Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
ar c’hanédigez.


XXXV. PENNAD.


Jakob a ia da Véthel. Izaak a varv.


1. Hôgen Doué a lavaraz da Jakob : Saô ha piñ da Vétel ; choum énô ha gra eunn aoter d’ann Doué a zô en em ziskouézet d’id pa dec’hez diouc’h da vreûr Ézau.

2. Hôgen Jakob ô véza dastumet holl dûd hé dî, a lavaraz : Taolit pell diouz-hoc’h ann douéou a ziavéaz brô a zô enn hô kreiz ; en em nétait ha gwiskit diḻad all. (T).

3. Savit, ha piñomp da Vétel, évid ôber eunn aoter da Zoué, péhini en deûz va sélaouet é deiz va glac’har, hag en deûz va ambrouget enn hen̄t.

4. Rei a réjon̄t éta d’ézhan̄ ann holl zouéed a ziavéaz brô hô dôa, hag al lagadennou aour a oa oud hô diskouarn ; ha Jakob hô c’huzaz enn douar dindân eur wézen térébin̄t a zô adrén̄ kéar.

5. Ha pa oen̄t en em lékéat enn hen̄t, spoun̄t Doué en em astennaz war ar c’heriou trô-war-drô, ha na grédchon̄t két mon̄t war-lerc’h ar ré-man̄ pa’z éjon̄t-kuît.

6. Jakob éta, hag ann holl bobl a oa gan̄t-han̄, a zeûaz da Luza, les-hanvet Béthel, a zô é brô Kanaan.

7. Sével a réaz énô eunn aoter, hag éc’h hanvaz al léac’h-zé Ti-Doué, ô véza ma oa énô en em ziskouézet Doué d’ézhan̄, pa dec’hé diouc’h hé vreûr.

8. Enn hévéleb amzer é varvaz Débora, magérez Rébekka, hag hî a oé bésiet é traon̄ Béthel, dindan eunn derven. Hag al léac’h-zé a oé hanvet derven al len̄v.

9. Hôgen Doué en em ziskouézaz adarré da Jakob abaoé ma oa distrôet eûz a Vézopotamia ar Siried, hag a vennigaz anézhan̄,

10. O lavarout : Hivizikenn na vézi mui hanvet Jakob, hôgen Israel a vézô da hanô. Hag hén̄ a c’halvaz anézhan̄ Israel.

11. Doué a lavaraz ivé d’ézhan̄ : Mé eo ann Doué holl-c’halloudek : kresk ha paot ; brôadou ha poblou a zeûi ac’hanod ; ha rouéed a zavô eûz da groazel.

12. Ann douar em eûz rôet da Abrabam ha da Izaak, a rôinn d’id ha d’az gwenn da-c’houdé.

13. Ha Doué a iéaz-kuît diout-han̄.

14. Hôgen Jakob a zavaz eur peûlvan méan el léac’h é péhini en dôa Doué komzet out-han̄ : gwîn a gennigaz war-n-ézhan̄, hag hé c’hôlôaz a eôl ;

15. Hag é chalvaz al léac’h-zé Béthel.

16. Goudé ma oa éat achanô, é teûaz enn névez-amzer d’ann douar a gâs d’ann Éfrata : hag énô ô véza Rachel é poan vugalé,

17. Dré ma oa diez d’ézhi génel, en em gavaz toc’hor. Hag ann amiégez a lavaraz d’ézhi : n’az péz kéd a aoun, râg ar mâb-man̄ ez pézô adarré.

18. Hôgen Rachel ô wélout hé éné ô von̄t-kuît gan̄d ar boan, hag ar marô ô tôstaat, a hanvaz hé mâb Bénoni, da lavaroud eo, mâb va gloaz. Hôgen hé dâd a hanvaz anézhan̄ Ben̄jamin, da lavaroud eo, mâb ann dourn déou.

19. Rachel éta a varvaz, hag a oé bésiet enn hen̄t a gâs da Éfrata a zô ivé Béthléem.

20. Jakob a zavaz eur peûlvan war hé béz. Hen-nez eo peûlvan béz Rachel, a wéleur c’hoaz bréma.

21. Goudé ma oé éat ac’hanô, é tisplégaz hé delt enn tû all d’al léac’h hanvet Tour (T) ann dropel.

22. Ha pa choumé er vrô-zé, Ruben a iéaz hag a gouskaz gan̄t Bala, serc’h hé dâd ; ha na hellaz két hé guza out-han̄. Hôgen Jakob en dôa daouzék mâb.

23. Mipien Lia ; Ruben, ar c’hen̄ta-ganet, ha Siméon, ha Lévi, ha Judas, hag Isakar, ha Zabulon.

24. Mipien Rachel ; Jozef ha Ben̄jamin.

25. Mipien Bala, matez Rachel ; Dan ha Neftali.

26. Mipien Zelfa, matez Lia ; Gad hag Aser. Ar ré-zé eo mipien Jakob, péré a zô bét ganet é Mézopotamia ar Siried.

27. Neûzé Jakob a iéaz da gavout Izaak hé dâd é Mambré, é kéar Arbé,