Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/626

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
592
levr judit.

choumché énô ; hag hén̄ a reisaz ar péz a vijé rôet d’ézhi diwar hé daol.

2. Ha Judit a lavaraz d’ézhan̄ : Na hellinn két dibri bréma eûz ar péz éc’h eûz gourc’hémennet da rei d’in, gan̄d aoun na zeûjé drouk d’in : hôgen eûz ar péz em eûz digaset gan-én̄ é tebrinn.

3. Hag Holofern a lavaraz d’ézhi : Mar teûez da ziouéri ar péz éc’h eûz digaset gan-éz, pétrâ a raimp-ni évid-oud ?

4. Ha Judit a lavaraz : Ével ma eo béô da éné, ô va aotrou, da vatez n’é dévézô két peûr-zebret kémen̄t-sé, kén n’en dévézô gréat Doué dré va dourn ar péz em eûz lékéat em penn da ôber. Ha servicherien Holofern a gasaz anézhi d’ann telt, é péhini en dôa gourc’hémennet hé c’hâs.

5. Hag hî a c’houlennaz abarz m’az ajé ébarz, ma vijé aotréet d’ézhi mon̄d er-méaz pa vije nôz hag abarz ann deiz, évid ôber hé fédenn d’ann Aotrou.

6. Hag Holofern a c’hourc’hémennaz d’hé baotred a gampr d’hé lézel-hî da von̄d ha da zon̄t, ével ma karjé, a-héd trî dervez, évid azeûli hé Doué.

7. Mon̄d a réa éta hî a-héd ann nôsiou étrézé traon̄ien Bétulia, hag hî en em walc’hé enn eur feun̄teun.

8. Hag ô sével ac’hanô, é pédé ann Aotrou, Doué Israel, ma reizché anézhi enn dézô é dôa kéméret évid dieûbi hé bobl.

9. Ha pa zistrôé, é choumé glân enn hé zelt, kén na géméré hé boed é-trô ar pardaez.

10. Hag er pévaré dervez Holofern a réaz eur banvez da dûd hé dî ; hag hén̄ a lavaraz da Vagao, hé spâz : Kéa, hag ali d’ann Hébréadez-zé, ma aotréô anezhi hé-unan don̄d d’am c’havout.

11. Râg eur véz eo é-touez ann Assiried, ma rajé eur vaouez goab eûz a eur goaz, ha m’az aje diout-han̄, héb en em rei d’hé ioul.

12. Neûzé Vagao a iéaz da gavout Judit, hag a lavaraz d’ézhi : Na défet két a aoun ar vaouez vâd ô von̄t da gavout va aotrou, évit béza énoret dira-z-han̄, évit dibri hag éva gwîn gan̄t-han̄ el lévénez.

13. Ha Judit a lavaraz d’ézhan̄ : Piou ounn-mé évid énébi out va aotrou ?

14. Mé a rai kémen̄d ha ma kavô mâd hag évid ar gwella : râg ar péz a vézô hétuz d’ézhan̄, a vézô da eur-vâd d’in é holl zeisiou va buez.

15. Hag hî a zavaz, hag en em gin̄klaz gan̄d hé diḻad kaer, hag ô véza éat enn hé delt, en em ziskouezaz dira-z-han̄.

16. Hôgen kaloun Holofern a oé skôet ; râg hén̄ a oa leûn a garan̄tez évit-hi.

17. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Év bréma, ha debr el lévénez, ô véza ma éc’h eûz kavet trugarez dira-z-oun.

18. Ha Judit a lavaraz d’ézhan̄ : Éva a rinn, aotrou, râg énoret eo hiriô va éné dreist kémen̄d énor en deûz bét héd va buez.

19. Neûzé é kéméraz ar péz a oa bét aozet gan̄d hé flac’h ; hag hî a zebraz, hag a évaz dira-z-han̄.

20. Hag Holofern a oé kel laouen oc’h en em gavout gan̄t-hi, ma évaz gwîn, muioc’h égét n’en dôa évet biskoaz enn hé vuez.


————


XIII. PENNAD.


Judit a zistrô da Vétulia, goudé béza trouc’het hé benn da Holofern.


1. Hôgen pa oé deûet ar pardaez, hé zervicherien a hastaz en em denna pép-hini enn hé dî, ha Vagao a zerraz dôriou ar gampr, hag az eaz kuît.

2. Hôgen holl é oan̄t morgousket gan̄t ar gwîn :

3. Ha Judit a oa hé-unan enn hé c’hampr.

4. Holofern a oa kousket enn hé wélé, morédet-brâz gan̄d ar vezven̄ti.

5. Ha Judit a lavaraz d’hé flac’h choum er-méaz dirâk dôr ar gampr, ha lakaad évez.

6. Ha Judit en em lékéaz dirâg ar gwélé, ô pédi gan̄d daélou ; hag ô fin̄va hé muzellou didrouz,

7. É lavaraz : Aotrou, Doué Israel,