Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/628

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
594
levr judit.

goab eûz a Zoué Israel, hag a ziouganaz d’id da varô, ô lavarout : P’am bézô trec’het pobl Israel, é likiinn da dreûzi da gorf gan̄d ar c’hlézé.

29. Pa wélaz Akior penn Holofern, é savaz eur spoun̄t brâz enn-han̄, en em daolaz war hé c’hénou d’ann douar, hag é fataz.

30. Hôgen pa zistrôaz d’ézhan̄ hé-unan, en em daolaz out treid Judit, hag éc’h azeûlaz anézhi, ô lavarout :

31. Benniget oud gan̄d da Zoué é holl dî Jakob, ô véza ma vézô meûlet enn-oud Doué Israel, é-touez ann holl boblou a glevô mének eûz da hanô.


————


XIV. PENNAD.


Penn Holofern a zô staget out mur kéar. Spoun̄t brâz ann Assiried.


1. Neûzé Judit a lavaraz d’ann holl bobl : Va sélaouit, va breûdeûr ; stagit ar penn-zé war lein hor muriou :

2. Ha kerken̄t ha ma vézô savet ann héol, kémérit holl hoc’h armou, hag îd er-méaz gan̄d eunn trouz brâz, nann évid diskenni étrézég ann énébourien, hôgen ével pa felfé d’é-hoc’h stourmi out-hô.

3. Neûzé é vézô réd d’ar warded tec’hout évid dihuna hô frin̄s, ma teûi d’ar stourm.

4. Ha pa vézô rédet hô duged étrézé telt Holofern, ha pa gavin̄t hé gorf dibenn, hag hén̄ ô neûi enn hé c’hoad, é vézin̄t spoun̄tet brâz.

5. Ha pa hô gwélot ô tec’hout, ît gan̄t fisian̄s war hô lerc’h, râg ann Aotrou hô lakai da véza mac’het dindân hô treid.

6. Neûzé Akior ô wélout ar péz en dôa gréat holl-c’halloud Doué é-kén̄ver Israel, a zilézaz lidou ar baganed, hag en em rôaz da gréden Zoué ; trouc’ha a réaz kroc’hen hé bôd-mézen ; hag hén̄ a oe digéméret é breûriez pobl Israel ; hag holl ré hé wenn bété vréma.

7. Kerken̄t éta ha ma teûaz ann deiz, é stagchon̄t oud ar vûr penn Holofern ; ha pép-hini ô véza kéméret hé armou, éz éjon̄t er-méaz oc’h ôber trouz ha garmou brâz.

8. Ar warded ô wélout kémen̄t-sé, a rédaz étrézé telt Holofern.

9. Hôgen ar ré a oa enn telt a zeûaz, hag en em zalc’haz oud dôr ar gampr ; hag hî a réa trouz évid hé zihuna, ma vijé ken̄toc’h divorédet gan̄d ann trouz brâz-zé, égéd gan̄d hé dûd.

10. Râk dén na grédé na skei war ann ôr, na mon̄d é kampr prin̄s ann Assiried.

11. Hôgen pa oé deûet ann duged, ar villénerien hag ann oviserien gen̄ta eûz a armé roué ann Assiried, é léverchon̄t da zervicherien ar gampr :

12. Id ébarz, ha dihunit-hén̄, râg ar razed-zé hô deûz bét ann hesder da zon̄d er-méaz eûz hô zoullou, ha da c’hervel ac’hanomp d’ann emgann.

13. Neûzé Vagao ô véza éat er gampr a choumaz out gwél ann ôr, hag a stlakaz gan̄d hé zaouarn ; râg hén̄ a venné pénaoz é oa kousket gan̄t Judit.

14. Hôgen ô véza na glevé troûz é-béd ével ma ra eunn dén kousket, é tôstaaz c’hoaz oud ar wél, é savaz anézhi ; ha pa wélaz korf-marô Holofern gourvézet war ann douar, hag hén̄ dibenn ha gôlôet gan̄d hé c’hoad, en em lékéaz da c’harmi gan̄d daélou, hag é rogaz hé ziḻad.

15. Mon̄d a réaz neûzé da delt Judit ; hag ô véza na gavaz két anézhi, é teûaz er-méaz dirâg ar bobl,

16. Hag é lavaraz : Eunn Hébréadez hép-kén é deûz lékéat ar reûstl é tî ar roue Nabukodonosor ; râk chetu Holofern a zô gourvézet war ann douar, ha n’éma két hé benn out-han̄.

17. Pa glévaz kémen̄t-sé prin̄sed armé ann Assiried, é rogchon̄t holl hô diḻad, hag hî a grénaz hag a oé spoun̄tet-brâz ; hag eur réûstl brâz a grogaz enn hô spéred.

18. Hag eur garm direiz a zavaz é-kreiz ar c’hamp.


————