Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/719

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
685
levr ar psalmou.

zékéet enn abek d’in ar ré a glask ac’hanod, Doué Israel.

7. Râg enn abek d’id eo em eûz gouzan̄vet dismégan̄s, hag eo bét gôlôet va dremm gan̄d ar véz.

8. Ével eunn diavésiad ounn deûet évit va breûdeûr ; hag ével eunn tréméniad évid bugalé va mamm.

9. Râg ann oaz eûz da dî a wast ac’hanoun ; hag ann dismégan̄sou a zô bét gréat d’id a zô kouézet war-n-oun.

10. Gôlôet em eûz va ené er iûn ; ha kémen̄t-sé a zô deûet da zismégan̄s din.

11. Kéméret em eûz eur zaé-reûn da wisk : hag ounn deûet da zorc’hen d’ézhô.

12. Ar ré a oa azézet é-tâl ar porz a lavaré droug ac’hanoun ; hag ar ré a évé gwîn a gané diwar va fenn.

13. Évidoun-mé, Aotrou, mé a réa va féden d’id ô lavarout : Chétu, ô Doué, ann amzer da ziskouéza da vadélez. Sélaou ouz-in hervez ma’z eo brâz da drugarez, ha gwirionez da zilvidigez.

14. Tenn ac’hanoun eûz ar fan̄k, évit na zan̄kinn két enn-han̄ : dieûb ac’hanoun eûz ar ré a gasa ac’hanoun, hag eûz a wéled ann douréier.

15. Na veûzet két ac’hanoun ar stourm dour, ha na loun̄ket két ac’hanoun ar poull-doun : ha na zerret két ar pun̄s hé c’hénou war-n-oun.

16. Sélaou ouz-in, Aotrou, ô véza ma eo hégarad da drugarez ; sell ouz-in hervez da zaman̄tou brâz.

17. Ha na zistrô két da zaoulagad diouc’h da baotr ; ô véza ma émounn enn en̄krez, sélaou buan ouz-in.

18. Laka évez out va éné, ha dieûb anézhan̄ ; tenn ac’hanoun a boan enn abek d’am énébourien.

19. Té a anavez va dismégan̄s, va méz ha va mézégez.

20. Ar ré holl péré a en̄krez ac’hanoun a zô dira-z-od : va c’haloun é deûz gortozet ann dismégan̄s hag ar reûz. Ha mé em eûz gortozet ma teûjé eur ré d’én em c’hlac’hari gan-én̄, hag hini n’en deûz hé c’hréat ; ma teûje eur ré d’am zic’hlac’hari, ha n’em eûz kavet hini.

21. Hag hi hô deûz rôet béstl d’in da voéd, ha digaset d’in em sec’hed gwîn-egr da éva.

22. Ra zeûi hô zaol ével eur roued, ével eul lamm, évit béza da c’hôbr d’ézhô.

23. Ra dévalai hô daoulagad évit na wélin̄t két ; ha laka hô c’hein da véza kroumm bépréd.

24. Skûḻ war-n-ézhô da vuanégez ; ha ra gouézô war-n-ézhô frouden da vuanégez.

25. Ra vézô hô c’héar didûd : ha na choumet dén dindân hô zeltou,

26. O véza ma hô deûz heskinet ann hini ez pôa skôet ; hag hî hô deûz kresket c’hoaz poan va gouli.

27. Lez-hi da lakaat fallagriez war fallagriez ; ha n’az aen̄t két enn da reizded.

28. Ra vézin̄t lamet eûz a levr ar ré véô ; ha na vézen̄t két skrivet gan̄d ar ré reiz.

29. Mé a zô paour ha glac’haret ; da c’halloud, ô Doué, en deûz va zavétéet.

30. Meûli a rinn hanô Doué enn eur gana ; hag é uc’hélainn anézhan̄ gan̄t va meûleudi.

31. Hag hétusoc’h é vézô kémen̄t-sé da Zoué égéd eul leûé iaouan̄k da béhini é sâv kerniel ha karn.

32. Ra wélô ar béorien kémen̄t-sé ha r’en em laouénain̄t : klaskit Doué, hag hoc’h éné a vévô :

33. Râg ann Aotrou en deûz sélaouet oud ar béorien ; ha na zispriz két ar ré a oa enn hé éréou.

34. Ann én̄vou hag ann douar, ar môr, ha kémen̄t loen a zô enn-hô, ra veûlin̄t anézhan̄.

35. Râk Doué a zieûbô Sion ; ha keriou Juda a vézô savet ; hag hî a choumô énô, hag hô dévézô anézhi da zigwéz.

36. Ha gwenn hé zervicherien a vézô perc’hen d’ézhi ; hag ar ré a gâr hé hanô a choumô enn-hi.


————


LXIX. PSALM.


Évid an divez, Psalm David enn én̄vor m’en dôa Doué hé dennet a boan.


1. O Doué, deûz d’am skoazella ; hast, Aotrou, d’am c’hen-nerza.