Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/681

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
647
levr job.

anézhan̄ eûz ann holl zroug en dôa digaset Doué d’ézhan̄ ; hag hî a rôaz d’ézhan̄ péb a zan̄vad, ha péb a lagaden-skouarn aour.

12. Ann Aotrou a vennigaz ivé Job enn hé stâd divéza muioc’h égéd enn hé stâd gen̄ta : râg hén̄ en dôe pévarzék mil dan̄vad, ha c’houec’h mil kan̄val, ha mil koubl éjenned, ha mil azénez.

13. Béz’ eo dôé ivé seiz mâb, ha teir merc’h.

14. Hag hén̄ a c’halvaz ann hini gen̄ta Deiz, hag ann eil Kasia, hag ann drédé Kornustibi.

15. Râk na oé két kavet enn douar holl merc’hed ker kaer ha merc’hed Job : hag hô zâd a rôaz d’ézhô hô lôd enn hé zigwéz, ével d’hô breûdeûr.

16. Hôgen Job a vévaz goudé-zé seiz-ugen̄t vloaz ; hag hén̄ a wélaz hé vipien, ha mipien hé vipien bétég ar pévaré rumm ; hag hén̄ a varvaz kôz-brâz ha leûn a zeisiou.