Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/775

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
741
levr ar c’hrenn-lavariou.

9. Ann dén kuzet a douell hé viñoun gan̄d hé c’hénou ; ar ré reiz a vézô dieûbet gan̄d ar wiziégez.

10. Eûr-vâd ar ré reiz a lakai kéar da drida ; ha pa vézô kollet ar ré fallagr, é vézô meûleûdi.

11. Gan̄t bennoz ar ré reiz é vézô uc’héléet kéar ; ha gañt génou ar ré fallagr é vézô diskaret.

12. Néb a zispriz hé viñoun a zô digaloun : hôgen ann dén fûr a davô.

13. Néb a valé enn touelléréz, a ziskuḻ ann traou kuzet ; hôgen néb a zô féal a galoun, a gûz ar péz en deûz lavaret hé viñoun d’ézhan̄.

14. El léac’h n’eûz két a réner é teû ar bobl da zizéria ; hôgen el léac’h m’az eûz kalz a guzuliou, énô éma ar zilvidigez.

15. Reûzeûdig é vézô néb a grédo évid eunn dén a-ziavéaz ; hôgen néb a déc’hô diouc’h ar spiou a vézô é-diwez.

16. Ar c’hrég déréad a gavô ar c’hloar ; hag ar ré gré hô dévézô ar madou.

17. Ann dén trugarek a râ vâd d’hé éné hé-unan ; hôgen ann hini a zô krîz a zistol hé géren̄t hé-unan.

18. Ann dén fallagr a râ eul labour né d-eo ket stard ; hôgen eur gwîr c’hôbr a zô évid ann hini a hâd ar reizded.

19. Ann hakaskded a aoz hen̄t ar vuez ; hag en̄klask ann drouk a gâs d’ar marô.

20. Eur galoun trôidelluz a zô argarzuz d’ann Aotrou ; hôgen lakaat a ra hé zudi er ré a valé enn éeunder.

21. Ar gwall zén na vézô két dinam, ha p’en défé hé zaouarn ann eil enn égilé ; hôgen gwenn ar ré reiz a vézô dieûbet.

22. Ével eul lagaden aour out fri eur wiz, eo eur c’hrég kaer hag hi fougéérez.

23. Ioul ar ré reiz eo pép mâd ; gortoz ar ré fallagr eo ann diboell.

24. Lôd a rô ar péz a zô d’ézhô, hag a zô pinvidik bépréd ; lôd all a skrab ar péz né két d’ézhô, hag a zô paour ével a gen̄t.

25. Ann hini a rô kalz, a vézô lartéet ; ann hini a rô é gwalc’h, en dévézô hé walc’h ivé.

26. Néb a gûz ann éd a vézô milliget gan̄d ar boblou ; hôgen ar vennoz a zeûiô war benn ar ré hé werzô.

27. Néb a glask ar mâd, a râ ervâd sével diouc’h ar min̄tin ; hôgen néb a glask ann drouk, a vézô gwasket gan̄t-han̄.

28. Néb a laka hé fisian̄s enn hé vadou, a vézô diskaret, hôgen ar ré reiz a gellidô ével ann delien c’hlâz.

29. Ann hini a gan drouk enn hé di, n’en dévézô német avel (T) ; ha néb a zô diskian̄t a vézô zervicher ann dén fûr.

30. Frouez ann dén reiz eo ar wézen a vuez ; ha néb a zigémer ann énéou, a zô fûr.

31. Mar d-eo kastizet ann dén reiz war ann douar, pégémen̄t ouc’h-penn ann dén fallagr hag ar péc’her ?


————


XII. PENNAD.


Ann dén akétuz hag ann dén lézirék ; ann dén gwirion hag ar gaouiad.


1. Néb a gâr ar c’hélen, a gâr ar wiziégez ; hôgen néb a gasa ann tamallou, a zô eunn dén diskian̄t.

2. Néb a zô mâd a gavô grâs dirâk ann Aotrou ; hôgen neb a laka hé fizian̄s enn hé vénosiou hé-unan, a ra ével ma ra eunn dén fallagr.

3. Ann dén na startai két gan̄d ar fallagriez ; ha grisien ar ré reiz na vézô két kéflusket.

4. Ar c’hrég akétuz eo kurunen hé ozac’h ; hag ann hini a ra traou mézuz, a zô eur vreinadurez enn hé eskern.

5. Ménosiou ar ré réiz a zô barniou ; ha kuzuliou ar ré fallagr a zô touellérésiou.

6. Komziou ar ré fallagr a aoz spiou d’ar goad ; ar ré vâd a vézô tennet a boan gan̄t hô génou hô-unan (T).

7. Trô ar ré fallagr, ha na vézin̄t mui ; hôgen tî ar ré reiz a badô :

8. Diouc’h hé gélennadurez é vézô anavézet ann dén ; hôgen ann hini a zô didalvez ha diskian̄t, a gouézô er vézégez.