Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/717

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
683
levr ar psalmou.

12. Tûd éc’h eûz lékéat war hor pennou. Tréménet hon eûz dré ann tân ha dré ann dour ; hag éc’h eûz hon digaset enn eul léac’h klét.

13. Mon̄d a rinn enn da dî gan̄d hostivou-losk ; sévéni a rinn ar gwéstlou em eûz gréat d’id,

14. Hô deûz rôet da anaout va muzellou, en deûz lavaret va génou em en̄krez.

15. Kenniga a rinn d’id hostivoau-losk mélek gan̄t môged ann tourzed ; kenniga a rinn d’id éjenned gan̄t bouc’hed.

16. Deûit, klévit, c’houi holl péré a zouj Doué, hag é livirinn d’é-hoc’h kémen̄d en deûz gréat évit va éné.

17. Va génou en deûz garmet out-han̄, ha va zéôd en deûz hé uc’héléet.

18. Ma em eûz sellet oud ar fallagriez em c’haloun, ann Aotrou na zélaouô két ouz-in.

19. Râk-sé en deûz Doué sélaouet ouz-in, hag en deûz lékéat évez out mouéz va féden.

20. Benniget ra vézô Doué, péhini n’en deûz két distolet va féden, na tennet hé drugarez diwar-n-oun.


————


LXVI. PSALM.


Évid ann divez, war ar gwersiou, Psalm pé kanaouen David.


1. R’en dévézô Doué truez ouz-omp, ha ra vennigô ac’hanomp : ra sklerai hé zremm war-n-omp, ha r’en dévézô truez ouz-omp ;

2. Évit ma anavézimp da hen̄t war ann douar, ha da zilvidigez é-touez ann holl vrôadou.

3. Ra vézi meûlet, ô Doué, gan̄d ar boblou : ra vézi meûlet gan̄d ann holl boblou.

4. R’en em laouénai ha ra dridô ar brôadou, ô véza ma varnez ar boblou gan̄t reiz, ha ma rénez ar brôadou war ann douar.

5. Ra vézi meûlet, ô Doué, gan̄d ar boblou : ra vézi meûlet gan̄d ann holl boblou.

6. Ann douar en deûz rôet hé frouez. Ra vennigô Doué, hon Doué ac’hanomp.

7. Ra vennigô Doué ac’hanomp ; ha ra zoujô anézhan̄ holl harzou ann douar.


————


LXVII. PSALM.


Évid an divez, Psalm pé kanaouen da Zavid.


1. Ra zavô Doué, ha ra vézô skiñet hé énébourien : ha ra dec’hô a zira-z-od ar ré hô deûz kas ouz-id.

2. Ével ma teû ar môged da ziaéza, ével-sé é tiaézin̄t : ével ma teûz ar c’hoar dirâg ann tân, ra vézô kollet ar béc’herien dirâk Doué.

3. Hôgen ra vanvézô ann dûd reiz, ha ra dridin̄t dirâk Doué ha ra gémérin̄t hô dudi el lévénez.

4. Kanit da Zoué, kanit da c’hloar hé hanô ; aozit ann hen̄t d’ann hini a zô piñet war ar c’hûs-héol : ann Aotrou eo hé hanô. Tridit dira-z-han̄ ; reûstlet é vézin̄t oc’h hé wélout.

5. Hén̄ péhini a zô tâd ann emzivaded, ha barner ann in̄tan̄vézed. Doué a zô enn hé léac’h san̄tel ;

6. Doué péhini a laka da choum enn hé dî ar ré a zô unvan ; péhini a laka ar ré drec’het da zistrei enn hô ners, hag ar ré a hég anézhan̄, da choum er bésiou.

7. Pa gerzez, ô Doué, é raok da bobl, pa dréménez enn distrô,

8. Ann douar a grénaz, hag ann én̄vou a zivéraz dirâk Doué Sinai, dirâk Doué Israel.

9. Ranna a rézoud, ô Doué, hervez da ioul, eur glaô d’as digwéz ; ha mar d-eo bét gwanet, éc’h eûz hé grévéet.

10. Da loéned a choumô enn-han̄ ; enn da vadélez, ô Doué, éc’h eûz hé aozet évid ar paour.

11. Ann Aotrou a rôi hé c’hér d’ar ré a embannô hé c’hloar gan̄t kalz a ners.

12. Roué ann arméou a déc’hô dirâg ar bobl karet-mâd ; hag ann hini a gempennô ann tî, a rannô ann dibourc’h.