Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/769

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
735
levr ar c’hrenn-lavariou.

a lavaré d’in : Ra zigémérô da galoun va geriou ; mîr va c’hélennou, hag é vévi.

5. Laka da boan évit kaout ar furnez, évit kaout (T) ar poell ; na an̄kounac’ha két geriou va génou, ha na zistrô két diout-hô.

6. Na zilez két ar furnez, hag hî az tiwallô ; kâr-hi, hag hî az mirô.

7. Penn-ken̄ta ar furnez, eo lakaat hé boan évit kaout (T) ar furnez ; hag é kémen̄t éc’h eûz, prén ar poell.

8. Tîz-hi, hag hî az savô ; da énori a rai, mar briatez anézhi.

9. Rei a rai d’as penn eur c’hrésk a c’hrasou, hag eur gurunen skéduz a zifennô ac’hanod.

10. Sélaou, va mâb, ha digémer va c’homziou, évit ma kreskô bloavéziou da vuez.

11. Diskouéza a rinn d’id hen̄t ar furnez ; da gâs a rinn dré raven̄chou ann éeunder.

12. Pa vézi éat enn-hô, da gamméjou na vézin̄t két strizet ; mar rédez, na gouézi két.

13. Dalc’h ar c’hélen, na zilez két anézhan̄ ; mîr-hén̄, râk da vuez eo.

14. Na gémer két a zudi é raven̄chou ar ré fallagr, ha na vézet két hétuz d’id hen̄t ar ré zrouk.

15. Tec’h-hén̄, na drémen két dré-z-han̄ ; distrô diwar-n-ézhan̄ ha kéa ébiou.

16. Râk na gouskon̄t ket néméd droug hô défé gréat ; hag ar c’housk a gollon̄t, ma n’hô deûz két diskaret eur ré-bennâg.

17. Dibri a réon̄t bara ar fallagriez, hag éva a réon̄t gwîn ann drougiez.

18. Hôgen raven̄t ar ré reiz a luc’h ével eur c’houlaouen ; a-raok éz a hag é kresk bétég ann deiz klôk.

19. Hen̄t ar ré fallagr a zô téval ; na ouzon̄t két péléac’h é kouézon̄t.

20. Va mâb, sélaou va geriou ; pleg da skouarn étrézé va lavariou.

21. Na bellaen̄t két diouc’h da zaoulagad : mîr-hi é-kreiz da galoun.

22. Râk buez in̄t évid ar ré hô c’hâv, ha iéc’hed évit pép kîk.

23. Gan̄t kalz a bréder mîr da galoun, râk diout-hi eo é teûi ar vuez.

24. Distol diouz-id ar gwall c’hénou, ha pella ar muzellou labennuz.

25. Ra zellô éeun da zaoulagad ; ha r’az ai kroc’hen da lagad a-raok da gamméjou.

26. Kompez ann hen̄t dindân da dreid, ha da dreid a vézô stard (T).

27. Na drô nag a zéou nag a gleiz ; tenn da droad eûz ann drouk ; râg ann Aotrou a anavez ann hen̄chou a zô a zéou : hôgen gwall hen̄chou eo ar ré a zô a gleiz. Hén̄ hé-unan eo a lakai da gerzed da véza éeun, hag az rénô é peoc’h enn da hen̄t.


————


V. PENNAD.


Karout hé c’hrég ha tec’hout diouc’h ar ré all.


1. Va mâb, laka évez out va furnez, ha pleg da skouarn étrézé va foell :

2. Évit ma tiwalli da vénosiou, ha ma virô ar c’hélen da vuzellou. N’en em rô két da douellérézou ar c’hrég.

3. Râk muzellou ar c’hrég fall a zô ével eunn diren-vél ; hag hé gargaden a zô c’houékoc’h égéd ann éôl.

4. Hôgen ann divez anézhi a zô c’houerô ével ar vuélen, ha lemm ével eur c’hlézé diou zremm.

5. Hé zreid a ziskenn er marô, hag hé c’hamméjou a zan̄k enn ifernou.

6. Na valéon̄t két dré raven̄t ar vuez ; kildrôuz ha didreûzuz eo hô c’hamméjou.

7. Bréma éta, va mâb, sélaou ac’hanoun, ha na zistrô két diouc’h geriou va génou.

8. Pella diout-hi da hen̄t, ha na dôsta két oud dôr hé zî.

9. Na rô két da énor d’ann diavésidi, na da vloavésiou d’ann dén krîz,

10. Gan̄d aoun n’en em gargfé ann diavésidi gan̄d da vadou, ha n’az ajé da labouriou é tî eunn all,

11. Ha na geinfez enn divez, p’az pézô dislébéret da gîk ha da gorf, ô lavarout :

12. Pérâg em eûz-mé argarzet ar c’hélen, ha n’é deûz két va c’haloun en em rôet d’ar c’hen̄téliou a zô bét rôet d’in ?