Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
ar c’hanédigez.

19. Ha Jakob a lavaraz : Mé eo, Ézau da gen̄ta-ganet : gréad em eûz ar péz éz pôa gourc’hémennet d’in : saô, azez, ha debr eûz va hémolc’h, évit ma vennigô da éné ac’hanoun.

20. Izaak a lavaraz c’hoaz d’hé vâb : Pénaoz, va mâb, éc’h eûz-té gellet kavout ker buan ? Hag hén̄ a lavaraz : Dré ioul Doué eo em eûz kavet râk-tâl ar péz a fellé d’in.

21. Hag Izaak a lavaraz d’ézhan̄ : Tôsta aman̄, va mâb, évit ma likiinn va dourn war-n-od, ha ma anavézinn mar d-oud va mâb Ézau, pé ma n’oud két.

22. Jakob a dostaaz oud hé dâd, hag Izaak ô véza lékéad hé zourn war-n-ézhan̄, a lavaraz : Ar vouéz a zô mouéz Jakob, hôgen ann daouarn a zô daouarn Ézau.

23. Ha na anavézaz kéd anézhan̄, râg hé zaouarn ô véza blevek, a oa hén̄vel out ré hé vreûr héna. Izaak éta oc’h hé venniga,

24. A lavaraz : ha té eo va mâb Ézau ? hag hén̄ a lavaraz : Mé eo.

25. Hag Izaak a lavaraz : va mâb, digas d’in boéd eûz da hémolc’h évit ma vennigô va éné ac’hanod. Pa en dôé debret ar péz a oa bét kaset d’ézhan̄, é kennigaz ivé Jakob gwîn d’ézhan̄, hag hén̄ a évaz,

26. Hag a lavaraz da Jakob : Tôsta ouz-in, va mâb, ha rô eur pok d’in.

27. Tôstaad a réaz, hag é pokaz d’ézhan̄. Ha kerken̄t m’en dôé Izaak c’houéséet c’houéz vâd hé ziḻad, é vennigaz anézhan̄, ô lavarout : chétu c’houéz va mâb a zô hén̄vel out c’houéz eur park leûn a vleün̄, benniget gan̄d ann Aotrou.

28. Ra rôi Doué d’id eûz a c’hlîz ann én̄v, hag eûz a zruzôni ann douar, founder a éd hag a wîn.

29. Ra vézô ar boblou dindân da wazoniez, ha ra stouô ar vrôadou dira-z-od : béz ann aotrou eûz da vreûdeûr, ha ra blégô dira-z-od bugalé da vamm. Milliget ra vézô néb az milligô : ha ra vézô leûn a vennosiou, néb az pennigô.

30. A véac’h m’en dôa Izaak lavaret kémen̄t-sé^ ha ma oa éat Jakob er-méaz, ma teûaz Ézau.

31. Hag hén̄ a gasaz d’hé dâd ar boéd en dôa aozet eûz hé hémolc’h, ô lavarout : Saô, va zâd, ha debr eûz a hémolc’h da vâb, évit ma vennigô da éné ac’hanoun.

32. Hag Izaak a lavaraz d’ézhan̄ : Piou oud-dé ’ta ? Hag hén̄ a lavaraz : Mé zo Ézau, da vâb ken̄ta-ganet.

33. Saouzanet-brâz é oé Izaak ; hag ô véza souézet dreist pep ménoz é lavaraz : Piou eo éta ann hini en deûz digaset d’in eûz ar péz en dôa paket enn hémolc’h, hag em eûz debret eûz a bép trâ ken̄t ma oud deûet ? Ha mé em eûz hé veaniget, hag é vézô benniget.

34. Pa glevaz Ézau geriou hé dâd, é iouc’haz gan̄d eur garm brâz : ha gan̄d eur galoun vantret é lavaraz d’hé dâd : va zâd, rô ivé da vennoz d’in.

35. Izaak a lavaraz d’ézhan̄ : Da vreûr a zô deûet dré laer, hag en deûz digéméret da vennoz té.

36. Ha Ezau a lavaraz : Gan̄t gwir eo eo bét hanvet Jakob ; râk chétu ann eil wéac’h é tiarbenn ac’hanoun : da gen̄ta en deûz skrapet va hénanded, ha bréma é laer c’hoaz va bennoz. Lavaroud a réaz c’hoaz d’hé dâd : ha n’éc’h eûz-té két miret ivé eur vennoz évid-oun ?

37. Hag Izaak a lavaraz d’ézhan̄ : hé rôed em eûz da aotrou d’id, ha lékéad em eûz hé holl vreûdeûr da bléga dindân hé wazoniez : éd ha gwin em eûz krétéet d’ézhan̄ ; ha goude-zé, va mâb, pétrâ a rinn-mé pelloc’h évid-od ?

38. Hag Ézau a lavaraz d’ézhan̄ : ha n’éc’h eûz té, va zâd, néméd eur vennoz hép-kén̄ ? Da bédi a rann stard d’am venniga. Hag ô véza ma wélé Ézau ô wéla hag oc’h hirvoudi (M),

39. Izaak gant truez, a lavaraz d’éz-han̄ : É druzôni ann douar, hag é glîz ann én̄v eûz ann néac’h, é vézô da vennoz.

40. Eûz ar c’hlézé é vévi, ha dindân béli da vreûr é vézi : hôgen don̄d a rai ann amzer ma heji hé iéô diwar da c’houzoug, ha ma vézi dieûbet.

41. Ézau éta a gaséé bépréd Jakob enn abek d’ar vennoz en dôa bét digan̄d hé dâd ; hag é lavaraz enn-han hé-unan : Deisiou kaon̄ va zâd a zeûi, hag é lazinn Jakob va breûr.