Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/698

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
664
levr ar psalmou.

6. Râk-sé pép dén san̄t a bédô ac’hanod enn amzer déréad. Hag enn dic’hlann, ann douréier brâz na dôstain̄t két out-han̄.

7. Té eo va ménéc’hi enn an̄ken a zao enn-drô d’in ; ô va lévénez, tenn ac’hanoun eûz a greiz ar ré a zô war va zrô.

8. Ar poell a rôinn d’id, hag é teskinn d’id ann hen̄t dré béhini é tléez kerzout ; startaad a rinn va daoulagad war-n-od.

9. Na vézit két ével ar marc’h hag ar mûl, péré n’hô deûz két a boell. Gan̄d ar wesken, stard génou ar ré ha na dôstaon̄t két ouz-id.

10. Kalz a gastizou a gouézo war ar péc’her ; hôgen ann drugarez a vézo war-drô ann hini a laka hé c’héd enn Aotrou.

11. En em laouénait enn Aotrou, ha tridit, c’houi tûd reiz, hag embannit hé c’hloar, c’houi holl péré a zô éeun a galoun.


————


XXXII. PSALM.


Psalm David.


1. Tridit enn Aotrou, c’houi tûd reiz : ar veûleûdi a zéré d’ann dûd reiz.

2. An̄savit ann Aotrou gan̄d ann télen ; kanit hé c’hloar gan̄d al liren dék-korden.

3. Kanit d’ézhan̄ eur ganaouen névez ; kanit a zoaré d’ézhan̄ ha kanit kré.

4. Râg éeun eo gér ann Aotrou, hag hé holl ôberiou a zô féal.

5. Hén̄ a gâr ann drugarez hag ar varn ; ann douar a zô leûn eûz a drugarez ann Aotrou.

6. Gan̄t gér ann Aotrou eo bét startéet ann en̄vou ; ha gan̄t c’houez hé c’hénou eo bét gréat hô ners.

7. Hén̄ eo a zastum douréier ar môr ével enn eur bouc’h-kenn ; hag a zalc’h ar poull-doun enn hé den̄zoriou.

8. Ra zoujô ann Aotrou ann douar holl ; ra vézô strafiḻet dira-z-han̄ ar ré holl a choum er béd.

9. Râg hén̄ en deûz komzet, ha pép-trâ a zô bét gréat ; hén̄ en deûz gourc’hémennet, ha pép-trâ a zô bét krouet.

10. Ann Aotrou a vévez kuzuliou ar brôadou ; kâs a râ da-gét ménosiou ar boblou, hag é tiskar kuzuliou ar brin̄sed.

11. Hôgen kuzul ann Aotrou a bâd bépréd ; ménosiou hé galoun a ia a-rumm-é-rumm.

12. Euruz ar vrôad é deûz ann Aotrou da Zoué, hag ar bobl en deûz dilennet da zigwéz d’ézhan̄.

13. Eûz ann én̄v en deûz sellet ann Aotrou ; gwélet en deûz holl vugalé ann dûd.

14. Eûz ann tî en deûz aozet évit-han̄, en deûz sellet oud ar ré holl a choum war ann douar.

15. Hén̄ eo en deûz doaréet hô c’halounou ; hén̄ a anavez hô holl ôberiou.

16. Né két gan̄d hé c’halloud brâz é vézô savétéet eur roué ; na gan̄d hé ners brâz é vézô savétéet eul lan̄gouinek.

17. Touelluz eo ar marc’h évid ann dieûb ; né két gan̄d hé ners brâz é vézô savétéet.

18. Hôgen daoulagad ann Aotrou a zeû war ar ré a zouj anézhan̄, ha war ar ré a laka hô géd enn hé drugarez.

19. Évit ma tennô hô énéou diouc’h ar marô ha ma hô magô enn hô naoun.

20. Hon éné a c’hortoz ann Aotrou, ô véza ma eo hor skoazel hag hon difenner.

21. Râg enn-han̄ en em laouénai hor c’haloun ; hag enn hé hanô san̄tel hon eûz lékéat hor géd.

22. Ra zeûi, Aotrou, da drugarez war-n-omp ; hervez ma hon eûz lékéat hor géd enn-od.


————


XXXIII. PSALM.


Psalm David, pa névézaz hê zremm dirag Ac’himélec’h a lékéaz anézhan̄ er-méaz ; hag hen̄ a iéaz-kuît.


1. Mé a vennigô ann Aotrou é péb