Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/685

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
651
levr ar psalmou..

16. Eur poull en deûz digoret, hag hé gleuzet en deûz ; ha kouézet eo enn toull en dôa gréat.

17. Hé zroug a zistrôiô war hé benn hé-unan ; hag hé fallagriez a ziskennô war hé chouk hé-unan.

18. Meûli a rinn ann Aotrou enn abek d’hé reizded ; ha kana a rinn da hanô ann Aotrou ann Uc’hel-meûrbéd.


————


VIII. PSALM.


Évid ann divez, évid ar gwaskellou. Psalm David.


1. Aotrou, hor mestr, pégen estlammuz eo da hanô war ann douar holl !

2. Râk da veûrded a zô savet dreist ann én̄vou.

3. Eûz a c’hénou ar vugalé hag eûz ar ré a zô c’hoaz oud ar vronn, éc’h eûz tennet eur veûleûdi klôk enn abek d’as énébourien, évit kâs-da-gét ann énébour hag ar ven̄jer.

4. Pa wélann ann én̄vou, labour da viziad ; al loar hag ar stéred éc’h eûz startéet ;

5. Piou eo ann dén évit m’az pé koun anézhan̄ ? Pé mâb ann dén évit ma teûjez d’hé wélout ?

6. Hé lékéat éc’h eûz évid eunn nébeûd amzer izéloc’h égéd ann éled ; a c’hloar hag a énor éc’h eûz hé gurunet ;

7. Hé lékéat éc’h eûz da aotrou war ôberiou da zaouarn.

8. Lékéat éc’h eûz pép-trâ da bléga dindân hé dreid, hag ann holl zén̄ved hag ann holl éjenned ; hag ouc’h-penn loéned ar mésiou :

9. Evned ann én̄v , ha pésked ar môr, péré a valé é raven̄chou ar môr.

10. Aotrou, hor mestr, pégen estlammuz eo da hanô war ann douar holl !


————


IX. PSALM.


Évid ann divez, évid traou-kuzet ar Mâb. Psalm David.


1. Da veûli a rinn, Aotrou, gan̄t va holl galoun : da holl vurzudou a zanévellinn.

2. En em laouénaad a rinn hag é tridinn enn-od ; kana a rinn d’as hanô, ô Uc’hel-meûrbéd.

3. Pa likii va énébour da zistrei war hé giz ; hî a fallai, hag a vézô dispennet dira-z-oud.

4. Râk té éc’h eûz gréat éz ounn bét barnet éz-léal hag em eûz gounézet (M) : azézet oud bét war da drôn, té péhini a varn hervez ar reiz.

5. Krôzet éc’h eûz ar brôadou, hag ar ré fallagr a zô éat-da-gét : roudennet eo gan-éz eûz a levr ar vuez hô hanô da-vikenn, hag é amzeriou ann amzeriou.

6. Armou ann énébour hô deûz kollet hô ners da-vikenn ; ha diskaret eo hô c’heriou gan-éz. Ar c’houn anézhô a zô bét kollet gan̄t trouz.

7. Hôgen ann Aotrou a bâd da-vikenn. Aozet en deûz hé drôn évid hé varn.

8. Hag hén̄ a varnô ar béd holl gan̄d éeunder, hén̄ a varnô ar boblou gan̄t reizded.

9. Hag ann Aotrou a zô deûet da warez d’ar paour ; ha da skoazel d’ézhan̄ enn hé ézommou, hag enn hé c’hlac’har.

10. Lakaen̄t hô géd enn-od ar ré a anavez da hanô ; râk n’éc’h eûz két dilézet, Aotrou, ar ré az klask.

11. Kanit d’ann Aotrou péhini a choum é Sion : rôit da anaout hé labouriou é-touez ar boblou.

12. Koun en deûz bét eûz a c’hoad hé zervicherien a glaské ; n’en deûz két an̄kounac’héet garm ar béorien.

13. Az péz truez ouz-in, Aotrou : gwél ar vuelded é péhini ounn bét lékéat gan̄t va énébourien ;

14. Té péhini a zâv ac’hanoun eûz a zôriou ar marô ; évit ma rôinn da anaout da holl veûleûdiou é-harz dôriou merc’h Sion.

15. Trida a rinn gan̄d ar zilvidigez a rôi d’in ; ar brôadou a zô kouézet enn toull hô dôa gréat évit va laza. Paket eo bét hô zroad el lindâg hô dôa steñet é-kûz.

16. Ann Aotrou a vézô anavézet diouc’h ar varn a rai ; ar péc’her a