Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/762

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
728
levr ar psalmou.


CXLII. PSALM.


Psalm David, p’az éa hé vâb Absalom war hé lerc’h.


1. Aotrou, sélaou out va péden : laka da ziskouarn da évésaat out va goulenn hervez da wirionez ; sélaou ouz-in hervez da reiz.

2. Ha na zeû két é barn gan̄d da zervicher ; râk dén béô é-béd na vézô kavet reiz dira-z-oud.

3. Râg ann énébour en deûz heskinet va éné ; vuéléet en deûz va buez bétég ann douar. Va lékéat en deûz enn dévalien ével ar ré a zô marô meûr a vloaz zô.

4. Ha va spéred a zô bét an̄keniet-brâz, ha va c’haloun a zô bét reûstlet em c’hreiz.

5. Deûet eo koun d’in eûz ann deisiou kôz ; prédériet em eûz war da holl ôberiou ; gwélet em eûz labouriou da zaouarn.

6. Astennet em eûz va daouarn étrézég enn-od ; va éné a zô dira-z-od ével eunn douar dizour.

7. Hast, Aotrou, sélaoui ouz-in ; fata a râ va spéred ; na zistrô két da zaoulagad diouz-in, pé é vézinn hén̄vel oud ar ré a ziskenn er poull.

8. Rô da glevout d’in diouc’h ar min̄tin da drugarez ; râg enn-od em eûz lékéat va géd. Rô da anaout d’in ann hen̄t é péhini é tléann baléa, ô véza ma em eûz savet va éné étrézég enn-od.

9. Dieûb ac’hanoun, Aotron, diouc’h va énébourien ; enn-od em eûz lékéat va fisian̄s.

10. Desk d’in ôber da ioul, ô véza ma eo té va Doué. Da spéred mâd a gasô ac’hanoun enn eunn douar éeun.

11. Enn abek d’as hanô, ô Aotrou, é rôi ar vuez d’in, hervez da éeunder : tenna a rî va éné eûz ann en̄krez.

12. Enn da drugarez é tispenni va énébourien, hag é kolli ar ré a heskin va éné, ô véza ma ounn da zervicher.


————


CXLIII. PSALM.


Psalm David a-énep Goliat.


1. Benniget ra vézô ann Aotrou va Doué, péhini en deûz desket ar stourm d’am daouarn, hag ar brézel d’am biziad.

2. Va zrugarez ha va digémer ; va gwarézer ha va dieûber ; va skoazeller, hag enn-han̄ em eûz lékéat va géd ; péhini a laka va fobl da bléga dindan-oun.

3. Aotrou, pétrâ eo ann dén, ma oud en em rôet da anaout d’ézhan̄ ? Pé mâb ann dén, ma talc’hez stâd anézhan̄ ?

4. Ann dén a zô hén̄vel oud eunn aézen ; hé zeisiou a drémen ével eur skeûd.

5. Aotrou, izéla da én̄vou, ha dîskenn ; skô war ar ménéziou ; hag é tivôgédin̄t.

6. Laka da lugerni da luc’hed, hag é skiñi anézhô ; kâs da zaésiou, hag é reûstli anézhô.

7. Astenn da zourn diwar-laez : dieûb ac’hanoun, ha savété ac’hanoun eûz a zouréier brâz ; eûz a zourn mipien a-ziavéaz,

8. É génou péré eo deûet geriou balc’h ; dourn déou péré a zô eunn dourn a fallagriez.

9. Mé a ganô d’id, ô Doué, eur ganaouen névez ; war eul liren dék korden é kaninn d’id.

10. Té péhini a rô ar zilvidigez d’ar rouéed ; té péhini en deûz dieûbet David da zervicher diouc’h ar gwall glézé :

11. Dieûb ac’hanoun, ha tenn ac’hanoun eûz a zourn mipien a ziavéas, é génou péré é teû geriou balc’h ; dourn déou péré a zô eunn dourn a fallagriez :

12. Mipien péré a zô ével plan̄tou névez enn hô iaouan̄ktiz ; merc’hed péré a zô kin̄klet ha kempennet é-c’hiz eunn templ.

13. Hô c’haviou a zô leûn, ha red eo hô goullôi ann eil enn égilé ; hô dén̄ved a zô spériuz ha paot p’az éon̄t er-méaz.