Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/643

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
609
levr ester.

ha ma rôin̄t a-névez ar péoc’h d’hor rouan̄télez, hô deûz reûstlet.

Bétég aman̄ éma diskriv al lizer, ar péz a zô war lerc’h, em eûz kavet skrivet goudé-zé, é péléac’h é lenneur : Ha Mardoché a iéaz, hag a réaz kémen̄d é dôa Ester gourc’hémennet d’ézhan̄.

Koulskoudé n’éma ket enn Hébré, ha n’her c’haveur két héd-da-héd é skrivañer é-béd.

8. Hôgen Mardoché a bédaz ann Aotrou, gan̄d ar c’houn en dôa eûz hé ôberiou ;

9. Hag é lavaraz : Aotrou, Aotrou, roué holl c’halloudek ; râk kémen̄t-trâ en em gav dindân da véli, ha dén na hell énébi oud da ioul, ma éc’h eûz lékéat enn da benn tenna Israel a boan.

10. Té éc’h eûz gréat ann én̄v hag ann douar, ha kémen̄d a zô dindân ann én̄v.

11. Té eo ann Aotrou eûz a bép trâ, ha n’eûz hini a gémen̄t a énepfé oud da veûrded.

12. Té a anavez pép trâ, hag a oar pénaoz ma n’em eûz két azeûlet Aman ar balc’h, né két dré rogôni, na dré fae, na dré ioul c’hloar é-béd :

13. (Râk daré é vijenn bét zô-kén da boki da roudou hé dreid gan̄t lévénez évid dieûb Israel.)

14. Hôgen aoun em eûz bét na zizougfenn da eunn dén ann énor ha n’eo dléet néméd d’am Doué, ha na azeûlfenn unan-bennâg ha n’eo két va Doué.

15. Bréma éta, Aotrou roué, Doué Abraham, az péz truez oud da bobl, ô véza ma fell d’hon énébourien hor c’hâs-da-gét ha bévézi da zigwéz.

16. Na zispriz két da lôd, éc’h eûz dasprénet eûz ann Éjipt évit béza d’id.

17. Sélaou out va féden, ha béz trugarézuz é-kén̄ver ar ré a zô d’id ével dré ar sort ha dré ar gorden. Trô hon daérou é lévénez, évit ma vévimp ha ma veûlimp, Aotrou, da hanô ; ha na zerr két génou ar ré a gân da veûleûdiou.

18. Israel holl a c’harmaz ivé oud ann Aotrou, gan̄d eunn hévélep kaloun hag eunn hévélep péden, ô véza ma en em wélen̄t e-tâl da vervel.


————


XIV. PENNAD.


Péden Ester.


1. Ester ivé a glaskaz skoazel digan̄d ann Aotrou, spoun̄tet ma oa-hi gan̄d ar gwall a oa kenn tôst.

2. Ha goudé ma é dôé tennet hé saéou a rouanez, é kéméraz diḻad pâr d’hé daérou ha d’hé c’haon̄ : hag é léac’h louzou-c’houés vâd, é c’hôlôaz hé fenn gan̄t ludu ha gan̄t saotr ; hag hî a vuéléaz he c’horf gan̄d ar iunou. Leûnia a réa gan̄d hé bléô a denné eûz hé fenn, al lec’hiou é péré ken̄t en em laouénéé.

3. Hag hî a bédaz ann Aotrou, Doué Israel, ô lavarout : Va Aotrou, péhini hép-kén eo hor roué, skoazel ac’hanoun pa ounn dilézet, ha pa n’eûz némed-oud a helfé va skoazella.

4. Em daouarn éma va gwall.

5. Klevet em eûz gan̄t va zâd, ô Aotrou, pénaoz éc’h eûz kéméret Israel é-touez ann holl boblou, ha ma éc’h eûz dilennet hon tadou é-kreiz hô gourdadou, évid ôber d’id eunn digwez peûr-baduz ; ha ma éc’h eûz gréat enn hô c’hén̄ver ével m’az pôa lavaret.

6. Péc’het hon eûz dira-z-oud, ha dré-zé éc’h eûz hol lékéat étré daouarn hon énébourien :

7. Râg hô douéed hon eûz azeûlet. Té a zô gwirion, Aotrou :

8. Ha bréma né két a-walc’h d’ézhô hor gwaska gan̄d eur sklavérez ar c’haleta, hôgen ô lakaat ners hô divréc’h war c’halloud hô idolou,

9. É fell d’ezhô trei da lavariou ; ha kâs-da-gét da zigwéz, ha serra hô génou d’ar ré a veûl ac’hanod, ha mouga gloar da dempl ha da aoter,

10. Évit ma tigorin̄t génou ar brôadou, ha ma veûlin̄t galloud hô idolou, ha ma embannin̄t da-vikenn eur roué kîk.

11. Na rô kéd, Aotrou, da walen d’ar ré péré n’in̄t nétrâ, gan̄d aoun na rajen̄t goab eûz hon dispennadur ; hôgen distrô hô c’huzul war-n-ézhô hô unan, ha koll ann hini en deûz déraouet ôber drouk d’é-omp.