éné ; hôgen néb a zélaou ar c’hrôzou, a biaou hé galoun.

33. Doujan̄s ann Aotrou a zô kélen ar furnez ; hag ar vueldéd a ia a-raog ar c’hloar.


————


XVI. PENNAD.


Buanégez hag habaskded ar roué.


1. D’ann dén eo aoza hé éné ; ha d’ann Aotrou réna hé déôd.

2. Holl hen̄chou ann dén en em ziskouéz dirâg hé zaoulagad ; hôgen ann Aotrou a bouéz ar spéréjou.

3. Rô da anaout da obériôu d‘ann Aotrou, ha da vénosiou a vézô rénet.

4. Ann Aotrou en deûz gréat pép-trâ évit-han̄ hé-unan ; hag ar fallagr zô-kén évid ar gwall zeiz.

5. Pép dén rôk a zô argarzuz d’ann Aotrou ; ha pa en défé hé zaouarn ann eil enn égilé, na vé két dinam.

Dérou ann hen̄t mâd eo ôber ar reizded ; hétusoc’h eo da Zoué égét laza hostivou.

6. Gan̄t trugarez ha gwirionez é véz dasprénet ar fallagriez ; ha gan̄d doujan̄s ann Aotrou é pellaeur diouc’h ann drouk.

7. Pa vézô kavet mâd gan̄t ann Aotrou hen̄chou ann dén, é lakai hé énébourien hô-unan da zistrei d’ar péoc’h (T).

8. Gwell eo nébeût gan̄t reizded, égét kalz madou gan̄t fallagriez.

9. Kaloun ann dén a aoz hé hen̄t ; hôgen d’ann Aotrou eo reiza hé gamméjou.

10. Lavar Doué zô war muzellou ar roué, hé c’hénou na faziô két enn hé varniou.

11. Ar poéz hag ar valan̄s reiz a zô d’ann Aotrou ; hag hé holl ôberiou a zô ével mein ar zac’h.