Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
ar c’hanédigez.

hanvet ivé Hébron, é péléac’h é oa choumet é-c’hîz diavésidi Abraham hag Izaak.

28. Ha deisiou Izaak a oé eûz a naô-ugen̄t vloaz ;

29. Hag ô veza koazet gan̄d ann oad é varvaz. Ha kôz ha leûn a zeisiou é oé lékéat gan̄d hé bobl ; hag Ézau ha Jakob hé vipien a vésiaz anezhan̄.


————


XXXVI. PENNAD.


Gragez ha mipien Ézau.


1. Chétu aman̄ nésted Ézau a zô ivé Édom.

2. Ézau a géméraz gragez é-touez merc’hed Kanaan ; Ada, merc’h Élon, Hétéad, hag Oolibama, merc’h Ana, merc’h Sébéon, Hétéad :

3. Basémat ivé, merc’h Ismael ha c’hoar Nabajot.

4. Ada a c’hanaz Élifaz : Basémat a c’hanaz Rahuel.

5. Oolibama a c’hanaz Jéhus, hag Ihélon, ha Koré. Ar ré-zé eo mipien Ézau, a zô ganet d’ézhan̄ é brô Kanaan.

6. Hôgen Ézau a géméraz hé c’hragez, hag hé vipien, hag hé verc’hed, hag holl dûd hé di, hag hé zanvez, hag hé loéned, ha kémen̄d a hellé da gaout é brô Kanaan ; hag éz éaz enn eur vrô all, hag é pellaaz diouc’h hé vreûr Jakob.

7. Râk pinvidik-brâz é oan̄t, ha né hellen̄t két choum hô-daou kévret ; hag ann douar é péhini édon̄t ével diavésidi na hellé két hô derc’hel enn abek d’hô loéned.

8. Ézau, hanvet ivé Édom, a iéaz da choum war vénez Séir.

9. Ha chétu aman̄ nésted Ézau, tâd ann Éduméed, war vénez Séir.

10. Chétu hanvou hé vipien : Élifaz, mâb Ada, grég Ézau ; Rahuel, mâb Bazémath a oé ivé hé c’hrég.

11. Ha mipien Élifaz a oé Téman, Omar, Séfo, ha Gatam, ha Sénez.

12. Tamna a oa serc’h Élifaz, mâb Ézau, hag a c’hanaz d’ézhan̄ Amalek : ar ré-zé eo mipien Ada, grég Ézau.

13. Ha chétu mipien Rahuel : Nahath ha Zara, Samma ha Méza ; ar ré-zé eo mipien Basémath, grég Ézau.

14. Ar ré-man̄ a oa ivé mipien Oolibama, merc’h Ana, merc’h Sébéon, grég Ézau, hag é deûz ganet d’ézhan̄, Jéhus, hag Ihélon, ha Koré.

15. Chétu ar brin̄sed é touez mipien Ézau. Mipien Élifaz, ken̄ta ganet Ézau ; dug Teman, dug Omar, dug Séfo, dug Sénez,

16. Dug Koré, dug Gatam, dug Amalek ; ar ré-zé eo mipien Élifaz e brô Êdom, hag ar ré-zé mipien Ada.

17. Chétu ive mipien Rahuel, mâb Ézau : dug Nahat, dug Zara, dug Samma, dug Méza : ar ré-zé eo prin̄sed Rahuel é brô Édom ; ar ré-zé eo mipien Basémat, grég Ézau.

18. Chétu ivé mipien Oolibama, grég Ézau : dug Jéhus, dug Ihélon, dug Koré ; ar ré-zé eo duged Oolibama, merc’h Ana, ha grég Ézau.

19. Chétu mipien Ézau, a zô ivé Édom, ha chétu ann duged anézhô.

20. Chétu aman̄ mipien Seir, ann Horréad, a choumé neûzé er vrô-zé : Lotan, ha Sobal, ha Sébéon, hag Ana,

21. Ha Dison, hag Éser, ha Disan : ar ré-zé eo duged Horréed, mipien Seir, é brô Édom.

22. Mipien Lotan a oé Hori hag Héman ; ha c’hoar Lotan a oa Tamna.

23. Ha chétu mipien Sobal : Alvan, ha Manahat, hag Ebal, ha Séfo, hag Onam.

24. Ha chétu mipien Sébéou : Aia hag Ana. Ann Ana-zé eo a gavaz douréier tomm er gwélec’h pa oa ô tiwallout azéned Sébéon, hé dâd. (T).

25. Da vâb en dôé Dison, ha da verc’h Oolibama.

26. Ha chétu mipien Dison : Hamdan, hag Éséban, ha Jétran, ha Karan.

27. Chétu mipien Éser : Balaan, ha Zavan, hag Akan.

28. Chétu mipien Disan : Hus hag Aran.

29. Chétu prin̄séd ann Horréed : Dug Lotan, dug Sobal, dug Sebéon, dug Ana,

30. Dug Dison, dug Eser, dug Di-