Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/682

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LEVR AR PSALMOU.


————


I. PSALM.


1. Euruz ann dén, péhini n’en deûz két kerzet é ali ar ré fallagr, ha né két choumet é hen̄t ar béc’hérien, ha né két bét azézet é kador ann drougiez ;

2. Hôgen péhini a laka hé ioul é lézen ann Aotrou, hag a laka hé spéred el lézen-zé nôz-deiz ;

3. Hag hén̄ a vézô ével eur wézen a zô plan̄tet war-harz réd ann douréier, hag a roio hé frouez énn hé amzer : hag hé zelien na gouézô két ; ha kémen̄d a rai a zeûi da vâd.

4. Né két ével-sé é-kén̄ver ar ré fallagr ; hôgen hi a zo ével ar poultr a zô skubet gan̄t ann avel diwar c’horré ann douar.

5. Râk-sé ar ré fallagr na zavin̄t két eûz a varô da véô, évit ho gloar, da zeiz ar varn, nag ar béc’herien né vézin̄t két é-touez ar ré reiz. (M).

6. Râg ann Aotrou a anavez hen̄t ar ré reiz ; hag hent ar ré fallagr a iélô da-gét.


————


II. PSALM.


1. Pérâg ar brôadou hô déûs-hi dispac’het, ha pérâg ar boblou ho deûs-hi mennet traou gwân ?

2. Rouéed ann douar a zô savet, hag ar brin̄sed a zo en em zastumet kévret a-éneb ann Aotrou, hag a-éneb hé Grist.

3. Torromp hô éréou, ha taolomp hô géô pell diouz-omp, émé-z-hô.

4. Ann hini a choum enn én̄vou a c’hoarzô diwar ho fenn ; hag ann Aotrou a rai goab anézhô.

5. Neûzé é komzô out-hô enn hê vuanégez, hag é reûstlô anézhô enn hé frouden.

6. Hôgen mé a zô bét lékéat da rouê gant-han̄ war Zion, hé vénez san̄tel, évit rei da anaout hé gélennou.

7. Ann Aotrou en deûz lavaret d'in ; Va màb oud, té, hiriô em eûz da en̄géhen̄tet.

8. Goulenn digan-én̄, hag é roinn d'id ar broadou da zigwéz, hag harzou ann douar da gers.

9. Té a rénô anézhô gan̄d eur walen houarn, hag é vrévi anézhô ével eul léstr prî.

10. Ha bréma, rouéed, digorit hô spéred (T); kémérit ken̄tel, c’houi péré a varn ann douar.

11. Servichit ann Aotrou gan̄t doujan̄s ; hag en em laouénait enn-han̄ enn eur gréna.

12. Dalc'hit mad d’ar reiz, gan̄d aoun na zeûjé ann Aotrou da zével droug enn-han̄ (T), ha na vec’h tennet eûz ann hen̄t reiz.

13. Rak pa zeûi, abarz némeûr, hé vuanégez d’en em en̄tana, euruz é vézo ar ré holl a laka hô fisian̄s enn-han̄.


————