Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/683

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
649
levr ar psalmou..


III. PSALM.


Psalm David, pa déc'hé diouc'h Absalom, hé vâb.


1. Aotrou, pérâg eo kresket ann niver eûz ar ré a heskin ac'hanoun ? Kalz a zâv em énep.

2. Liez hini a lavar d’am éné : N’eûz kéd a zilvidigez évit-han̄ a berz hé Zoué.

3. Hôgen, Aotrou, té eo va gwarézer, ha va gloar ; té eo a zâv va fenn.

4. Gan̄t va mouéz em eûz garmet étrézég ann Aotrou ; hag hén̄ en deûz klevet ouz-in eûz hé vénez san̄tel.

5. Kousket ounn bét, môrédet ounn bét ; ha savet ounn bét, ô véza m’en deûz ann Aotrou va digéméret.

6. N’am bézô kéd a aoun râg al lôd brâz a boblou a zô war va zrô : sâv, Aotrou, savété ac’hanoun, ô va Doué.

7. Râk té éc’h eûz skôet gan̄d ar ré holl a zavé em énep héb abek : den̄t ar béc’herien éc’h eûz brévet.

8. Eûz ann Aotrou é teû ar zilvidigez ; ra zeûi da vennoz war da bobl.


————


IV. PSALM.


Évid ann divez, war ar c’hanaouennou. Psalm David.


1. Pa c’halvenn anézhan̄, Doué, va reiz, en deûz klévet ouz-in ; pa oann er c’hlac’har, éc’h eûz va zennet a boan.

2. Az péz truez ouz-in, ha sélaou out va féden.

3. Bété pégeit, ô mipien ann dûd, é vézô pounner hô kaloun ? Pérâg é karit-hu ar gwander, hag é klaskit-hu ar gévier ?

4. Gwézit pénaoz eo ann Aotrou en deûz skuḻet hé vurzudou war hé zan̄t ; ann Aotrou a zélaouô ouz-in, p’am bézô garmet étrézég enn-han̄.

5. Buanékait, ha na béc’hit két ; hô pézet keûz enn hô kwéléou eûz ar péz hoc’h eûz lavaret enn hô kalonou.

6. Kennigit eur sakrifiz a reiz, ha likid hô kéd enn Aotrou ; liez hini a lavar : Piou a ziskouézô ar madou d’é-omp ?

7. Arwézet eo war-n-omp goulou da zremm, Aotrou ; al lévénez éc’h eûz rôet d’am c’haloun.

8. Kresket in̄t bét gan̄d hô frouez, gan̄d hô éd, gan̄d hô gwîn ha gan̄d hô éôl.

9. Évid-oun-mé a c’hourvézô ivé é péoc’h, hag a gouskô,

10. O véza, Aotrou, ma éc’h eûz va c’hrévéet dreist-holl er géd.


————


V. PSALM.


Évid ann divez, évid ann hini a c’hounid ann digwéz. Psalm David.


1. Sélaou va geriou, Aotrou, klev va garmou.

2. Laka évez out mouéz va féden, va roué ha va Doué.

3. O véza ma pédinn ac’hanod, té, Aotrou, a glevô out va mouéz diouc’h ar min̄tin.

4. Diouc’h ar min̄tin é savinn dira-z-od, hag é wélinn pénaoz n’oud két eunn Doué hag a gâr ar fallagriez.

5. Hag ann dén fall na choumô két gan-éz ; hag ann dûd direiz na vévin̄t két dirâk da zaoulagad.

6. Té a gasa ar ré holl a ra fallagriez ; té a goll ar ré holl a lavar gévier.

7. Ann Aotrou a argarzô ann dén a skûl ar goâd hag ann dén touelluz : hôgen mé am eûz fisianz enn da drugarez zô founn-meûrbed (M).

8. Éz inn enn da dî ; hag éc’h azeûlinn ac’hanod gan̄d doujan̄s enn da dempl san̄tel.

9. Kâs ac’hanoun, Aotrou, enn da reiz ; laka va hen̄t da véza éeun dira-z-oud enn abek d’am énébourien.

10. Râk n’eûz két a wirionez enn hô génou : hô c’haloun a zô gwân.

11. Eur béz digor eo hô gargaden, gan̄d hô zéôdou é touellen̄t ; barn anézhô, ô Doué.