Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/711

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
677
levr ar psalmou.


LIII. PSALM.


Évid ann divez, war ar c’hanaouennou, poell da Zavid, pa zeûaz ar Ziféed, hag é léverchon̄t : ha né két kuzet David enn hon touez ?


1. Tenn ac’hanoun a boan, ô Doué, enn da hanô ; ha barn ac’hanoun enn da ners.

2. Sélaou, ô Doué, out va féden ; rô skouarn da c’heriou va génou.

3. Râk diavésidi a zô savet em énep, ha lôd kré hô deûz klasket va buez : ha n’hô deûz két lékéat Doué dira-z-hô.

4. Chétu Doué a skoazel ac’hanoun ; hag ann Aotrou a zô da zifenner d’am buez.

5. Distol ann droug war va énébourien ; ha kâs-hi da-gét enn da wirionez.

6. A-galoun-vâd é kenniginn d’id eur sakrifiz, hag é veûlinn da hanô, ô Aotrou ; râk mâd eo.

7. Râg eûz a béb en̄krez éc’h eûz va dieûbet ; ha va lagad en deûz sellet gan̄d herder out va énébourien.


————


LIV. PSALM.


Évid ann divez, war ar c’hanaouennou, poell da Zavid.


1. Sélaou, ô Doué, out va féden, ha na zispriz két va goulenn vuel.

2. Sell ouz-in, ha sélaou ouz-in. Glac’haret ounn bét enn eur brédéria war va foaniou (T) ; reustlet ounn,

3. Gan̄t mouéz ann énébour, ha gan̄d en̄krez ar péc’her. O véza ma hô deûz taolet fallagriézou war-n-oun ; ha ma hô deûz va heskinet enn hô buanégez.

4. Va c’haloun a zô reûstlet enn-oun ; ha spoun̄t ar marô a zô kouézet war-n-oun.

5. Ann aoun hag ar c’hrén a zô kroget enn-oun ; hag ann dévalien é deûz va gôlôet :

6. Hag em eûz lavaret : Piou a rôiô d’in diou-askel ével ar goulm, hag é nijinn, hag é arzaôinn ?

7. Chétu em eûz tec’het pell ; hag ounn choumet enn distrô.

8. Mé a c’hortozé ann hini en deûz va dieûbet eûz a fillidigez va spéred, hag eûz ann arné.

9. Diskar-hi, Aotrou, rann hô zéôdou ; râg gwélet em eûz ar fallagriez hag ann énébiez é kéar.

10. Ar fallagriez a strôbô anézhi nôz-deiz war hé muriou ; hag al labour a zô enn hé c’hreiz,

11. Hag ivé ann direiz. Hag ar c’hampi hag ann touellérez a zô bépréd war hé leûriou kéar.

12. Rak ma venn bét milliget gan̄d eunn énébour d’in, em bijé ken̄toc’h hé c’houzan̄vet. Ha ma ve bét gwall gomzet ouz-in gan̄d eunn dén hag en divijé va c’haséet, martézé é vijenn en em guzet ra-z-han̄.

13. Hôgen té a zô eunn dén a oa a-unan gan-én̄, a oa da benn d’am c’huzul ha va miñoun brâz :

14. Té péhini a zebré bôedou c’houék kévret gan-én̄ ; té gan̄t péhini é valéenn gan̄t unvaniez vrâz étrézé tî Doué.

15. Ra zeûi ar marô war-n-hô ; ha ra ziskennin̄t d’ann ivern béô buézek, ô véza ma éma ann drougiez enn hô ziez, hag enn hô zouez.

16. Hôgen mé em eûz garmet étrézé Doué : hag ann Aotrou a zieûbô ac’hanoun.

17. Diouc’h ar pardaez, diouc’h ar min̄tin, ha da grésteiz é tanévellinn hag é embanninn ; hag hén̄ a zélaouô out va mouéz.

18. Daspréna a rai va éné é péoc’h digan̄d ar ré a dôsta ouz-in : râk kalz anézhô a oa gan-én̄.

19. Doué a zélaouô ouz-in, hag a vuélai anézhô, hén̄ péhini a zô abarz ar c’han̄tvéjou. Râk n’eûz kemm é-béd enn-hô, ô véza na zoujon̄t két Doué.

20. Astennet en deûz hé zourn évid disteûrel d’ézhô ar péz a zellezon̄t. Saotret hô deûz hé gévrédigez.

21. Skiñet in̄t bét gan̄t buanégez hé zremm ; hag hé galoun a zô tôstéet. Hé lavariou a zô chouékoc’h égéd éôl ; hôgen é doaré darédou in̄t.