Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
ar c’hanédigez.

enn-hô, évit ann dra vézuz en dôa gréat Sichem da Israel, hag évit ann torfed ma oa kiriek, ô walla merc’h Jakob. (M).

8. Râk-sé Hémor a gomzaz out-hô, ô lavarout : Ené va mâb Sichem a zô staget stard oud hini hô merc’h : rôit-hi éta d’ézhan̄ da c’hrég.

9. Dimézomp ann eil gan̄d égilé : rôid hô merc’hed d’é-omp, ha kemérid hor merc’hed-ni.

10. Choumit gan-é-omp : ann douar-zé a zô enn hô péli ; labourit-hén̄, gwerzit-hén̄, ha bézit perc’hen dézhan̄.

11. Hôgen Sichem a lavaraz da dâd ha da vreûdeûr ar plac’h-iaouan̄k : Ra gavinn trugarez dira-z-hoc’h, ha mé a rôi d’é-hoc’h ar péz a gerrot.

12. Kreskit hé argourou, ha goulennit rôou ; ha mé a rôi d’é-hoc’h a galoun vâd ar péz a c’houlennot : rôit hép-kén ar plac’h-zé d’in da c’hrég.

13. Mipien Jakob a lavaraz da Zichem ha d’hé dâd, évid hé douella, hag enn abek da vézégez hô c’hoar :

14. N’hellomp két ôber ar péz a c’houlennez, na rei hor c’hoar da eunn dén dienwadet : eunn dra fall eo hag a zô berzet enn hon touez.

15. Hôgen ni a hell ôber kévrédigez gan-é-hoc’h diwar-benn kémen̄t-sé, mar fell d’é-hoc’h béza hén̄vel ouz-omp, hag enwada ann holl oazed enn hô touez.

16. Neûzé é rôimp d’é-hoc’h hor merc’hed, hag é kémerimp hô ré, hag é choumimp gan-é-hoc’h, ha na vézimp néméd eur bobl.

17. Hôgen ma na fell két d’é-hoc’h béza enwadet, nî a gémérô hor merc’h, hag éz aimp-kuît.

18. Ar c’hennig-zé a oé aotréet gan̄d Hémor, ha gan̄t Sichem hé vâb.

19. Hag ann dén-iaouan̄k-zé na zaléaz két pelloc’h ôber ar péz a c’houlenned digan̄t-han̄ ; râk karout a réa stard ar plac’h-iaouan̄k. Hag hén̄ a oa ann hini a brized muia é holl dî hé dâd.

20. Hémor ha Sichem a iéaz da borz kéar, hag a gomzaz ével-henn oud ar bobl :

21. Ann dûd-zé a zô habask, hag a fell d’ézhô choum gan-é-omp : ra rain̄t hô gounid enn douar-man̄ ha ra labourin̄t anézhan̄ ; brâz ha lédan eo, a c’hounidéien en deûz ézomm. Ni a gémérô hô merc’hed da c’hragez hag a rôi d’ézhô hor ré.

22. N’eûz néméd eunn dra ô virout oud eur mâd ker brâz : réd eo d’é-omp enwada hor goazed, hervez kîz ar bobl-zé.

23. Hag hô danvez, hô chatal, ha kémen̄t hô deûz a vézô d’é-omp. Aotréomp hép-kén kémen̄t-sé d’ézhô, hag é choumimp kévret, ha na raimp néméd eur bobl.

24. Kémen̄t-sé a oé aotréet gan̄d ann holl, hag ann holl oazed a oe enwadet.

25. Ha chétu, d’ann trédé deiz, pa oa ar boan enn hé vrasa (T), Siméon ha Lévi, mipien Jakob, ha breûdeûr Dina, ô véza kéméret péb a glézé, a iéaz é kéar gan̄d herder, hag a lazaz ann holl oazed.

26. Laza a réjon̄d ivé Hémor ha Sichem, hag é tigaschon̄t gan̄t-hô hô c’hoar Dina eûz a di Sichem.

27. Goudé ma oa éat ar ré-man̄ kuit, mipien all Jakob en em daolaz war ar ré lazet ; hag é wastchon̄t kéar enn abek d’ann dismégan̄s gréat d’hô c’hoar.

28. Kémérout a réjon̄t hô dén̄ved, hô saout, hô azéned, kémen̄d a oa enn tiez, ha kémen̄d a oa er parkou.

29. Kâs a réjon̄t ivé gan̄t-hô da sklaved hô bugalé hag hô gragez.

30. Goudé ma oa peûr-c’hréat ann dra-zé gan̄t kémen̄d a herder, Jakob a lavaraz da Ziméon ha da Lévi : Va zrubuḻet hoc’h eûz, ha va lékéat da véza kasauz d’ar Gananéed ha d’ar Férézéed péré a choum er vrô-man̄. Ni a zô nébeûd a dûd : hî en em zastumô hag a dagô ac’hanoun, ha mé a vézô kollet, ha va holl dûd gan-en̄.

31. Hag hi a lavaraz : Hag hî a dlié gwalla ével-sé hor c’hoar ?


————