Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/707

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
673
levr ar psalmou.

14. Ha kalz kin̄klérézou war hé zrô. Gwerc’hézed a vézô kaset d’ar roué war hé lerc’h ; ar ré nésa d’ézhan̄ a zô kaset d’id.

15. El lévénez hag enn tridérez é vézin̄t kaset ; é templ ar roué é vézin̄t kaset.

16. É léac’h da dadou eo bét ganet mipien d’id ; hô lakaad a rî da brin̄sed war ann douar holl.

17. Koun hô dévézô eûz da hanô a-wenn-é-gwenn. Râk-sé ar boblou a embannô da veûleûdi da-vikenn, hag é kan̄tvéjou ar c’han̄tvéjou.


————


XLV. PSALM.


Évid ann divez, da vipien Koré, évid ann traou kuzet.


1. Doué eo hor ménéc’hi, hag hon ners ; hor skoazel eo bét enn en̄krézou brâz a zô deûet enn-drô d’é-omp.

2. Râk-sé n’hor bézô két a aoun, ha pa vé kéflusket ann douar ; ha pa vé dizouget ar ménésiou é-kreiz ar môr.

3. Trouz hô deûz gréat hé zouréier, hag in̄t bét héjet ; ar ménésiou a zô bét horellet gan̄d hé ners brâz.

4. Réd eur ster a laouéna kéar Doué ; ann uc’héla en deûz san̄télet hé dabernakl.

5. Enn hé greiz éma Doué, ha dré-zé na vézô két horellet ; ha Doué a skoazellô anézhan̄ adaleg goulou-deiz.

6. Ar brôadou a zô bét reûstlet, hag ar rouan̄télésiou a zô bét diskaret ; hé vouéz en deûz rôet, hag ann douar a zô bét horellet.

7. Aotrou ann arméou a zô gan-é-omp : Doué Jakob eo hon digémer.

8. Deûit, ha gwélit oberiou ann Aotrou, en deûz lékéat da vurzudou war ann douar ;

9. O lakaad da éhana ar brézéliou bété penn ann douar. Ar wareg a dorrô, ann armou a vrévô ; hag ann tirennou a zévô gan̄d ann tân.

10. Bézit enn éhan, ha gwélit pénaoz eo mé Doué : huéléet é vézinn é-kreiz ar brôadou, huéléet é vézinn enn douar holl.

11. Aotrou ann arméou a zô gan-é-omp. Doué Jakob eo hon digémer.


————


XLVI. PSALM.


Évid ann divez, évit mipien Koré, Psalm.


1. Brôadou, stlakit holl hô taouarn ; kanit d’ann Aotrou gan̄d eur vouéz laouen.

2. Râg ann Aotrou a zô uc’hel-brâz, hag estlammuz ; roué brâz war ann douar holl.

3. Lékéat en deûz ar boblou da bléga dindân-omp, hag ar brôadou dindân hon treid.

4. Dilennet en deûz hé zigwéz enn-omp ; géned Jakob en deûz karet.

5. Doué a zô piñet el lévénez, hag ann Aotrou é-kreiz soun ar c’horn-boud.

6. Kanit da c’hloar hon Doué, kanit ; kanit da c’hloar hor roué, kanit.

7. Râk roué ann douar holl eo Doué ; kanit gan̄t furnez.

8. Doué a rénô war ar brôadou : Doué a zô azézet war hé drôn san̄tel.

9. Prin̄sed ar boblou a zô en em strollet war-drô da Zoué Abrâham ; râk douéed kré ann douar a zô en em uc’héléet meûrbéd.


————


XLVII. PSALM.


Psalm-kanaouen évit mipien Koré, évid eil zervez ar sabbat.


1. Brâz eo ann Aotrou, ha meûluz meûrbéd é kéar hon Doué, war hé vénez san̄tel.

2. Ann douar a drid ô wélout eo diazézet ménez Sion ; war-zû ann han̄ter-nôz éma kéar ar roué brâz.

3. Doué a vézô anavézet enn hé ziez, pa zigémérô anézhi.

4. O véza ma eo en em strollet rouéed ann douar ; ha ma in̄t en em unanet.

5. Pa hô deûz gwélet kémen̄t-sé in̄t