Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/631

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LEVR ESTER.


————


I. PENNAD.


Banvez kaer Assuérus. Kâs a ra kuît hé c’hrég Vasti.


1. É deisiou Assuérus, péhini en deûz rénet adaleg ann In̄dez bétég ann Étiopia war gan̄t provin̄s seiz war-n-ugen̄t,

2. Pa azézaz war drôn hé rouan̄télez, Suza a oé ar penn-kéar eûz hé rouan̄télez.

3. Enn trédé bloaz eûz hé rén, é réaz eur banvez brâz d’hé holl brin̄sed ha d’hé oviserien, d’ar ré galounéka eûs ar Bersied, ha d’ar ré gen̄ta eûz ar Védied, ha da rénerien ar brovin̄sou a oa dira-z-han̄;

4. Évid diskouéza madou ha skéd hé rouan̄télez, ha meûrded hé c’halloud, é-pâd pell amzer, da lavaroud eo, a-héd naô-ugen̄t dervez.

5. Ha pa oé peûr-c’hréat ar banvez-zé, ar roué a bédaz ann holl bobl en em gavaz é Suza, adaleg ar brasa bétég ar bihana : hag hén̄ a c’hourc’hémennaz aoza eur banvez a-héd seiz dervez é porz ar c’harz, hag eur c’hoat a oa bét savet gan̄d ar rouéed gan̄d eur meûrded a roué.

6. Steñet é oa a bép tû gwéliou lîn moan a liou pers hag a liou glâz, staget gan̄d éréou seiz a liou tané, péré a oa tréménet é lagadennou olifan̄t, ha staget out peûliou marpr. Gwéléou aour hag arc’han̄t a oa lékéat é reiz war eul leûr strin̄k ha marpr, péhini a oa pen̄tet é meûr a zoaré kaer.

7. Ar ré a oa bét pédet énô a évé é listri aour, hag ar boéd a oa douget war bladou dishén̄vel ann eil diouc’h égilé. Rei a réad ivé gwin ar gwella, ha gan̄t paodder, ével ma tellézé da veûrded eur roué.

8. Dén na rédié da éva ar ré na fellé két d’ézhô éva ; hôgen gourc’hémennet en dôa ar roué ma vijé unan eûz hé brin̄sed out pép taol, évit ma kémercbé pép-hini ar péz a garché.

9. Ar rouanez Vasti a réaz ivé eur banvez d’ar merc’hed er palez é péhini é choumé peûr-vuia ar roué Assuérus.

10. Er seizved deiz, pa oa laouen ar roué, ha pa oa tomm d’hé benn gan̄d al lôd gwîn en dôa évet, é c’hourc’hémennaz da Vauman, da Vazata, ha da Harbona, ha da Vagata, ha da Abgata, ha da Zétar, ha da C’harc’has, hô zeiz spazéien d’ar roué, hag a oa bépréd dira-z-han̄ ;

11. Ma tigazchen̄t dirâg ar roué ar rouanez Vasti, hag hî ar gurunen war hé fenn, évit ma tiskouezché hé c’haerded d’hé holl boblou ha d’hé brin̄sed ; râg hî a oa kaer meûrbéd.

12. Hôgen hî a zinac’haz mon̄t, hag a zisprizaz don̄t hervez ar gourc’hémenn en dôa gréat ar roué d’ézhi gan̄d hé spazéien. Assuérus éta a vuanékaaz, hag eunn drouk brâz ô véza savet enn-han̄;